retour à la page d'accueil

 

pages 480, 481

Pages 480, 481

*******

 


Eil devez a viz Gouere

Ar Werc'hez Vari

o vont da welet he c'hinitervez santez Elisabeth

*******


Ar mor a levenez a veuzas kalon an Itron-Varia pa lavaras an êl d'ezi e lake Doue war he zâl an diou gurunen a Vamm hag a Werc'hez, ne reas ket d'ezi ankouât e gomzou divezan diwar-benn Elisabeth.

Rak-se, dal ma kavas he zu, ec'h eas en hent, hag e reas, war eun azenez, marvat, an ter pe beder leo ha tregont a oa etre Nazareth, he c'heriaden, ha Youtta, hini he c'hinitervez, hag o vezan êt en ti Zakarias, e saludas Elisabeth.

Kerkent ma klevas houman salud Mari, e oe leuniet gant ar Spered-Santel; he c'hrouadur a dridas en he c'hreiz, hag e lavaras gant eur vouez krenv :

- Binniget oc'h dreist an holl gwrage, ha binniget eo ar krouez eus ho korf.

»Hag eus a belec'h e teu kement-man d'in, ma teu Mamm ma Otrou betek ennon ? Rak kerkent ha m'eo bet skoet ma diskouarn gant ho mouez ouz ma saludi, ma bugel en deus tridet gant levenez em c'hreiz. Eürus oc'h pa hoc'h eus kredet, rak digouezet eo kement a zo bet lavaret d'ec'h eus a-beurz an Otrou. »

Ha Mari, en eur Magnificat a darze eus goueled he c'halon, a veulas Doue, abalamour d'e vadelezou en he c'henver, abalamour d'e varnedigez war ar bed, hag abalamour d'e drugare en kenver Israël, skeuden an Iliz da zont :

- Ma ine a veul an Otrou, ha ma spered en deus tridet gant ar joa, en Doue ma Zalver.

»Rak tôlet en deus e zaoulagad war izelded e zervijerez : ha setu, dre ze, an holl boblou hiviziken am galvo eurus.

»An hini zo galloudus en deus grêt treo vras em c'henver, hag e hano a zo santel.

»E drugare a 'n em astenn a rumm da rumm, war gement hini a vev en e zoujanz.

»Diskouezet en deus galloud e vrec'h : kaset en deus da netra ar re a oa lorc'hus mennoziou o c'halon.

»Diskaret en deus ar re vras diwar o zrôn ; ha savet en deus ar re dister.

»Karget en deus a vadou ar re o devoa naon, ha kaset en goullo ar re a oa pinvidik.

» Savet en deus Israël e zervijer, deut sonj d'ezan eus e drugare.

»Herve m'en devoa lavaret d'hon tadou, da Abraham ha d'e ouenn evit bepred. »

Hogen, Mari a chômas war-dro tri miz gant Elisabeth, ha neuze e tistroas d'he c'hêr.

******

BOKED


Ma karet an Itron-Varia ha ma fell d'ec'h bezan karet ganti, bezet izel a galon : izelded a galon ar Werc'hez a lufre dre ar sioulder a ouïe miret, ha muioc'h c'hoaz dre ar c'homzou a lavare d'an arc'hêl Gabriel ha da zantez Elisabeth.

SANT BERNARD.

*******

 

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica