retour à la page d'accueil

pages 279, 280, 281

Pages 279, 280, 281

*******

Pempzekvet devez a viz Ebrel

Sant Per Gonzalez

Eus a Urz sant Dominik, patron an dud a vor 

1190-1246

---------


Per a c'hanas en Astorga, er bla 1190 goude donedigez Hon Zalver. Eskob Palencia, eur eontr d'ezan, e gerneras en e di, evit e lakat d'ober e studi hag hen hanvas abred chaloni eus e iliz-veur. An den yaouank a oa skanv-benn ha lorc'hus. Karet a rê an enor hag ar renk. Eur bla, de ouel Nedeleg, e oa pignet war eur marc'h harnezet kaer pa c'hoarvezas gantan kaout eul larnm a strinkas anezan er pri, war leur-gêr Palencia. Eleiz a dud a oa war al lec'h hag a c'hoarze o welet ar gailharen a oa outan.

Ar c'houad vez a dapas eno a reas vad d'ezan hag e lavaras : « P'eo gwir, emezan, e teu ar bed, n'am eus servijet betek breman nemet re, siouaz d'in, d'ober gwap ac'hanon, red eo d'in ive, d'am zro, ober gwap anezan o serviji eur mestr-all gwelloc'h evitan. »

Derc'hel a reas d'e c'her. Nebeut goude, e wiske saë bugale sant Dominik hag e teuas da vezan eur manac'h izel a galon hag hegarat evit an holl. Eur wech beleg, e vrasan preder oa silvidigez an eneou; ar studi, an diskuiz, an dibri hag an evan a dremene war-lerc'h.

Ar vrud eus e zantelez ne zaleas ket d'en em vrudan buhan dre ar Spagn a-bez, ha Ferdinand III a c'hoantaas e welet en e gichen, evit kaout digantan skoazel e aliou hag e bedennou, epad ar brezel a rê d'ar Vorianed, a oa deut da vezan mistri war al loden vrasan eus ar Spagn.

Per a reas eur vad vras en lez ar roue. Tudjentil skanv-benn a glaskas ober d'ezan bezan henvel oute hag a gasas eun devez eur vaouez fall d'e douelli. An den santel, evit diskouez d'ezi brasder he fec'hed, a 'n em dôlas diraki war ar glaou beo. Ar wreg, estlammet o welet kement-se, a gouezas d'an daoulin hag a c'houlennas pardon ouz Doue hag ouz ar zant. Heman n'en devoa ket bet au disteran droug  e zilhad, zoken, ne oant ket bet dévêt; miret oa bet d'ezan e gorf hag e galon diouz pep droug.

Per a heuilhas Ferdinand en e holl vrezeliou. Pa oe kemeret Kordou (1236), e viras ouz ar Spagnoled da skuilh, heb ezom, gwad o enebourien; tier-pedi ar Vorianed aoe grêt ilizou aneze. Prest goude, e kuitaas al lez hag en em lakas da brezek d'an dud diwar ar mêz, en eskopti Tuy hag en hini Kompostel. E vrasan plijadur oa komz d'an dud a vor : mont a rê d'o c'hlask er porziou ha betek, zoken, war al listri.

Eun devez ma prezege war ar Minho, e welas eleiz a dud a glaske treuzi ar ster-ze, dre eur roudousven hag a oa eun danjer mont drezi. Ar zant a c'hoantaas sevel eno eur pont. Labour hirr ha koustus a oa da gât gantan, mes an den santel a astennas kement an dorn a-gle hag a-zeou ma teuas brao a benn eus e dôl.

Eun devez-all, e prezege en Bayonn hag eleiz a dud a oa ouz e selaou; a greiz ma komze, eur barr arne a zavas hag an holl a oa prest da redek da glask an disc'hlao : « Chomet, ma mignoned, a lavaras ar zant. Doue a zispenno dirakoc'h ar c'houmoul-ze, hep ma vefet glebiet an disteran.» Hag e reas sin ar groaz war ar wabren. Ne gouezas ket eur berad dour war ar bobl a oa a bep tu d'ezan.

Goude bezan hadet komzou Doue endro d'ezan, epad dek vla, hep distag, e koueas klanv en Tuy hag e varvas eno, da zul ar C'hasimodo (1246). Eskob Tuy a reas e sebelian en e iliz-veur. Kalz a bareansou a c'hoarvezas war e ve. Daouzek vla hepken goude e varo, nao-ugent den, darn lor, darn-all perc'hennet gant an diaoul, darn-ali dall, bouzar ha mut, deut da bedi ar zant en iliz m'oa beziet, o doa kavet ar pare eus o c'hlenvejou.

---------------


KENTEL

Al lorc'h hag an dud yaouank

An dud yaouank eo esperans an amzer da zont; d'eze eo ober an amzer-ze gwelloc'h evit an amzer vreman; evit ze, o deus ezom da vezan kalet a benn, lemm a spered, hag evel Jezuz-Krist, mat hag izel a galon : Mitis et humilis corde.

Ra vezint izel a galon, dreisl-oll. An dud yaouank lorc'hus a zo stank, ha n'eus netra ken divalo da welet.

N'o deus netra, pa vezo lavarel mat, nag en o c'horf, nag en o ene, ha n'o defe ket bet digant Doue. Anez e skoazel pemdeziek, n'hellfent ober netra, nemet droug. Pa c'hoantaont eta en em zevel, war digare m'o deus an dra-man-dra, pe grêt an tôl-man-tôl, e c'hoantaont en em zevel gant danve ha n'eo ket d'eze : laer int ha gaouiad.

Laer int, rak ar c'hloar war an douar-man a zo holl da Zoue ha da Zoue hepken : Soli Deo, omnis honor et gloria, ha n'eo ket jalet d'hen rei d'eun all.

Gaouiad int, rak anzao reont kaout treo, ha n'o deus netra, ha bezan barrek, ha n'int ket. Doue, ha n'hell gouzanv nemet ar wirione dirak e zaoulagad eu deus kaz ouz an dud yaouank lorc'hus.

Kasaet int ive gant o nesan.

Eun den hag a zo bepred o 'n em veuli, ha ne gav mat nemet ar pez a ra, pe ar pez a zo d'ezan, a deuer buhan da skuizan gantan ha ne zale ket da chom e-unan.

Eun den yaouank hag a 'n em veul a zo o 'n em goll; eun den yaouank hag a ziskouez ec'h anave e dalvoudegez, e chomo e zantelez ouz an drez.

Tud yaouank, ma ho peus c'hoant da vezan mat ha d'ober vad, bezet humbl; ma klasket en em zevel, Doue a bellao diouzoc'h; ma klasket en em izelât. Doue a ziskenno davedoc'h. An dour ne bign ket war ar meneziou; diskenn a ra, avat, d'an draouien; gras Doue ne zav ket war an eneou orgouilhus; redek a ra, avat, war an eneou humbl. An humilite eo hent bras ar c'hloar.

-

 

*******

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica