retour à la page d'accueil

pages 399, 400, 401

Pages 399, 400, 401

*******

Navet devez warn-ugent a viz Mae

Hon Zalver Jezuz-Krist o pignal en Nenv

--------------

Pa zonjan en nenvo

Hag ctrezek ma bro,

Nijal di a garfen

Eve! eur goulmig wenn.


aou-ugent devez goude ma oa savet eus a varo da veo, Hon Zalver Jezuz-Krist a gimiadas diouz e ziskibien, a vinnigas aneze hag a bignas en nenv. 

Petra eo an nenv ? 

Epad m'eo bet war an douar, Mab Doue n'en deus ket paouezet, kouls lavaret, da gomz d'imp eus bue ar bed-all, ar vue a bado da viken. Laket en deus anezi kenver ouz kenver gant bue ar bed-man ha diskouezet en deus e oa pell arôk houman.

Bue ar bed-all, emezan, a zo henvel ouz eur berlezen bresius a laker an holl denzoriou-all en gwerz evit he frenan. Lavaret en deus n'e ket mat d'imp kaout aon rak ar re a laz ar c'horf ha n'hallont ober netra d'an ene; lavaret en deus e tleer ' n em ziskouez dizamant en kenver ar c'horf, ma lak an ene da goll e vue; lavaret en deus e pigne etrezek e Dad evit pourchas d'imp hon flasou; lavaret en deus 'n em raje e-unan servijer e zent, evel ar mestr, hag eur wech deut d'ar gêr, a ra da dud e di azezan hag a ' n em lak e-unan d'o zerviji. Eur gomz-all nerzusoc'h c'hoaz a lavaras de ar Yaou-Gamblid, diouz an noz : «Ma Zad, me fell d'in e vefent ganin el lec'h mac'h on.» Ar gomz-ze a lavar ez eus eun nenv, ha diskouez a c'haller drezi petra eo.

***

Bezan gant unan bennak, na pebez komz dudius, nag ês gouzout petra c'hoantaer lavaret drezi !

Bezan gant unan bennak a zo bevan er memes ti gant eun all, mes an dra-ze a zo, dreist-oll, kaout ar memes doare da welet, rannan al levenez, rannan an anken, lakat daou ene d'ober unan.

Setu petra eo bezan gant unan bennak. Tud a zo, hag eleiz siouaz, hag a vev kichen ha kichen ha n'emaent ket, daoust da ze, an eil gant egile. 

Ar pez a c'houlenn Jezuz-Krist, ar pez a fell d'ezan eo e vefemp gantan el lec'h m'eman. Epad hon bue war an douar-man, hon lezen eo chom gantan evit en em zantelât, gantan mestr, gantan skouer, gantan eienen pep sklerijen ha pep nerz. Ar pez a zo hon lezen er bed-man a vezo hon lezen er bed-all; bezan er bed-all a zo bezan gant Jezuz-Krist dizroet daved e Dad hag hon Zad, daved e Zoue hag hon Doue.

Bezan en nenv, a zo bezan gant Jezuz-Krist, e welet, e anaout, e glevet, e gompren; mont eus an denvalijen a zo dastumet, gant ugent kantved, etre hen ha ni, ha n'omp ket bet gouest da zispenn, kaer hon deus bet studian  'n em gaout dirak Jezuz-Krist evel unan eus tud e amzer; komz outan evel ma rê ar re a gare anezan ar muian hag a oa karet ar muian gantan, Mari, e vamm, sant Yan, santez Mari-Madalen. Ha c'hoaz an dud-ze, mignoned muian-karet Mab Doue, n'o deus ket anavezet Jezuz-Krist, war an douar, evel ma refomp-ni er bed-all.

Gwelet a refomp e c'hened evel den, hen ar c'haeran eus bugale an dud, evel a lavar d'imp an lliz.

Gwelet a refomp e vue, adalek kraou Bethleem betek Mene-Kalvar; selaou a refomp pep-hini eus e gomzou; gwelet a refomp pep-hini eus e oberou; gwelet a refomp an digemer a rê d'an dud a deue d'e gaout, e vadelez evit ar re vihan hag ar re baour, e drugare evit ar glanvourien hag ar bec'herien; gwelet a refomp pegen bras ha pegen yen oa dirak an dud fall, an dud chouchet, an dud klouar n'int na tomm na yen, na mat na fall.

Mont a refomp betek goueled e ene; gwelet a refomp pegen bras oa e zoujanz en kenver e Dad, pegen bras e c'hoant da zenti outan bepred ha daoust da bep tra, betek ar maro war ar groaz; pegen bras e garante en kenver an dud.

Ha goude bezan e welet evel den, e welf'omp anezan evel den-Doue, ken den ha ni, ha dennoc'h, ken Doue hag an Tad hag ar Spered-Glan; gouzout a refomp gwelloc'h petra eo eun Doue ' n em c'hrêt den, ha pegement a enor a deu da gorf ar C'hrist, dre m'eo unanet gant natur Doue.

Eur wech m'hon devo anavezet an den m'eo Jezuz-Krist, Jezuz-Krist hon c'hemero hag hon c'haso gantan en kerc'hen Doue e-unan : « Ma Zad, me fell d'in e vefent el lec'h mac'h on. »

Ha pelec'h eman ar Mab, ma n'eo ket en kreiz an Drinded eo ?

Eno eta eo e fell d'ezan hon c'has gantan, nan, mar keret, m'hon defe kement a wir da vont eno hag en deus hen e-unan, mes mont a refomp koulskoude, abalamour ma fell d'ezan, ha kemer a refomp peurz en bue Doue e-unan. (1)

Aman ne welomp Doue nemet dre e skeud; eno e wel-fomp anezan dre e sked, « tâl ouz tâl, evel m'eman. » (2)

Evit en em gaout eno, eo red d'imp kaout eur galloud ha n'hon deus ket : eur spered lemmoc'h evit an hini hon deus, eur galon tommoc'h evit an hini a zo en hon c'hreiz, evel m'eo red d'an er (3), roue al lapoused, kaout diouaskel ledan ha nerzus da nijal etrezek an heol.

Jezuz o roïo d'imp; drezan, ennan ha gantan 'n em gavfomp gouest da dizout Doue.

Eur skeuden a lako ar wirione-ze da vont donoc'h en hon spered.

Setu aze eun den ha n'eo bet er skol biskoaz, n'en deus deskadurez ebet. Komzet d'ezan eus kaerder eun ton, kaerder eur skrid, kaerder eun dôlen, kaerder eur brezegen; selaou a raïo ac'hanoc'h, mes n'ho kompreno ket. Galloud da anaout a zo ennan, koulskoude, mes ar galloud-ze a zo kousket. An den-ze, ma vije digoret e spered, a deuje da gompren an treo ha da vezan gouest d'o barn.

Evelse, ni ive a zo en hon eneou, hadet enne da ze hon badeziant, eur galloud dispar ha dianav evit c'hoaz : galloud da welet, galloud da garet. Pa deuio ar mare, dal ma paro warnomp

An heol ne ve morse mantellet gant an noz,

Hag a sklera dalc'h-mat liorzou ar baradoz,

ar galloud-ze, kousket epad ar vue-man, a ziwano, a vleunio, evel ma tiwan ha ma vleuni pep tra d'an nevez-amzer, hag hon graio gouest da welet ha da garet Doue, dre Hon Zalver, an Otrou Jezuz-Krist.
Hag an dra-ze a vezo an nenv.

(1) St-Per, I. 4. (2) St-Pol, 1. Cor. XIII, 12. (3) Aigle e galleg.

*******

Geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica