retour à la page d'accueil

pages 409, 410, 411

Pages 409, 410, 411

*******

Kentan devez a Vezeven

SANT RONAN

Eskob (VIet kantved)

-------------


n ôtrou Ronan binniget a oa ganet en Iverzon; unan oa eus an tric'hant hanter-kant eskob konsakret gant sant Patrik.

Ar c'hoant en devoa da vevan pell diouz an dud ha tost da Zoue a reas d'ezan treuzi ar mor evit dont da Vreiz-Izel. Douaran a reas en Aber-Ildud ; ac'hane ec'h eas hed-a-hed an draouien betek al lec'li m'eman breinan ar gêr a zoug e hano, Lokronan (1). Eno e chomas eur pennad, mes pa welas ec'h ee brud e zantelez dre ar vro, e kemeras an tec'h hag ec'h eas d'en em guzan en koat Neved, en Bro-Gerne.

Sevel a reas e beniti en penn an nec'h ar c'hoat-se, ha diwar dreuz e zor e wele Kemper, Mene-Hom hag ar mor glas. E amezeien a rê o gonidegez diouz o loened; Ronan a zeskas d'eze en em zizober diouz ar bleidi a rê kalz a c'haou oute. En doare-ze e teujont da lakat o fizianz ennan. Paganed a oant; Ronan a lakas sklerijen ar fe da zevel warneze.

Eun den a oa hag a deue alïesoc'h eget ar re-all war e dro, da glevet gantan komzou Doue. Mes Keban, e vreg, a gave d'ezi e kolle e amzer, ha ne oa ket evit gouzanv an darempred-ze. Ne oa ket awalc'h d'ezi gourdrouz he gwaz; mont a reas eun devez da gaout ar zant d'ober trouz, d'ezan. Kas ' reas, zoken, dre ar vro, ar vrud en devoa Ronan ar c'halloud da drei en blei, bep loar neve, hag e tebre ken buhan, er c'hiz-ze, an dud hag al loened : « Red eo e lazan, emezi, pe lakat holl chas ar c'harter war e lerc'h. »

Goude bezan savet ar gont-se, e kuzas he merc'h vihan en eun arc'h hag ec'h eas da Gemper da gaout ar roue Gralon, da damall Ronan da vezan debret he c'hrouadur.

Ar roue, ouz he c'hlevet, a gredas e oa gwir ar pez a lavare, hag a roas urz da lakat digas an den santel d'e lez. Pa zigouezas, e reas e stagan ouz eur wezen ha loskel warnezan daou bez ki, naon du d'eze. Ronan a reas eur groaz war e galon hag a lavaras a vouez uhel : « Sentet ouz Doue ! »

Raktal an daou aneval a dec'has en eur harzal. Gralon sebezet a lavaras d'ar zant :

« Servijer galloudek an Otrou Doue, arabad d'ac'h kaout kas ouzomp, ni ho ped; grêt hon deus d'ac'h 'n em skuizan o tont betek aman; stlapet hon dens ac'hanoc'h d'ar chas da zrailhan; dallet oamp gant geier ar pez fall-ze. Ha breman, na petra vad a refomp d'ac'h, p'eman Doue a-du ganac'h ? »

Ar zant a respontas :

Netra vad me ne c'houlennan, 

Nemet true d'ar wreg Keban : 

He bugelig n'eo ket maro, 

Ganti en arc'h oe klozet beo.


Pac'h ejod da welet, e oe anavezet ne oa nemet re wir ar pez a lavare. Neuze :


An Otrou Gralon hag e dud,

Souezet bras gant ar burzud,

'N em strinkas dirak sant Ronan

Da c'houlenn pardon digantan.


Evit tec'hel adarre arôk ar vrud, ar zant a 'n em dennas en Hillion, en koste Sant-Brieg, elec'h ma varvas.

E gorf laket en eur c'har, daou ejen goue stag warnan, a oe digaset da zebelian da beniti koat Neved, a vezo hanvet hiviziken Lokronan.

Keban, pa welas ar c'har o tont, a grogas ar gounnar enni; gant he golvaz e torras korn unan eus an ejenned hag e lôskas pep seurt malloziou war he enebour maro :

N'oa ket he genou peur-zerret,

Pa oe gant an douar lonkel,

E-touez moged ha flammou tan,

El lec'h a c'halver Be Kehan.


Korf sant Ronan a oe sebeliet gant lid bras er peniti santelaet gant e bedennou hag e binijennou; divezatoc'h, war-dro ar bla 1500, e oe savet eno eun iliz vras, unan eus ar re gaeran a weler en eskopti Kerne.

Bep c'houec'h vla, e rer, en Lokronan, ar prosesion hanvet an Tromeni, endro da goat Neved; ter leo hent a zo d'ober; dre bemp parouz e tremener; eun hanter-devez bale evit ar pempzek hag ugent mil den a ve ouz e heul. Er bla 1905 eo bet grêt kentan Tromeni an XXet kantved.

-----------------------
(1) Leveret Lokornan.

*****

KENTEL

Ar pennou fall

Tud a zo, sperejou diês, ha ne ouzont ket kemer au tu, na d'en em glevet gant ar re a zo endro d'eze, na d'en em glevet gante o-unan; bepred emaint klemm klemm, bepred o flipata Per ha Pol ; reuzeudik int evel ar vein; chachan reont ar c'har war o c'hein; lakat a reont ar re-all da vezan er gwask abalamour d'eze. Truezus eo o doare; red eo o gouzanv ha pedi evite; rak bugale Doue int ive, daoust da bep tra.

Pa gomzas Doue evit ar wech kentan d'e zervijer bras Moyzez, e komzas d'ezan dre douez eur voden spern entanet, ha pa roas d'ezan tôlennou al Lezen, e roas aneze d'ezan diwar mene ar Sinaï goloët a goumoul hag a dan.

Ha Moyzez a dostae gant doujanz ouz al lec'hiou-ze, ne dleent koulskoude, diouz o gwelet, nemet ober aon ha strafuilh d'ezan.

Perak gant doujanz ?

Ar Skritur-Zakr hel lavar d'imp : « An Otrou a oa war lein ar Sinaï; an Otrou a oa en kreiz ar voden entanet! Dominus in eis, Dominus in Sina. Domimis in medio rubi. »

Evelse e tleomp ober d'hon nesan, d'ar re o defe sperejou diês; ne dleornp ket chom heb o c'haret, rak skeudennou Doue int; Doue a zo enno : Dominus in eis.

*****

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica