retour à la page d'accueil |
pages 486, 487, 488
Pages 486, 487, 488
*******
C'houec'hvet devez a viz Gouere
Naontek Merzer Gorkom
(1572)
--------------------
Ar " Yeued (l)", diskibien Luther ha Kalvin, war digare diframman o bro adre galloud ar
Spagnoled, a rede ar Holland, o laerez an dud pinvidik, o rinsan an ilizou, o lazan ar veleien hag o flastran an hostiou konsakret ; estlammus oa klevet hano
aneze.
Duk Alb, gouarner ar vro, a reas lazan daou eus o fennou-bras, ar c'homt Horn hag ar c'homt Egmont (1568), hep gallout o diarbenn 'vit kelo ze, rak an droukan aneze, ar c'homt de la Mark, a chome c'hoaz hag a 'n em lakas da vont endro gwasoc'h evit biskoaz.
De war-lerc'h gouel Yan 1572, Gorkom, eur gêr a c'houec'h pe seiz mil den, a oe kelc'hiet gant e dud, hag en devez war-lerc'h, e kouezas dindan o galloud.
Doriou kêr ne oant bet digoret, koulskoude, nemet gant ar promese na vije grêt gaou ouz den ; mes eur wech mistri, ar Yeued ne zellent ket petra d'ober. Tapout rejont seitek beleg ha daou lean hag o stlepel a rejont er prizon, diouz an noz ; eur gwener oa ; ne oe kinniget d'eze nemet kig da zibri ; ar verzerien a gavas gwell chom hep tamm, eget terri lezen an Iliz.
- Pelec'h eman ho tensoriou ? a c'houlennjod neuze ouz an tad Nikolas Pik, superior menec'h sant Fransez.
- Ma zenzoriou, emezan, eo kaluriou ha listri sakr ma iliz ; o c'havet ho peus ; n'hon deus ket a densoriou-all.
- Geier a leverez, manac'h ! eme ar zoudarded, ha kerkent e oe krouget gant e c'houriz, dibradet diouz an douar, ha lôsket da gouezan ken ma kollas e anaoudegez.
Evit e beurachui, e oe savet ha harpet ouz ar voger, devet d'ezan e dâl, e valvennou, e ziskouarn hag e elgez (2) ; laket, an tan da bignal, dre e fronellou, betek e empenn, digoret d'ezan e c'henou da zevi e deod hag e staon.
Kri e vije ar galon ne ouelje o welet ober kernend-all a yudazerez d'eun den.
Ar merzer e gouezas a-blad e gorf d'an douar. Ar Yeued a grede oa rnaro mat : « Eur manac'h nebeutoc'h, eineze, en eur c'hoarzin ; ah ! setu aze, avat, eur pez kaer ! » Ha war ar ger-ze, en em dennjont ; awalc'h o devoa grêt evit an nozvez kentan.
(1) Les Gueux. (2) Elgez pe gronch. menton.
----------------------
Koulskoude, daoust pegen bourrevet oa bet, Nikolas Pik a zivatas
adarre.
En noz etre ar 5 hag ar 6 a viz gouere, e oe dihunet a greiz an noz, stlapet gant e genvreudeur en eul lestr ha kaset da Vril ; eno e oa ar c'homt de la Mark e-unan ouz o gedal.
Dal m'o gwelas, e galon en e greiz a dridas gant ar gounnar-ifern a oa enni : «Ah ! ah ! emezan, d'imp al lostennou griz hag al lostennou du ! Ped a zo ? Daou, tri, dek, naontek ; naontek nebeutoc'h ! » Hag e c'hoarze.
O tiskenn eus al lestr, ar verzerien a ganas an Te Deum. Unan aneze en devoa tri-ugent vla ; eun all, dek vla ha tri-ugent, eun all, dek vla ha pevar-ugent ; re-all a oa ar yaouankiz o vleunian war o zâl ; mes netra ne reas d'ar brotestanted kaout true oute.
D'an 8 a viz gouere, e oent digaset d'an ti-kêr, elec'h ma oe grêt an neuz d'o barn. Goulennet a oe oute ha kredi rênt er pab ? Leonard Michel, person Gorkom,, a respontas en hano an holl :
« Ya ! emezan, d'e varnerien, kredi reomp er pab, ha souezet omp e kavfec'h abeg eunomp abalamour da ze, c'houi etrezoc'h, protestanted, hag a lavar e tleer lenn er Skritur-Zakr ar pez a fell d'ar Spered-Santel. Ha ma fell d'ar Spered-Santel e lennfemp 'barz ar Skritur-Zakr eo Per penn an Iliz, perak n'hallfemp ket hen kredi ? Perak e roët urz da gredi pep tra, nemet an dra-ze ? »
Epad ar prosez, Yeued Gorkom a skrivas d'ar c'homt de la Mark da lavaret d'ezan e oa gwelloc'h, marteze, lezel ar brizonierien da vale.
« Petra, eme ar Judas-man, kerkent; an holl hiviziken eta a glasko rei d'in-me o urziou ? »
Gorkomiz, koulskoude, a c'hallas diframman tri eus ar prizon ; de la Mark, en e gounnar, a reas tapout pemp beleg-all en o flas,diwar-dro BriL hag en noz war-lerc'h, da eun heur diouz ar mintin, an unan warn-ugent prizonier a oe stlejet er-mêz eus kêr, betek Santez-Elisabeth, eur manati dismantret.
Eno e oa eun tamm kraou hanter disto, daou dreust ennan, unan bihan hag unan bras ; digaset a oe eur skeul, ha grêt d'an tad Nikolas Pik pignal enni da gentan ; ar merzer kalonek, goude bezan bet an absolven digant e genvreudeur, a vriataas hag a absolvas aneze : « Diskouez a ran d'ec'h hent an nenv, emezan ; heuilhet ac'hanon, ha goude bezan stourmet asambles, e vefomp kurunet asambles ! »
Eun den yaouank triouec'h vla, war an hent da vont da vanac'h, hag eun all kosoc'hik, a grogas aon enne rak ar maro hag a nac'has o Doue ; lôsket a oent da vale.
An naontek-all a oe krouget. (1)
Daou eus ar verzerien yaouankan a c'houlenne ma vije troc'het d'eze o c'hroug-las, mes o vezan ne felle ket d'eze nac'h o relijion, ne oe ket selaouet o feden. Naontek oant o tont eus Gorkom, ha naontek oant ouz ar groug.
Darn aneze a oe pell o vervel ; Nikez Johnson a oa savet an heol arôk ma tremenas.
Ne oe ket awalc'h d'ar zoudarded lazan ar verzerien ; a bep seurt dismegans a rejod c'hoaz goude-ze, d'o c'horfou, arôk o sebelian.
Er bla 1615, ar relegou a oe tennet en kuz eus an douar ha digaset da Vruxell.
Klemant X, d'ar 25 a viz du 1675, a lakas o hanoiou war roll an dud eürus. D'an 29 a vezeven 1867, evit goueliou triouec'hvet kantved merzerenti an ebestel Per ha Pôl, Pi IX o lakas war roll ar zent.
--------------------
B O K E D
C'houi a vezo eürus, eme Hon Zalver d'e ziskibien, pa vefet kasaet gant an dud hag
argaset, pa vefet disrneganset ha milliget, pa vefet heskinet, pa vezo
lavaret en gaou pep droug en hoc'h eneb, abalamour d'in, ha pa vezo distôlet hoc'h hano evel
fallakr, abalamour da Vab an den. En devez-ze, en em laouennaet ha tridet gant ar
joa, abalamour ma 'z eus evidoc'h eun digoll pinvidik en nenvou.
AVIEL SANT VAZE V. 11. 12.
(1) Setu o hanoiou :
Nikolas Pik, superior menec'h sant Fransez ; Godefroa van Duynen, eur beleg koz heb plas ; ha Korneli Wyek, eur breur fransiskan, a oe staget o zri ouz an treust bihan.
Jerom Werden, tad fransiskan ; Thierri Embden, beleg leanezed Santez-Agnes, Gorkom ; Nikez Johnson; Willad ; Godefroa Merville ; Anton Werden ; Anton Hornaër ; Fransez Roye ; Per Aska, o seiz eus a Urz sant Fransez ; Leonard Wichel, person Gorkom ; Nikolas Poppel, person eur barouz-all on Gorkom ; Yan Oosterwyck, beleg leanezed Santez-Elisabeth ; Yan Kologn, dominikan, person Horneër; Adrien Bekan, person Munster ; hag Andre Waller, person Heinort, a oe staget o fempzek ouz an treust bras.
'Jakez Lacop, kure Munster, o vezan ne oa ket a blas evitan ouz an treustou, a oe krouget ouz ar skeul.
**************
Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage : |