pages 274, 275, 276
Pages 274, 275, 276
*******
Trizekvet devez a viz Ebrel
SANTEZ LIDWINA
Gwerc'hez
Skouer ha patronez ar glanvourien (1380-1433)
------
Lidwina a deuas war an douar en Schiedam, er Holland, da Zul-Bleuniou 1380. Ar c'hlenved a grogas enni abred hag he lakas da ouelan meur a wech, ha hi c'hoaz en he c'havel. Mes parean a reas hag e kreske en ment hag en furnez en ti he zad hag he mamm, daou baourkez den, kristenien vat, gwellan ' oa, hag a c'honeze o bara ouz c'houezen o zâl.
Lidwioaïk a oa he flijadur mont d'an iliz da bedi. Pa chome re bell, he mamm he gourdrouze a-wechou. « N'eo ket mat d'ac'h gourdrouz ac'hanon, ma mamm, a lavare ar verc'h vihan, me zo bet o saludi ar Werc'hez a zo ken drant hag he deus mousc'hoarzet ouzin ken koant. »
Adalek neuze, ar vamm ne c'hourdrouzas ken he merc'h. Lidwina, arru bras, a oa eur plac'h a zoare ha barrek diouz labour an ti. Eun devez goanv, (e oa neuze en he fempzek vla,) ec'h eas gant ar re yaouank-all eus he oad da ruzikat war ar skorn. Unan eus he mignonezed a 'n em gavas da stokan outi ha da deurel anezi war he fenn d'an traou. En he lamm, unan eus he c'hostou a oe torret. Ar c'hoari a baouezas raktal, hag he c'hamaradezed a zougas anezi d'ar gêr. Astennet e oe war he gwele. Netra n'hellas he farean.
Grodefroy Souderdanch, unan eus gwellan medisined an Holland, a gave souezus he c'hlenved : « Ar c'hlenved-ze, emezan d'e vignoned, a zo dreist hon gouiziegez. Mestr an natur, o tigas anezan, en deus e zonj. Me garje e vije bet ar glanvourez-ze ma merc'h ! »
Lidwina gez a oa gwasket en eun doare skrijus. Eur gouli savet tro-war-dro d'ar gosten dorret, a zigoras en diabarz hag a deue an treo brein anezan dre he genou. N'oa nag evit kousket nag evit dibri. Ar c'hrign-beo a redas dre he c'horf; he brec'h deou a oa hanter-distag diouz he skoa; he fenn a grene; ezel mat ebet ne oa enni. Bepred e veze gourvezet war he c'hein, hep flach en tu ebet, kouls lavaret. Eur burzud oa he gwelet o chom beo, hi o kaout kemend-all a boan.
Daou vla ' oa e oa evelse, stag war he gwele, pa glevas eun devez he c'hamaradezed o tremen, seder ha laouen, en kichen he zi.
O welet pegen reuzeudik e oa en kichen ar re-all eus he oad, e teuas an dour en he daoulagad. E keit-se, en em gavas he c'hovezour : « Sonjet alïes, emezan, en poaniou Hon Zalver, hag e teuio nerz-kalon d'ac'h da c'houzanv ho re. »
Lidwina hen greas, hag ar pez a lavare ar beleg d'ezi a 'n em gavas.
Er seizvet bla eus he c'hlenved, Jezuz-Krist a 'n em ziskouezas d'ezi skedus, en e zav, e-harz he gwele, hag e verkas gouliou e Basion en he zreid hag en he daouarn. Mes ar glanvourez, gant aon na deujed da anaout kement-se, a bedas an Otrou Doue da lemel ar gouliou-ze diwar hec'h izili. Ar gouliou a yeas kuit, mes ar boan a chomas.
Dek vla ' oa e oa war he gwele. Epad an amzer-ze, e kollas he zad, a oa bet bepred mat mat eviti; he mamm a goueas klanv d'he zro hag he devoa aon o vervel :
- Siouaz, re nebeut a dra am eus grêt evit plijout da Zoue, ha re am eus grêt en e eneb; ma merc'h paour, ped evidon !
- N'ho pezet aon ebet, ma mamm, emezi; an Otrou Doue n'hell ket chom hep karout eur galon bruzunet gant ar glac'har. Rei a ran d'ac'h kement am eus gonezet, betek hen, dre ma foaniou ha dre ma fedennou.
Pinvidik gant gonidou he merc'h, mamm Lidwina a varvas laouen.
Eviti, adalek neuze, en em lakas d'ober ar muian vad a c'hellas, evel pa n'he dije bet grêt vad ebet biskoaz.
Rei a reas d'ar beorien kement a deue d'ezi, betek he golc'hed; ne zalc'has eviti nemet eun dornad plouz da c'holo plenken he gwele. Dre he fedennou ha dre he c'homzou, e lakas eleiz a dud da zizrei ouz Doue pe da dostât outan muioc'h-mui. Mat oa da bedi evit an aon ar purgator. Mervel a reas da oueliou Pask 1433, o ren he zried bla ha hanter-kant.
Eiz vla ha tregont oa bet war he gwele. Sebeliet e oe he c'horf en iliz Sant-Yan-Vadezour, en Schiedam, ha miraklou zo c'hoarvezet war he be.
---------------------------
KENTEL
Ar c'hlenvejou
Niverus eo ar c'hlenvejou a anave ar vedesined; niverusoc'h c'hoaz ar re ne anavezont ket; pep-hini aneze a zo eur wenojen a gas d'ar maro.
Ar c'hlenvejou n'int ket ken gwaz an eil hag egile; en peb klenved, avat, zo poan, kalz pe nebeut, hag inouamant.
D'an disteran ma zo danjer, arabad dale da c'hervel ar medesin; pa ve galvet abred, e teu alïes a benn da ziarbenn ar c'hlenved, elec'h m'eo dic'halloud pa ve et re bell an droug. Eur wech ma ve bet, e renker heuilh e c'hourc'hemennou ha kemer e louzeier, fall pe vat, evel m'emaïnt.
Ar c'hlenved a deu d'an daou-lamm ;
Da vont kuit, e ve morzet ha kamm.
Gant ar c'hlenved, pa bad, e teu an inouamant; evit he fellât, ar c'hlanvour a dle lakat urz en e zeveziou, lavaret e bedennou mintin ha noz, lavaret eur chapeled da nav heur, eun all da greiste, eun all da der heur, hag ober pe lakat ober d'ezan eur pennadig lenn etre pep-hini; kinnig, beb an amzer, e boaniou da Zoue, a galon vat, ha goulenn dreze e bardon ha hini eneou ar purgator. Arabad eo d'ezan bezan re jalet o klask gouzout petra c'hoarvezo gantan; n'en deus nemet en em lezel da gouezan etre daouarn Doue, mestr ar vue hag ar maro, ha soublan e benn dirak e volonte santel. Bepred eo mat bezan prest, mes dreist-oll, pa vezer klanv. Abalamour da ze, ar c'hlanvour, anezan e-unan, mar gall, a dle ive lakat gervel ar beleg; yec'hed an ene ha yec'hed ar c'horf a 'n em heuilh, hag a-wechou, absolven ha nouen ar beleg o deus roët ar pare da dud klanv, ne wellaent tamm war-lerc'h louzeier ar vedesined.
An den klanv, mar 'n eus eur pried, pe bugale, pe an eil hag egile, arabad d'ezan bezan re enkrezet o klask gouzout petra en em gavo gante war e lec'h; rak kalon Doue zo nesoc'h d'eze evit hini-all ebet.
An den klanv, mar 'n eus ket a vugale, a dle ober e destamant; an dra-ze a zo grêt buhan hag a vir ouz an drouz war-lerc'h ar maro.
*******
Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage : |