retour à la page d'accueil |
pages 318, 319, 320
pages 318-319-320
*******
Tregontvet devez a viz Ebrel
Santez Katel a Zienn
Gwerc'hez Trede-Urz sant Dominik (1347-1380)
« Alleluia, alleluia ! Katel a lufr muioc'h evit ar stered holl a-unan, hag
he gloar a gresko da viken hini ar gwerc'hezed. alleluia ! »
Bezan e oa gwechall, en Sienn, kêr galonen an Toskan, eun tiegez kaer, pemp krouadur warn-ugent enni; an tad, Giacomo di Benincasa, liver dre e vicher, hag ar vamm, Lapa, skouer ar gwrage kristen, a zave o bugale en doujanz Doue.
Unan eus ar merc'hed yaouankan, Katel, dre zantelez dispar he bue, a vrudas dre holl he hano hag he bro. Karet a rê sioulder ar mêziou, kan al lapoused, gened ar bleuniou, trouz an avel.
Ene an treo a zouge he hini warzu Doue.
Da bemp bla, Katel a ouie an Ave Maria, ha dalc'h-mat e veze o lavaret ar bedennig-ze, pe er gêr pe en iliz.
Dastum a rê endro d'ezi ar vugale-all eus he oad hag e lake aneze da bedi ha da yun evelti. Da seiz vla, en harz treid skeuden an Itron-Varia, e reas le da chom hep kaout pried-all ebet war an douar nemet Hon Zalver Jezuz-Krist, hag adalek neuze e valeas, a gammejou bras, war hent ar zantelez. Da ugent vla, e oa deut ha ne veve nemet diwar bara, dour ha louzeier kri. War he c'horf e veze bepred eur gouriz reun, hag en em skourjezan a rê allïes betek ar gwad. Deut oa ha ne oa netra anezi nemet kroc'hen hag eskern. He c'horf, laket er stumm-ze, ne oa mui goest da viret outi da welet ha da vriata he fried muian-karet, Hon Zalver Jezuz-Krist.
Goulenn a reas bezan digemeret en Trede-Urz sant Dominik, ha gwiskân a reas dilhad an Urz-ze, ar zaë wenn, skeuden ar c'hlanded, hag ar vantel du, skeuden an humilite. An diaoul, koulskoude, a glaskas he stlejan en fank ar pec'hed; lakat a reas diraki, epad meur a zevez, skeudennou divalo; ar zantez a zizroë raktal he fenn, a bede a greiz he c'halon hag a anzave ouz Doue sempladurez ha paourente he ene : an toueller a dec'has hag Hon Zalver a 'n em ziskouezas d'ezi, stag ouz ar groaz.
- Pelec'h, eme Gatel, e oac'h, Otrou, epad ma oa sôtret ma spered gant ar skeudennou divalo-ze ?
- 'N ez kalon, ma rnerc'h, a lavaras Jezuz, hag e oa eun dudi evidon gwelet pegen start e talc'hes d'in epad ar stourmad-ze.
Seul-vui oa arru mat gant Doue ha seul-vui oa kasaet gant an drouk-spered. Eun devez, hag eleiz a dud a oa war al lec'h, e oe stlapet en eun tan bras. Mes n'he devoe droug ebet. Ar re a oa eno a chome sebezet : « Oh ! emezi, n'eo ket ar boan d'ac'h ober van. Al loen fall eo a zo o c'hoari e benn ! » He dudi oa tostât ouz tol ar zakramant, ha bemde e kommunie. Testou o deus anzavet bezan gwelet an hosti sakr o tec'hel eus adre bizied ar beleg hag o nijal, anezi he-unan, war muzellou Katel daoulinet ouz an dôl zantel.
He flijadur oa ober aluzen, klask ar beorien inezus ha kas d'eze, dre guz, ar pez a c'helle o zikour en o ezommou. Hi, ha ne oa bet biskoaz en skol ebet, p'en em lakas da gelenn he c'henvroïz, war ali ar Spered-Santel, a lakas an hollmantret, ken uhel oa he gouiziegez. Eviti, hent ar zantelez oa karet Doue ha gouzanv abalamour d'ezan.
A bep tu e teued d'he selaou. En Sienn e oa trouz etre ar familhou brasan; Katel o lakas d'en em glevet ha d'en em garet. Ar pez a rê he zristidigez oa gwelet an nebeut a emgleo a oa neuze war an douar : ar rouanteleziou ne rent nemet en em heskinat hag ar boblou en em zispenn.
Da varo Beneat XI, ar gardinaled, en em dastumet en Perouz, a zavas war Grador sant Per Bertrand de Got, arc'heskob Bourdel, a gemeras an hano a Glemant V. Kurunet e oe en Lyon, d'ar 14 a viz du 1305. Yan II, duk Breiz, hag a oa krog en penn marc'h ar pab neve d'ober tro kêr, goude lidou ar gurunedigez, a oe flastret dindan eur voger a gouezas gant ar bec'h tud a oa warni, hag a varvas daou zevez goude; ar pab a oe diskaret diwar e aneval. Skeuden drist eus ar gaou a reas ive ouz galloud an lliz ar pabed a bellaas o c'hêr diouz be sant Per. Pemp dustu (1), dre ma kavent e oa re a drouz en Rom, a vevas eu Avignon. Koulskoude, kêriz Rom a glemme. Katel a deuas a benn da lakat Gregor XI (1370-1378) da zizrei da gêr goz ar pabed. Pôtred Floranz a glaskas miret outan; 10.000 Breizad a deuas prim a benn aneze. Gregor o fardonas, hag er bla 1377 e oa digemeret gant ar Romaned en kreiz al levenez hag ar bleuniou.
Urban VI, au hini a azezas war Gador sant Per war-lerc'h Gregor XI, a c'halvas Katel davetan hag a c'houlennas meur a wech he ali. Arôk mervel, he devoe an dristidigez da welet lliz Jezuz-Krist rannet en diou gostezen : darn a anaveze evit pab Urban VI; darn-all, ha ne gavent ket Urban diouz o giz, o devoa hanvet eun all, Klemant VII. An diou gostezen-ze a dlee padout nao bla ha tregont.
Ma en dije Urban VI heuilhet prim awalc'h an aliou mat roët d'ezan gant Katel, n'eo ket lavaret e vije bet padet an dizunvaniez keit ha ma padas.
« Oh ! ma Doue, a lavare alïes ar verc'h santel, bruzunet ma eskern, mar karet, mes selaouet ar pedennou a gasan warzu ennoc'h evit ho Vikel ! »
Mervel a reas da dri bla ha tregont, d'an 29 a viz ebrel 1380. Pi II he lakas war roll ar zent, eur bla ha pevar-ugent hepken goude he maro (1461). Pi IX, d'an 13 a viz ebrel 1860, he hanvas da eil patronez Rom.
------------------------
KENTEL
Dizro ar Pab
Sant Per, dibabet evit bezan penn an lliz gant Hon Zalver Jezuz-Krist. a deuas da chom da Rom (42) hag a varvas eno (67). Eskibien Rom eta, hag i hepken. a zalc'h plas sant Per hag a vir e c'halloud.
Ar pab eo eskob Rom, hag en amezeriou trist m'en deus bet renket tec'hel ac'hanz, e c'helle lavaret gant gwirione : «Rom n'eman mui en Rom : Rom a zo en he fez elec'h m'emon o chom. »
Ar pab a zo e gêr en Rom; eno eo den an holl, dre n'eman dindan den ebet; eno, ar gristenien, n'eus forz eus pe vro e teuont, a 'n em gav holl er gêr, pa vezont en e di; er-mêz eus a Rom, ar pab en deus doare da vezan den ar bobl a ro digemer d'ezan, hag e koll evelse eus e c'halloud.
------------
(1) Klemant V (1305-1314=; Yan XXII (1316-1334); Beneat XII (1334-1342);
Klemant VI (1342-1352) ; Innosant VI (1332-1862).
*******
Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage : |