retour à la page d'accueil

pages 54, 55, 56, 57

Pages 54, 55, 5-, 57

 

Seitekvet devez a viz Genver

An Itron-Varia o 'n zikouez en Pontmain


Ar Frans hag an Allmagn a oa savet an eil eneb d'eben. Ar gwad a boullade war an tachennou-brezel. Ar Brusianed a c'honeze bep tol. Er gêr, an tadou hag ar mammou a ouele d'o bugale; eur vantel ganv tenval-tenyal a oa ledet war ar vro.

Dorn Doue a skoe ar Frans, hag ar Frans a horjelle warnezi hec'h-unan hag a oa prest da gouezan en he foull. En eun tol, eur verelaouen dudius a darzas 'us da barouz Pontmain, a reas eus an noz eun de bras hag a lakas an esperanz da ziwan en kalonou ar Fransizien.

Kement-se a c'hoarvezas d'ar 17 a viz genver 1871. Pontmain, en eskopti Laval, war bevennou Breiz, a oa neuze eur gêriaden didrous, kristenien vat an dud a veve enni. Eun tiegez a oa, dreist-oll, hag a roë an ton er barouz : hini Barbedette. Pemp den oant eno : an tad, ar vamm ha tri grouadur. Ar c'hosan eus ar vugale a oa soudard abaoue an dri warn-ugent a viz gwengolo ; an daou-all, yaouankoc'h, a oa c'hoaz er skol. Eujen, ar brasan, a oa 12 vla, hag egile, Jozef, 10 vla, o-daou chentil ha sen-tus ha ken troët war al labour 'vel war ar beden.

En devez-ze, 17 a viz genver, an daou bôtr bihan a oa savet pell arôk an de, evit ober ar pez oant kustum d'ober bemde : o fedennou e-tal ar gwele, al labouriou war-dro ar c'hreier; hag en iliz, goude-ze, ar chapeled hag hent ar groaz evit ar zoudarded, da c'hortoz respont an oferen seiz heur, a veze eleiz a barousianiz enni, dreist-oll eus an tiegeziou o devoa bugale er brezel. Ha goude e oa ar skol.

Da beder heur, ar bôtred o devoa kemeret peb a damm bara d'o adveren hag a oa et da zikour o zad da goanian al loened. War-dro pemp heur hanter, Janned Detais, an hini a liene ar re varo er barouz, a deuas da dremen en kichen karti Barbedette, a damzigoras an nor hag a gavas an tad hag e zaou vab, peb a horz gante, o pilât lann d'ar c'hezeg, ouz sklerijen eur c'holaouen rousin peget en genou eur c'hi ouz ar voger.

Keit ha ma oe Janned o komz ouz an tad, al labour a chômas a-zav hag Eujen a yeas war an treujou da zellet ouz an amzer.

Yen e oa; an erc'h hag ar skorn a c'holoe an douar. En barr an nenv, ar stered a vil-vern a lugerne; ar pôtr bihan a zelle oute, dizeblant kaer. En eun tol, setu hen o tol plê, ' us da di Augustin Guidecoq, an amezeg, d'eun itron gaer evel ma n'evoa gwelet biskoaz, a zelle outan gant eur mousc'hoarz karantezus.

He dilhad ne oant tamm ebet henvel ouz ar re a weler gant itronezed vras an douar-man.

Eur zaë hep gri ha heb ourl, glas liou an nenv, marellet a stered aour, he gwiske eus he fenn d'an treid.

En he zreid he devoa eur botou-skanv glas, eur zeien alaouret rozetennet warneze. Eur oual du a guze he bleo hag he diskouarn, a goueze war he diskoa hag a ziskenne betek hanter he c'hein. Eur gurunen aour, eur beg d'ezi 'us d'an tâl, gant eur roudennig ru en kreiz oc'h ober an dro d'ezi, a oa war he fenn.

He daouarn digor a oa astennet etrezek an douar; he fenn a oa gwenn-kann, yaouank da welet ha stummet koant evel ar goulou-de, hag he daoulagad, teneredigez eur vamm enne, a bare war ar c'hrouadur.

Eujen ne oa ket evit dizrei e zell diouz an itron vurzudus. An amezegez, grêt he zro ganti, a deuas er-mêz.

- Janned, eme ar pôtr, ne welet ket petra zo du-hont 'us da di Augustin Guidecoq ?

- Petra zo ' ta ?

An ton a oa en mouez Eujen a zouezas an tad hag ar pôtr-all chomet er c'harti. Lampat a rejont war an treujou. Jozef hepken a wel, difazi, ar pez a gomz Eujen anezan. E dad ne wel netra; e vamm, en em gavet war al lec'h, kaer he deus sec'han gwer he lunedou, ne wel ket gwelloc'h.

Ar vrud eus ar pez a c'hoarveze en leur Barbedette a redas evel eul luc'heden, hag en eun tol, eleiz a dud a 'n em gavas.

Diou verc'h eus ar skol gristen, Soazig Richer ha Jannig Le Bosse, a wel ar pez a wel ar bôtred. « Oh ! an itron gaer ! an itron gaer ! » emeze.

An ôtrou person, kaset kelou d'ezan, a 'n em gav ive. Stagan a ra gant ar pedennou; setu ar vugale da lavaret kerkent e c'hoarve eun neventi.

Eur groaz ru a welont war varlen an itron gaer; eur c'helc'h glas a ra an dro d'ezi, ha, dindan he zreid, eur zeien hirr ha ledan a zo stignet, hag eun dorn ha ne weler ket a skriv warnezi goustad, en lizerennou aour : « Mais priez, mes enfants ; Dieu vous exaucera en peu de temps; mon Fils se laisse toucher. » — « Pedit c'hoaz, ma bugale; Doue ho selaouo a-benn nebeut aman; ma Mab a deu e galon da vezan teneraet. »

Hag an itron gaer a deu an dristidigez war he zâl; kregi 'ra er groaz ru a zo war he barlen hag a zo warnezi eur c'hrist ken ru-all, hag e venn he zoublan warzu an douar, epad ma kan ar bobl ar c'hantik « Mon doux Jésus. » An ôtrou person a reas neuze kanan an Ave Maris Stella. Kerkent, ar groaz ru a dec'has, daouarn an itron gaer a ziskennas evel ma oant da gentan; al laouenedigez a baras war he zâl.

- Ma zud kez, eme an ôtrou person, kouls eo d'imp lavaret ar pedennou diouz an noz.

Hag a greiz ma oar gante, an itron gaer, a nebeudou, a guzas he sked ouz daoulagad ar vugale.

- Eun dra bennak a welet c'hoaz ? eme an ôtrou person, da fin ar pedennou.

- Nan, netra ebet, netra ken, eme ar vugale. 

Nav heur bennak e c'helle bezan.
Adalek an heur-ze, ar Brusianed, hag a oa en em gavet var hed pemp leo diouz Pontmain, ne rejont kammed ebet ken war rôk.

Doue an evoa grêt eur zell a drue ouz merc'h henan an Iliz.

-----------------------


KENTEL

Mamm an Esperanz


Doue eo ar Mestr, ha daoust m'eman a holl-viskoaz o ren ar bed, n'eman ket c'hoaz o vont da rei an dilez eus e garg. Kemer a ra an den dre an dorn, kerkent ha ma teu war an douar-man, ha ren 'ra anezan eus ar c'havel d'ar be.

Ne zilez nemet an neb a goue en ifern.

Adalek ar penn kentan, Doue au eus anavezet ha karet pep-hini ac'hanomp. Roët an eus d'imp, d'hon sikour d'ober ar vad ha da dec'hel diouz an droug, eur vamm garantezus, ar Werc'hez Vari. Mari eo maimm an esperanz. En em erbedomp outi. « Mes pedet, ma bugale ! » He c'hoant eo hen grafemp.

Solve vincla reis ! Pedomp anezi, ma c'houlenno digant Doue hon fardon.

Profer lumen caecis ! Pedomp anezi, ma tigaso sklerijen d'an dud dallet gant o gwall dechou.

Mala nostra pelle. Pedomp anezi, ma pellao ac'hanomp diouz pep droug.

Bona cuncta posce ! Pedomp anezi, ma tenno warnomp pep seurt vad !

****************

Geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica