retour à la page d'accueil

pages 493, 494, 495

Pages 493, 494, 495

*******

Navet devez a viz Gouere

SANT GOULVEN

Eskob, VIet kantved

--------------

Daou Vreizad, daou bried, Glaoda ha Kologwenn, o tec'hel arôk ar Zôzon eus bro goz o zadou, a zouaras eun abarde war ôd Odena, en Léon. Dindan goad e oa neuze ar vro tro-war-dro; ti ebet war an teven, nemet eun tamm lochen, en Brenguruz. Eun den goue ha kri a oa o chom enni a refuzas lojeiz d'an daou zivroad; a refuzas d'eze, zoken, eur banne dour, daoust ma oa ar wreg yaouank o paouez lakat er bed ar bugel bihan a dlee bezan divezatoc'h sant Goulven.

An de war-lerc'h, koulskoude, e tiskouezas d'an ozac'h hent ar feunteun, hag e roas d'ezan eur pod da gerc'hat dour. Glaoda a gemeras ar wenojen a oa lavaret d'ezan, mes et eur pennad er c'hoad, ar roudou ne oant mui anat hag e chômas da redek epad an de, hep kaout ar pez a glaske.

Pa zizroas diouz an noz, en em dôlas d'an daoulin, an daerou en e zaoulagad, e-tal e bried hag e vugel hanter-varo, hag e pedas kalonek. An Otrou Doue a gemeras true outan hag a lakas da darzan, en e gichen, eun eienen a hanver feunteun sant Goulven.

Eun nebeut blaveziou goude, eun den pinvidik ha disher, e hano Gouzian, a gavas Goulvenig ken karantezus ma lakas e vezur, e zevel hag e skola, evel pa vije bet e grouadur. C'hoantât a rê, zoken, lezel gantan e beadra, mes ar bugel, troetoc'h war madou an nenv eget war madou an douar, a drugarekaas e vadoberour hag a 'n em dennas e-tal ar mor, en kreiz ar gouezeri, elec'h ma savas e beniti.

Eno e tremene e amzer etre ar beden, ar binijen hag al labour; ober a rê bemde eur bale endro d'e vinihi, gant tri boz e-tal ter groaz en devoa savet : kroaz Prat ar Wern, kroaz an Draou ha kroaz ar Gouerven. Eun den santel, e hano Maden, a deuas da vevan gantan, hag o-daou e stagjont da zigoadan eun dachen tro-war-dro d'o c'hêr; trevajou ken seder a zavas enni ma teuas Bretoned all da chom en o c'hichen hag a reas evelte. Hepdale, adalek meneiou Penn-ar-C'havr betek ar mor, elec'h koad ne oa mui neinet douar labour eus ar c'hentan.

Goulven, ne weler ket en deve bet grêt, koulskoude, kalz a anaoudegez gant hini ebet eus e amezeien, nemet gant ar Joncour, eus a Blouneour.

Eun devez, ar zant a lavaras d'e vignon Maden :

« Kê da gaout ar Joncour, hon mignon, ha lavar d'ezan :

» Setu aman petra lavar d'it Goulven : « Evit diskouez da vignoniach, digas d'in en prof ar pez az pezo dindan da zorn, p'en em gavo ma c'hannad ganit.»

» Ha n'eus forz petra vezo roët d'it gant ar Joncour, e trugarekaï anezan hag e tizroï hep sellet da brof arôk bezan dizro d'az peniti.»

Maden a gavas ar Joncour oc'h arat, ha bras e oe nec'hamant heman pa glevas ar goulenn a read outan, rak ne gave netra a-zoare da gas da C'houlven. A greiz oll, e kemeras ter bozad zouar, en hano an Tad, ar Mab hag ar Spered-Santel, hag e lakas aneze en bruched Maden, en eur lavaret d'ezan o c'has d'e vestr.

Maden a zizroas d'ar red, mes hepdale e oe red d'ezan mont goustatoc'h, rak kaout a rê e pouunerae e zamm hag e zaë a venne rogan dindan ar bouez. Ha setu hen ober eur zell war ar pez a zouge, ha gwelet oa troët an ter bozad douar en tri damm aour.

Eur skeuden goant eo hounnez, savet gant hon tud koz, evit lakat da vont don en hon spered ar vad a reas da Vreiz-Izel menec'h ha Bretoned Tremor. O teuler ar c'hoajou hag ar brouskoajou d'an traou, o tistrouezan hag o trei an douar, o deus tennet tensoriou anezan : dindan soc'h o alar, douar Breiz a zo bet troët en aour.

War a leverer, Goulven a oe grêt d'ezan, war e gozni, azezan war gador eskob Leon; mes o vezan ne gave ket ar garg-ze diouz e zoare, e tec'has hag ec'h eas d'en em goach en eul lec'h dizro eus eskopti Roazon. Eno e varvas hag eno e oe sebeliet. Brud e zantelez a yeas abred dre Vreiz-Uhel ha Breiz-lzel.

Chapeliou en e enor a zo, pe a zo bet, en Edern, en Caurel, en Lanvellec hag en Loc-Maria Plouzane. Diou barouz, Goulc'hen, en eskopti Leon, ha Goulien, en eskopti Kerne, o deus e gemeret da batron.

Er bla 1503, an ôtrou Mahyeuc, eskob Roazon, a roas da iliz Goulc'hen eun askorn eus brec'h he sant patron; an otrou de Visdelou. eskob Leon, a c'houlennas hag en devoe, evit Kastel-Pôl, eul loden eus relegou sant Goulven : parousianiz Taule, Pleyber, Sant-Thegonnec, Guiclan, Gwicourvest, Gwitevede, Sant-Nouga, Plouenan, Plougoulm, Cleder, Trelaouenan, Plouvorn, Sibiril ha Plouescat a gemeras-peurz, d'an 10 a vezeven 1668, er prosesion bras a oe grêt en minihi Sant-Pôl evit kas relegou sant Goulven, eus iliz Sant-Per, d'an iliz-veur.

Sant Goulven, en amzer goz, a roas skoazel d'e genvroïz eneb ar gouezidi a ziskenne war an ôchou; abalamour da ze, en em erbeder outan evit ma talc'ho da bellât gwalen ar brezel diouz hon bro gaer Breiz-lzel.

------------------


BOKED

Piou bennak a ro d'ar paour a ro da Zoue, ha gant eur c'honedigez vras : an neb a ro aluzen a ro nebeut a dra hag a reseo kalz : rei a ra eur skoëd, pe nebeutoc'h, ha reseo a ra eur rouantelez.

SANT YAN DAMASEN.

*******

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica