retour à la page d'accueil |
pages 416, 417, 418
Pages 416, 417, 418
*******
Pevare devez a Vezeven
Sant Fransez Karaksiolo
(1563-1608)
--------
skanio Karaksiolo dre e hano kentan, a oa ginidik eus a gêr Sancta-Maria, eus eul ligne uhel a rouantelez Napl. Abred e tiskouezas kaout eur garante vras evit ar Werc'hez, hag e tileze ar c'hoariou evit mont a-goste da lavaret e rozera. E zorn a veze bepred digor da rei aluzen d'ar paour, hag alïes e kave an dro da viret eun dra bennak eus e brejou da rei d'eze. E vamm, zoken, a renkas teuler evez warnan, rak kentoc'h eget lezel ar beorien hep tamm, e vije chomet e-unan. E c'hoant brasan oa derc'hel distlabe saë wenn e vadeziant, hag evit trec'hi war e blegiou fall e klaske bepred an tu da skwizan e gorf. N'oa ket awalc'h d'ezan diwall mat e ene, klask a rê ive, en pep doare, lakat an nesan d'ober eveltan.
D'an oad a zaou vla warn-ugent, e gorf a oe goloët a lorgnez, hag en eun tol, ar c'hlenved euzus-ze a lakas anezan da goll nerz ha gened e yaouankiz. Elec'h en em jalan, e trugarekaas Doue da vezan diskouezet d'ezan pegen buhan e tremen madou ha koantiri ar bed, hag e roas e c'her d'en em westlan d'ezan, ma teuje adarre da gaout ar yec'hed. Doue ne c'hede nemet an dra-ze eus e beurz, ha kerkent ar zant a bareas. Derc'hel a reas d'e c'her, ha prest goude ec'h eas da Napl da studian ar skianchou sakr.
Daou vla goude e oe beleget. En em deuler a reas da gelenn ar beorien, ha dreist-oll, an dorfetourien kondanet d'ar maro.
Eun devez ma oa o pedi, e oe roët d'ezan eul lizer war e hano, eus abeurz e eontr Fabrisio Karaksiolo. E eontr e bede da vont d'e di d'en em glevet gantan ha gant eun all hanvet Adorno, evit sevel eun Urz neve a venec'h.
Mont a reas kerkent d'o c'haout. Ouz e welet, Fabrisio hag Adorno a oe souezet. N'eo ket d'ar zant, mes d'eur c'henderv d'ezan hag a zouge ar mmes hano gantan eo e oa al lizer. Gwelet a rejont eno dorn Doue, hag en em dennjont o zri er-mêz eus kêr, evit klevet gwelloç'h mouez Doue er sioulder, ha kemer kuzul an eil digant egile diwar-benn ar reolen a dleent rei d'an Urz neve. Eur wech grêt ar reolen, Adorno hag Askanio a gemer hent Rom da ziskouez d'ar pab o labour ha da c'houlenn digantan e vennoz. Sixt V a oa neve savet c'hoaz war Gador sant Per. Digemer vat a reas d'an daou zen santel lha kaout a reas mat o reolen hag ar pez a c'hoantaent.
Distrei a reont da Napl, d'en em stagan d'al labour, ha kaout a reont eun nebeut tud yaouank bodet endro da Fabrisiano. D'an 9 a viz ebrel 1589, e rejont holl o veuiou, hag Adorno a oe laket da zuperior. Diwar an de-ze, Karaksiolo a gemeras an hano a Fransez, abalamour d'an devosion en devoa evit sant Fransez Asiz.
Adorno a varvas daou vla goude, ha Fransez a oe laket da zuperior war e lerc'h. War c'hoant ar pab, ec'h eas d'ar Spagn gant eun nebeut menec'h. Ar roue o digemeras mat, hag a roas d'eze eun ti. An dud a lez, pa glevjont petra oa c'hoarvezet, a reas d'ar roue dizrei war e lavar ha gourc'hemenn d'ar venec'h-ze kuitât ar vro a-benn dek devez.
Dilezet gant an dud, Fransez a droas ouz an Otrou Doue. Selaouet a oe, hag ar roue, elec'h e deuler er-mêz eus ar vro, a roas d'ezan urz da chom.
Grêt e labour gantan er Spagn, Fransez a zistroas d'an Itali, hag e kendalc'has da vezan evit e venec'h eur skouer a bep seurt vertuziou. E holl amzer, en de, a dremene er beden, hag alïes, zoken, an darn vrasan eus an noz; e gorf a gastize dre ar yun hag ar binijen. Er bla 1607, war e c'houlenn, e oe laket eur superior-all en e blas. Diwar neuze, e vevas en eun toull dindan ar vins. Eno, meur a wech, kannaded ar pab a deuas da ginnig d'ezan ar garg a eskob.
« Nan, nan, emezan, en toull-man eo e fell d'in ober ma zilvidigez. »
Mervel a reas d'an 4 a vezeven 1608. N'en devoa c'hoaz nemet pevar bla ha daou-ugent. E gorf a oe kaset da Napl, hag ar burzudou a c'hoarvezas war e ve a lakas ar pab Pi VII d'hen merkan war roll ar zent, er bla 1807.
-------------
KENTEL
Pegen diboell eo an den !
An den a zo krouet evit sovetât e ene.
Diboell (1) eo eta ha foll an neb a red war-lerc'h danve hag a deûz, hag a lak enne e fizianz.
Diboell eo an neb a glask enoriou hag a 'n em skuiz evit kaout brud.
Diboell eo an neb a glask an tu da vevan pell, hep klask an tu da vevan gwell.
Diboell eo an neb a zo e holl breder gant an treo a vreman, a voenv en eun hunvre, ha ne ra netra da dizout an eürusted a bado da viken.
Laket alïes en ho spered ar gomz fur-rnan : « Lagad an den ne
skuiz ket o welet, nag e skouarn o selaou, » ha labouret da zistagan ho kalon diouz an treo a
welet, evit he stagan ouz an treo ne welet ket. Rak ar re a heuilh an hent a zigor
d'eze o skianchou (2) a zôtr o ene hag a goll gras Doue.
-----
(1) Jezuz-Krist skouer ar Gristenien ; Levr I, kentan pennad.
(2) Skianchou. facultés, en galleg.
*******
Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage : |