retour à la page d'accueil

pages 377, 378

Pages 377, 378

*******

Kentan devez warn-ugent a viz Mae

Sant Felix a Gantalis

Lean eus a Urz sant Fransez (1513-1587)

--------------

elix a c'hanas en Kantalis, en harz an Apennen, er bla 1513. E dud a oa paour hag a veve diouz an tiegez a oa gante.

Felix, dal ma c'hallas ober eun dra bennak, a oe Iaket da ziwall al loened war ar mêz, hag eno e chome pell da bedi en harz troad eun derven en devoa grêt eur groaz en he feilhasken.

Da zaouzek vla ec'h eas da vesaër da di eun ôtrou, Mark Tulle Pichi e hano.

Klevet an oferen ha kommunian a rê alïesan m'helle. Pa oe krenvoc'h, e krogas en lost an alar hag otaer a rê evit ar gwellan kement tamm labour a veze fiziet ennan. Miret a rê yuniou an Iliz, daoust ma laboure epad an de; enebour touet oa d'ar geier ha d'an drouk-prezegerez.

Da dregont vla, ec'h eas en Urz sant Fransez; d'ar re a glaske e ziarbenn da vont ennan, war digare m'oa striz, e lavare : « Kouls eo ganin bezan manac'h penn-kil-ha-troad, kement ha bezan. »

Pevar bla goude, e oe kaset da Rom hag eno e oe kester epad daou-ugent vla. Epad ma veze oc'h ober e dro, e lavare, beb an amzer, d'e genvreur : « Ah ! ta ! ma breur, ar chapeled en dorn, an daoulagad war an douar hag ar spered en nenv. »

Ar zuliou ha goueliou, e tremene e amzer oc'h ober tro an hospitaliou, da welet ar glanvourien a veze enne.

N'eo ket spered eo a vanke d'ezan. Eun devez, ar brinsez Kolonna a 'n em gavas gantan. Prometet en devoa d'ezi kroaziou, ha goude en devoa renket o rei da re-all. Ar brinsez a lavaras d'ezan, en eur vousc'hoarzin :

- Setu aze hag a zo brao, ma breur, prometi ha chom hep rei.

- Nag a dreo, eme ar breur Felix, hag a brometomp da Zoue hag a chomomp hep rei d'ezan goude !

Sant Philip Neri hag hen a oa daou vignon bras; alïes en em gavent an eil gant egile; eun doare o devoa d'en em zaludi ha n'oa ket henvel ouz hini an dud-all, rak elec'h souheti yec'hed an eil d'egile, e souhetent an eil d'egile gouzanv poan evit Jezuz-Krist.

Pa gave peorien mezus, e rê an dro evite, gant muioc'h a aked eget pa veze oc'h ober evitan e-unan; dre e aluzennou, e tennas evelse eleiz diwar hent an dizenor hag an dizesper.

Yun a rê diwar bara ha dour, de arôk goueliou ar Werc'hez, hag evel sant Fransez, e rê eur c'hoaraïz a-bez en he enor, adalek gouel Per ha Pol betek gouel Maria Hanter-Est. Eur rozêra a lavare bep sadorn hag eur chapeled en deveziou-all. Kement a zevosion en devoa da hano Jezuz ma lavare anezan en pep lec'h hag en pep mare.

Pa gave bugale war e hent, e lavare d'eze : « Lavaret Jezuz, bugale, lavaret holl Jezuz. » Awechou-all, e rê d'eze lavaret : « Deo gratias ! »

Ar vugale a oa deut ha ne oa ket ezom da c'hourc'hemenn d'eze; dal ma welent ar breur Felix, e youc'hent a-bouez penn :

- Deo gratias, breur Felix, Deo grattas !

Hag hen a dride e galon hag a deue an daerou en e zaoulagad hag a responte ive krenvan m'halle :

- Deo gratias, ma bugale ! Doue d'ho pennigo ! Deo gratias !

Pa gleve lenn ar Basion d'ar zun santel, e ouele kement ma c'hlebie al leuren endro d'ezan.

Rei a reas e ene d'e Grouer, d'an 18 a viz mae 1587.

E gorfi, hag a oa kaledet ha rouzet gant an amzer, a deuas raktal goude e varo da vezan gwenn ha tener evel hini eur bugel; miret eo c'hoaz en e bez en iliz menec'h sant Fransez, en Rom.

E hano a oe laket war roll an dud eürus gant ar pab Urban VIII, er bla 1625, ha war roll ar zent gant ar pab Beneat XIII, er bla 1724.

_____________

KENTEL

Ar beorien mezus


Paourente a zo e-touez an dud; darn a zo hag hen diskoue; stankoc'h eo ar re hen kuz; ar gristenien o deus eun tamm peadra a dle anaout ar re a zo o vevan endro d'eze ha ne gredont ket astenn an dorn.

Ober a reont d'ar beorien mezus-ze ar vad a c'hellont, n'eo ket hepken heb hen embann, mes en eur guz o madoberou gant kement a evez hag a laka re-all da goach o fec'hejou.

« An dorn kle, eme Hon Zalver, ne dle ket anaout al largente a skuilh an dorn deou. »

Arôk rei, ne zellont ket pe eman ar re o deus ezom diouz o c'hostezen pe n'emaent ket; sellet a reont ouz ar baourente hag ouz netra ken; ober a reont evel an Otrou Doue a lak e heol da baran war ar re vat ha war ar re fall, hag evel Jezuz-Krist, a skuilhas e wad evit an dud holl.
.

*******

Geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica