retour à la page d'accueil

pages 483, 484

Pages 483, 484

*******


Pevare devez a viz Gouere

SANT ULRIK

Eskob Augsbourk (893-973)

***********


Ulrik, ganet er bla 893, a oe savet en abati Sant-Gall, ha hanvet, d'e vla ha tregont, eskob en Augsbourk. Gouezidi a oa o paouez bezan bet oc'h ober eun dro er vro, hag o devoa hadet en e eskopti ar freuz hag an dismantr. Kentan tra a reas an eskob neve a oe sevel eun iliz ha rei d'an dud a oa tôlet war an douar noaz, peadra da zevel eus o dienez.

Lakat a reas ive sevel, endro da gêr, mogeriou ledan hag uhel, evit miret ouz ar gouezidi d'ober ken kement a c'haou ouz Augsbourkiz evel m'o devoa grêt.

Nag an amzer fall, nag an henchou diês, nag ar rederien-bro ne virent outan d'ober tro e eskopti bep bla.

Bep c'houec'h miz, e vode e veleien endro d'ezan, evit en em glevet gante war an doare da gas an eskopti endro.

Doue a vinnigas ar boan a gemere da lakat ar zantelez da vleunian en eneou a oa en e garg, ha hepdale, e oe gwelet eur wellaën vras, ken en Augsbourk, ken er parouziou-all tro-war-dro.

War ze, e savas brezel etre an impalaer Othon hag e vab Ludolph; Ulrik a labouras kement d'o unani ma teuas enfin a benn eus e dôl, hag en doare-ze e lakas ar peuc'h en Alamagn a-bez (954).

Siouaz, ne chomjod ket pell evelse; er bla war-lerc'h, gouezidi an Hongri a gouezas adarre war Augsbourk, ken bras an niver aneze ma n'en devoa ar c'hosan den a oa war an douar gwelet arme ebet par d'o hini.

Ulrik a lakas eflzianz en Doue. Epad ma oa ar merc'hed o pedi en ilizou, hen, war mogeriou kêr, e zilhad iliz gantan, a gennerze e zoudarded. Herzel a c'halljont ouz o enebourien, betek ma teuas an impalaer Othon da gouezan war arme ar baganed, diouz dre, ha d'he flastran en eun hevelep doare ma n'hallas, kouls lavaret, hini anezi distrei d'e vro.

Othon e-unan a anzave, goude-ze, oad dleour eus ar viktor-ze da bedennou birvidik sant Ulrik. Erfin, goude bezan gouarnet e eskopti epad nao bla ha daou-ugent, o welet e tostae an heur evitan da vont da welloc'h bro, e rannas e holl beadra etre e veleien hag e beorien, nemet ec'h espernas e wele, eun tapis moger hag eun nebeut listri-tôl d'an hini a gemerje e garg.

Lakat a reas neuze skuilh ludu en kroaz war leur e zolier ha teuler dour binniget warnezan; gourvezet war ar groaz-ze e roas e ine d'e Grouer, d'ar 4 a viz gouere 978, oajet a bevar-ugent vla.

Sant Ulrik eo kentan sant kanonizet gant Rom : laket a oe war roll ar zent, ugent vla hepken goude e varo.

 

------------------------

BOKED

En gwirione, en gwirione, m'hen lavar d'ec'h, eme Hou Zalver Jezuz-Krist, ma c'houlennet eun dra bennak ouz ma Zad em hano, ho pezo anezan. Betek-hen, n'ho peus goulennet netra em hano; goulennet eta, hag e vezo roët d'ec'h, hag ho kalon a vezo bar gant al levenez.

AVIEL SANT YAN XVI. 23, 24.

*******

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica