retour à la page d'accueil

pages 502-503

Pages 502-503

*******

Daouzekvet devez a viz Gouere

Sant Yan Gualbert

Ahad (***-1073)

-----------

Evel eur wezen hag a deu, en eur greski, d'ober skourrou hirr ha ledan, Urz sant Beneat, savet war Mene-Kasin, war-dro ar bla 529, a 'n em astennas 'dre ar c'huz-heol a-bez. En Bro-C'hall e welomp manati Kluny ha hini Sito, en Itali, hini Vallombreuz, brudet bras abalamour da strizder e reolen ha da zantelez e gentan abad, sant Yan Gualbert.

Yan Gualbert a oa ganet en Floranz, war-dro ar bla 1000, a dud a ouenn vras ha pinvidik. Er mare-ze e oa eleiz a freuz en Itali, hag eun devez, Hug, breur muian-karet Yan, a oe lazet. Yan n'en devoa mui nemet eur zonj : lemel e vue digant ar muntrer. Evit se, e kerze gant e vignoned, da Wener ar Groaz, o furchal ar mêziou. En eun tol en em gavas gant an hini a glaske, en eur wenojen ken striz ma n'helle tec'hel dioutan en tu ebet.

Yan a grogas en e gleze hag a zailhas war e enebour ; mes heman, raktal, a 'n em strinkas d'an douar, a lakas e zaouarn en kroaz ha, gant eur vouez glac'harus, e c'houlennas true, en hano Jezuz maro da genver an de-ze.

O klevet hano Jezuz, Yan a chomas a-zav, evel skoët ; trec'het oa gant gras an Otrou Doue, hag ar c'homzou-man a deuas eus e galon war e vuzellou : « Savet ha bezet dinec'h, ankouât, a ran ar boan ho peus grêt d'in ; » hag en eur vriata ar muntrer, e lavaras d'ezan : « Bezomp eta mignoned hiviziken ! » Kerkent e kerzas da vanati Sant-Miniat, a zo être Piz ha Floranz. Eno, en iliz, e oa eur groaz koad, ar C'hrist o vervel warni. Gualbert a zaoulinas dirak ar groaz-ze hag a ouelas dourek. Pa zavas diouz e heden, e welas penn Hon Zalver o soublan etre ter gwech etrezek d'ezan, gant eur mousc'hoarz tener. Ar burzud-ze a skoas eun tol ken pounner en e galon ma c'houlennas raktal bezan digemeret e-touez menec'h Sant-Miniat.

Bevan reas er manati, eürus evel eun êl, « oc'h evan eus eienen ar c'hras, evel ar bokedou a ev gliz an neve-amzer. »

Pa varvas an abad, o vezan gwelet eur manac'h o klask pignal en e garg dre laer, en em dennas en Kamaldoli, elec'h ma oa sant Romuald oc'h ober pinijen ; mes c'hoant Yan oa bevan dindan reolen sant Beneat. Abalamour da ze, ec'h eas da Vallombreuz, war meneiou an Apennen, etre Floranz ha Kamaldoli ; eno e tiazezas eur manati, hag ar reolen a roas d'e venec'h oa reolen goz sant Beneat, kalz strisoc'h eget an hini a heuilhed er manatiou-all.

Ar vrud eus santelez an abad a zigasas d'ezan tud a bep stad, hag en berr amzer, Vallombreuz a deuas da vezan « liorz Doue, gloar an Iliz ha magerez ar zent. » Evel eun eienen bepred krenv, e hade he menec'h dre ar bed. Yan a rene e holl vanatiou, evel eun tad madelezus bepred war evez da bellât an droug diouz e vugale, ha bepred ive prest da gastizan ar re ne felle ket d'eze senti. Eur garante divent en devoa evit an dud reuzeudik. Evit prenan bara d'eze, pa veze kernez, e werze gwiskamanchou oferen Vallombreuz.

Eun dudi oa e welet oc'h ober war-dro ar re a oa taget gant ar vosen, ha dre an Toskan a-bez, e kaved hospitaliou savet gantan evite.

Ober a reas ive ar pez a oa en e c'halloud evit ma vije torret, eus o c'hargou, an eskibien hag an abaded a roë arc'hant evit en em silan enne.

Kouezan reas klanv en Pasignano ; eno e varvas d'an 12 a viz gouere 1073, hag eno e oe sebeliet.

Laket eo bet en renk ar zent, er bla 1183, gant ar pab Selestin III.

---------------------


B O K E D

Mar karet ar re ho kar. eme Hon Zalver Jezuz-Krist, peseurt gopr ho pezo ? Daoust hag ar bublikaned ne reont ket ze ?

Ma saludet ho preudeur, daoust hag ar baganed n'hen greont ket ?

Mes me a lavar d'ec'h : karet hoc'h enehourien ; grêt vad d'ar re o deus droug ouzoc'h : pedet evit ar re ho kwall-gas hag ho tispenn, ma fell d'ec'h bezan santel evel m'eo santel ho Tad eus an nenv.

AVIEL SANT VAZE, V. 44. 48.

*******

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica