retour à la page d'accueil |
pages 509, 510, 511
Pages 509, 510, 511
*******
C'houezekvet devez a viz Gouere
Santez Mari Mene-Karmel
-------------
Kentan tra a ra ar vamm d'he bugel, dal ma teu war an douar-man, eo e
wiskan.
Ar Skritur Zantel, evit rei d'imp da anaout pebe karante he devoa Anna evit he mab Samuel, a zesk d'imp he devoa grêt he-unan eur zaë gaer d'ezan. Ar Werc'hez Vari a reas ive eur zaë da Jezuz.
» Mes n'eo ket awalc'h d'ezi gwiskan he Mab Doue hepken; Mari a zo Mamm d'an holl gristenien, ha da bep-hini aneze he deus roët eur gwiskarnant, Skapular Karmel. (1)»
Ar C'harmel a zo unan eus braoan ha pinvidikan meneiou a zo er Palestin. Ar Skritur Zantel a gomz eus e drevajou seder, hag lsaias, evit rei da anaout, pegen kaer evije Mab Doue en em c'hrêt den, a lavare: «Gloar al Liban a vezo roët d'ezan, gant gened ar C'harmel hag ar Saron.»
War Mene Karmel eo e vevas Elias hag Elize, hag o diskibien a zavas, war e gern, ar chapel gentan a zo bet sa vêt war an douar en enor d'ar Werc'hez. Abalamour da ze e oent hanvet, dre hirr amzer, «Breudeur santzs Mari Mené-Karmel.»
P'en em dôlas ar Vuzulmaned da wallgas ar gristenien, leaned Mene-Karmel a deuas da chom en broiou ar c'huz-heol (1245). O Urz a oe brudet, dreist-oll en Bro-Zôz.
Eur manac'h santel, eur zôz. e hano Simon Stock, a oa neuze en e benn. Koz oa, tremenet e bevar-ugent vla gantan, hag aboue pell amzer, e c'houlenne ouz an Itron-Varia eur c'hras kaer bennak evit e Urz a oa, eur pennad a oa, tôl-distôl dre ar bed.
Hogen, en noz arôk gouel santez Mari Mene-Karmel (1251), ec'h astenne e bedennou hag e lavare da Vamm Doue : «O bleunien ar C'harmel, splander an nenv, mamm ha gwerc'hez, mamm leun a garante ha bepred gwerc'hez, stereden ar mor, roët eur c'hras dispar bennak da leaned Karmel, ho pugale.»
Hag e pedas en doare-ze betek goulou-de. Da zav-heol, an Itron-Varia a 'n em ziskouezas d'ezan, bochadou êle war he zro, en kreiz eur sklerijen skedus; gwiskamant leanezed Karmel a oa ganti; he dremm a oa laouen, ha war he fenn eur gurunen aour a lufre. En he dorn e oa skapular Urz Karmel; en em gavet en kichen ar zant, e tôlas anezan war e ziskoa :
«Ma mab, emezi, kemer ar gwiskamant-se, evel eun testeni eus ar grasou kaer am eus bet evidout hag evit ar re holl a zo en Urz Karmel. Kement hini a varvo gant ar shapular-se ne gouezo ket en tan an ifern.»
Er bla 1314, da varo Klemant V, Kador sant Per a chomas goullo daou vla, tri miz ha seitek devez. Ar c'hardinal Jakez Osa a oa glac'haret o welet trubuilhou an Iliz, hag a bede ar Werc'hez d'o berrât. Eun nozvez, Mamm Doue a lavaras d'ezan e oa o vont da vezan hanvet da vikêl Jezuz-Krist, hag e renkje, dal ma vije azezet war Gador sant Per, embann dre ar bed holl e tennje eus ar purgator, d'ar zadorn kentan war-lerc'h o maro, ar re a vije en breuriez skapular Karmel, gant m'o dije miret o glanded, pep-hini herve e stad, ha lavaret bemde he ofis bihan,'pe grêt vijil da verc'her ha da zadorn en he enor.
An de war-lerc'h, (7 a viz eost 1316), Jakez Osa a oa hanvet da bab, hag a gemere an hano a Yan XXII; e gentan preder a oe embann, dre ar bed kristen, induljans ar zadorn.
Meur a dra a zo tremenet aboue m'eo digouezet ar burzudou-ze, nemet ar fianz en skapular Karmel hag en e c'halloud ne dremenont ket.
Digaset en deus ar yec'hed d'ar re glanv; mouget en deus tâniou-gwall; miret en deus diouz pep droug martoloded war ar mor en kounnar, ha soudarded war an dachen a vrezel; tennet en deus eus adre skilfou an drouk-spered ar brasan pec'herien. Kemeronp eta skapular Karmel ha dalc'homp d'ezan; n'eo ket red binnigan nemet ar c'hentan a gemerer. An neb a zo bet eur pennad amzer heb hen dougen, a c'hell hen adkemer, hep ma vefe red d'ezan e vinnigan a-neve.
(1) An O. Chatton, Levr Bugale Mari.
---------------
BOKED
Mari, pa 'z oc'h lezhanvet sikour ar gristenien,
Evit hoc'h holl vugale, ni ray d'ec'h eur beden :
Plijet ganec'h o diwall diouz pep droug er bed-man,
Hag o c'haset d'an nenvou, en o heur divezan.
*******
Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage : |