retour à la page d'accueil |
pages 521, 522, 523, 524
Pages 521, 522, 523, 524
*******
Eil devez warn-ugent a viz Gouere
Santez Mari-Madalen
Kentan kantved
------------
Mari-Madalen, ganet en Bethani, c'hoar da Vartha ha da Lazar, a oa en em gollet gant he danve hag he gened; pec'herez divez, et oa ar vrud anezi dre bevar c'horn ar vro; mes eun devez e welas Jezuz, kaeran bod lili a zigoras e vleuniou en draouien-man, hag e savas da vont d'e gaout da di Zimon al lor, elec'h ma oa o leinan; stoui a reas d'e dreid, o gwalc'hi a reas gant he daerou; o sec'han a reas gant he bleo; o gelei a reas gant louzou c'houez vat, ha pa zavas, daoulagad Hon Zalver a baras laouen war he ene neveaet.
Koulskoude, an ozac'h en devoa pedet Jezuz da zont d'e di, o welet ar pez a dremene, a lavare ennan e-unan :
- Ma vije bet heman eur profed, en dije gouezet peseurt plac'h a douch outan, rak eur bec'herez eo.
Ha Jezuz a respontas hag a lavaras d'ezan :
- Simon, eun dra am eus da lavaret d'ec'h. Hag hen a respontas :
- Mestr, lavaret.
- Eun den a oa dleour d'ezan daou-all, unan aneze a dlee d'ezan pemp kant diner, hag egile hanter-kant.
» O vezan n'o devoa ket peadra da baean anezan, e roas diskarg d'eze o-daou. Piou a garo anezan ar muian ? »
Simon a respontas hag a lavaras :
- An hini, marvat, a zo pardonet d'ezan ar muian. Jezuz alavaras d'ezan :
- Barnet mat ho peus !
Hag o trei ouz ar plac'h, e lavaras da Zimon :
- Ha c'houi a wel ar plac'h-ze ? Deut on en ho ti ha n'hoc'h eus ket roët a zour d'in evit gwalc'hi ma zreid; mes houman he deus douret ma zreid gant he daerou hag o sec'het gant he bleo.
» N'hoc'h eus ket roët eur pok d'in; mes hi, abaoue m'eo deut, n'he deus ket paouezet da bokat d'am zreid.
» N'hoc'h eus ket skuilhet a eol war ma fenn; mes hi he deus skuilhet louzou c'houez vat war ma zreid.
» Setu perak me lavar d'ec'h : kalz pec'hejou a zo pardonet d'ezi, abalamour m'he deus bet eur garante vras. An hini a zo pardonet d'ezan nebeutoc'h a gar nebeutoc'h.»
Ha Jezuz a lavaras d'ar plac'h :
- Ho pec'hejou a zo pardonet d'ec'h.
Hag ar re a oa ouz tol gantan a 'n em lakas da lavaret enne o-unan :
- Piou eo heman a bardon meêmes ar pec'hejou ?
Ha Jezuz a lavaras d'ar plac'h :
- Ho fe he deus sovetaet ac'hanoc'h. Et en peuc'h (1).
-------
(1) Sant Lukas, VII. 39, 50.
-------
Diwar neuze, Mari-Madalen a deuas da vezan ar zantez vras a garomp, abalamour drezi ec'h anavezomp sempladurez an den ha trugare an Otrou Doue.
He dudi oa heuilh Jezuz-Krist, ha ne skuize ket ouz e selaou; ha Jezuz-Krist, diouz e du, pa dremene dre Vethani, o vont pe o tont eus Jeruzalem, a rê bepred e zis-kenn en he zi.
Daou vla goude he dizro ouz Doue, Lazar, he breur yaouank, a varvas, ha Jezuz ne oa ket war al lec'h; kelo a oe kaset d'ezan.
P'en em gavas, Martha ha Mari a lavaras d'ezan, an daerou en o daoulagad : « Oh ! Otrou, ma vijec'h bet aze, hon breur ne vije ket bet marvet. »
Ha Jezuz, o welet glac'har an diou c'hoar, a reas da Lazar sevel eus a varo da veo.
• * •
C'houec'h devez arôk Pask, Jezuz a zigouezas en Bethani.
Ozet a oe e goan d'ezan eno. Martha a zervije, ha Lazar a oa unan eus ar re a oa ouz toli gantan.
Neuze Mari a gemeras, en eur pod men-glan, eul lur c'houez vat, hag o vezan torret ar pod, e skuilhas anezan war benn Jezuz. Skuilh a reas ive war e dreid, hag e sec'has aneze gant he bleo.
An ti a oe leuniet gant c'houez vat al louzou. Judas Iskariot, unan eus diskibien Jezuz, an hini a dlee bezan an traitour, a lavaras : « Perak al louzou-ze n'eo ket bet gwerzet tri-c'hant diner,, hag ar priz anezan roët d'ar beorien ? »
Lavaret a reas an dra-ze, n'eo ket dre drue ouz ar beorien, mes abalamour ma oa laer. Hen a vire ar yalc'h hag a zouge ar pez a veze laket ebarz.
Jezuz, o c'houzout an holl dreo-ze, a lavaras : « Perak e c'hlac'haret-hu ar plac'h-ze ? Rak eun dra vat he deus grêt em c'henver. Peorien ho pezo bepred en ho touez; mes n'ho pezo ket ac'hanon-me bepred.
» Ha p'he deus skuilhet al louzou c'houez-vat-ze war ma c'horf, he deus hen grêt evit ma lieni.
» En gwirione, m'hen lavar d'ec'h, en kement lec'h ma vezo prezeget an Aviel-man er bed-holl, e vezo lavaret ar pez he deus grêt, hag e vezo meulet ! » (1)
(1) Sant Yan XII. — Sant Vaze XXVI.
• * •
Mari-Madalen a heuilhas Hon Zalver betek Mene-Kalvar hag a chômas e-tal ar groaz, ken n'en devoe lôsket Jezuz e huanad divezan.
Rei a reas an dorn goude da lieni ar c'horf santel. An de war-lerc'h, de an ehan, e reas he deveriou a relijion, ha d'ar zul, kerkent hag an de, ec'h eas d'ar begant Mari, mamm Jakez ha Salome.
O welet anezan goullo, e teuas d'ar red da zigas ar c'helou d'an Ebestel hag e tizroas adarre d'al liorz, ha ne baoueze da ouelan, abalamour ne oa mui korf he mestr el lec'h ma oa bet laket.
Epad ma ouele, e plegas hag e sellas er be. Hag e welas daou êl, gwisket en gwenn, a oa azezet el lec'h ma oa bet gourvezet korf Jezuz, unan en plas ar penn hag eun all en plas an treid.
Lavaret a rejont d'ezi :
- Gwreg, perak e ouelet-hu ?
- Abalamour, emezi, o deus kemeret ma Otrou, ha n'ouzon ket pelec'h o deus laket anezan.
Goude bezan lavaret an dra-ze, e tistroas war he c'hiz hag e welas Jezuz en e zav, hep gouzout oa hen. Jezuz a lavaras d'ezi :
- Gwreg, perak e ouelet-hu ? Piou a glasket ?
Hi, o kredi oa perc'hen al liorz, a lavaras d'ezan :
- Ma 'z eo c'houi eo ho peus kemeret anezan, leveret d'in pelec'h ho peus hen laket, ha me hen c'haso ganin.
Jezuz a lavaras d'ezi :
- Mari !
Ha hi, o tistrei, a lavaras d'ezan :
- Rabboni ! da lavaret eo : Otrou !
Jezuz a lavaras d'ezi :
- N'eo ket mat d'ec'h touch ouzin. An hevelep hini on bepred, rak n'on ket dizroet c'hoaz da gaout ma Zad.
» Et da gaout ma breudeur ha leveret d'eze : « Pignal a ran hepdale da gaout ma Zad hag ho Tad, ma Doue hag ho Toue. » (1)
Mari-Madalen he devoe evelse an enor dispar da vezan, da gentan, o welet Jezuz-Krist savet eus a varo da veo.
Goude ma pignas Hon Zalver en nenv, e oe harluet gant he c'henvroïz, hag e teuas d'ar Baum Santel, da gichen Marseilh, da dremen an tregont vla divezan eus he bue; eno e kastizas he c'horf dre binijennou skrijus hag eno e tremenas, evit mont da welloc'h bro, da welet ha da glevet adarre he muian-karet.
(1) Sant Yan XX.
--------------------
BOKED
An disteran tra a stok ouz an den a ra d'ezan kouezan. An den, daoust pegen bras lamm a c'hall kât, a ve kinniget bepred an dorn d'ezan da zevel, gant Doue; gwaz a ze d'ezan ma chom da vreinan en hudurnez !
*******
Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage : |