retour à la page d'accueil

page 398

Page 398

*******

SANT JORAND

Ermit (XIVet kantved)

----------

n 28 a viz mae, e rêr ive gouel sant Jorand, an eus en parouz Plouek eur pelerinaj brudet hag eun iliz hanvet an Iliz-Kaer..

En Gouanac'h e oe ganet. Goude maro e dad, e teuas gant e vamm da chom da Gergrist, en Plouek, hag e kavas eno eur mestr mat d'hen kelen. Pa gollas e vamm, e savas eur peniti en kichen chapel an Drinded. E amezeien, tud fallakr, a reas d'ezan kuitât al lec'h-ze ha mont da glask digemer gant menec'h Sant-Juhec, en Pedernek. Eno ar zant a oe beleget hag a renas eur vue leun a skouer vat. Koulskoude, Plouegiz n'o devoa ken nemet gwall-chans abaoue m'o devoa e argaset; dont a rejont en prosesion da gerc'hat anezan :

Dirak Jorand, er manati, 

Deus daoulinet, 'n eur hirvoudi, 

Evit goulenn, a galon vat, 

Gant an den santel, o mennad.

Ar zant a dizroas gante hag a zavas eur manati en Drinded. Goulenn a reas, 'rôk mervel, ma vije beziet en tu deou da ôter e iliz; ac'hane e skuilh bepred war e genvroïz madelezou a bep seurt.

Sant Jorand a zo pedet evit al loened korn, en zonj eus ar burzud a lavarer e reas, pa oa c'hoaz krennard, o renti ar vue da vioc'h e vamm bet laeret ha lazet gant eur vanden zoudarded.

Daou bardon ar bla a ve grêt en e enor : unan, de zul kentan an Azvent, egile, de zul an Drinded. Ar pelerinaj-man a bad eiz de hag a zo darempredet gant pelerined a bell-bro. (1)

(I) Tenniet dîwar vue sant Jorand. gant an ôtrou .J. Le Coc, person Ar Roc'h.

*******

 

i

Chapelle Saint-Jorand, à la Belle-Eglise, en Plouëc

Photo JC Even. 

Lien direct sur la page de l'encyclopédie Marikavel consacrée à Plouëc : Plouec-du-Trieux.

Geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica