retour à la page d'accueil |
pages 505, 506, 507
Pages 505, 506, 507
*******
Pevarzekvet devez a viz Gouere
SANT BONAVANTUR
Eskob ha Kardinal, Doktor eus an Iliz (1221-1274)
-------------
Sant Fransez Asiz a lavare eun devez, en eur huanadi : «Ma c'hellfen, da vihanan, kaout eun ene evit kompren ma hini !» Ar pez a glaske a 'n em gavas. Er bla 1221, en Bagnarea, en Toskan, Yan Fidenza ha Mari Ritelli o devoe eur mab hanvet Yan,, evel e dad. D'e bevar bla, e oe dare d'ezan mervel. E vamm vat a redas, en eur ouelan, da gaout sant Fransez, hag a bedas anezan da zovetât ne c'hrouadur : «Ma selaou Doue ac'hanon, emezi da Fransez, e karfen e welet o vont en hoc'h Urz.» Ar bugel a bareas hag ar zant a deuas d'e welet da Vagnarea. Raktal m'en em gavas dirakan, e vriataas anezan gant teneredigez, hag ouz e zevel etrezek an nenv, e lavaras : «O buona ventura : o pebez kavaden vat !»
Fransez en devoa kavet an ine a c'houlenne digant Doue, evit kompren mennoziou santel e galon.
Evel a lavare eun doktor : «An eil Eli en devoa kavet e Elize.» Diwar neuze, Yan ne oe grêt mui nemet Bonavantur anezan.
Dre ma kreske en oad, e teske, en eur c'hoari, holl skianchou ar bed. Ma oa kaer a zremm, e ene dinam a oa c'hoaz kalz kaeroc'h. Da zaou vla warn-ugent, evit ober herve promese e vamm, e c'houlenne bezan digemeret en Urz sant Fransez. Er manati e oe skouer an holl venec'h; hepdale e oe kaset da Bariz da studian an teoloji, dindan eun den brudet ha desket, Alexandr de Hales. Heman, o welet e spered lemm hag e zantelez, a lavare eun devez : «Setu dirak hon daoulagad eur skeuden veo eus Adam arôk e bec'hed.»
Eun devez, Bonavantur, hag a oa en gwirione el ar manati, hag a gare kommunian alïes, a gemeras aon ha spont : ne grede ket tostât ouz an dôl zantel. En eun tol, eul lodennig eus an hosti vras konsakret gant ar beleg, en oferen, a nijas war e vuzellou. Evel ma teu bannou an heol da laouennat pep tra, goude eur barr-glao, evelse Jezuz a lakas ar fianz hag al levenez da sklêrât e ine.
Koulskoude, spered lemm Bonavantur a reas founnus e hent, e-touez kenteliou tenval an teoloji, ha hepdale ar skolaer a oe beleget ha laket e-unan d'ober skol. Ar vrud a deuas war e dro. Mes Bonavantur a dec'he diouz meuleudiou an dud, evit mont da zaoulinan dirak ôter Jezuz-Krist, da bleustri ware boaniou ha war e varo, pe c'hoaz, da louzaoui an dud lor en hospitaliou.
Da bemp bla ha tregont, e oe dibabet da jeneral e Urz. Neuze e skrivas bue sant Fransez Eun devez, sant Thomas, o vezan deut d'e welet, a gavas anezan gant al labour-ze. En em denn a reas heb e zistrei, en eur lavaret d'ar re a oa gantan : «Lezomp ar zant da labourat evit ar zant.»
Eun dro-all, sant Thomas a c'houlennas digantan pelec'h e tasturne ar c'homzou a lavare hag a yee ken don en kalonou an holl : «Setu, eme Vonavautur, en eur ziskouez ar groaz, setu al levr hag en deus desket d'in an nebeut a ouzon.»
Ren a reas e Urz epad 18 vla, gant nerz ha dousder. Dindan eur mestr ken santel, a gastize e gorf en eun doare ken spontus, hag a 'n em blije oc'h ober al labouriou diêsan, an holl venec'h a oa laouen o heuilh adar re, pen-da-ben, lezen striz o Urz, o devoa lezet eur pennad a-goste.
Mes ne gave ket e oa awalc'h d'ezan plêal gant e venec'h hepken. E garante evit an ineou prenet gant Jezuz-Krist a reas d'ezan labourat evite, en kement lec'h ma tremene, en eur welet e vanatiou.
Prezek ha kovez a rê dre-oll. Komz a rê d'ar brinsed, d'an dud a lliz, da vistri ar c'hêriou, eus an doare da viret ar fe e-touez ar gristenien.
Goude maro ar pab Klemant IV, en devoa klasket e hanvan da arc'heskob en York, an lliz a chomas daou vla ha nao miz hep penn; kentan tra a reas Gregor X, o pignal war an trôn, a oe hanvan Bonavantur da gardinal ha da eskob en Albano. O walc'hi listri ar gegin e oa, en Mugello, pa deujod da rei kelou d'ezan eus an neventiou-ze.
Ar pab a falvezas gantan e zakri e-unan, hag hen digasas gantan da gonsil-meur Lyon. Bezan e oe ene ar c'honsil-ze. Meur a wech e prezegas; e gomzou santel ha nerzus a c'honezas kannaded impalaer Byzanz, hag a unanas, evit eur pennad hepken, siouaz, lliz ar zav-heol gant iliz ar c'huz-heol. Goude ar bedervet bodadeg, e kouezas klanv, ha d'ar 14 a viz gouere 1274, e tremenas, en e drede blavez ha hanter-kant.
Gregor X a c'hourc'hemennas da veleien ar bed holl lavaret oferen evit repoz e ene.
Sixt IV a lakas e hano e-touez ar zent, d'an 20 a viz ebrel 1482, ha Sixt V hen lezhanvas doktor eus an lliz.
----------------
BOKED
An humilite he deus peder bazen : ar gentan eo disprijout ar bed ha kement a oufe da lavaret; an eil, diwall da zisprijout den ebet; an dervet, en em zisprijout an unan; hag ar bedervet, kaout joa o vezan disprijet gant ar re-all.
SANT BONAVANTUR.
*******
Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage : |