retour à la page d'accueil |
pages 544-545-546
Pages 544, 545, 546
*****
Kentan devez a viz Eost
Sant Per en Ereou
*******
Ar gouel-man a zo bet savet evit lidan delivrans burzudus sant Per eus e
brizon, hag enori ar chadennou a oa bet laket war e dreid ha war e
zaouarn gant Herodez Agrippa, en Jeruzalem, ha gant an impalaer Neron eo Rom.
Herodez, mab da Agrippa ha mab-bihan d'an Herodez en devoa lazet ar vugaligou tro-dro da Vethleem, a c'houarne ar Jude en hano ar Romaned. Kasaet a oa gant e zujidi n'o devoa ket ankouaet c'hoaz krizder e dad-koz; mes c'hoantât a rê bezan arru mat gante, ha klask a rê an tu d'en em dremen dioute.
O vezan anavezet pegement a gasoni a vagent en o c'halon ouz ar gristenien, e sonjas ober gwasan ma c'hellje d'ar re-man. Lakat a reas kas d'ar maro Jakez, breur Yan; hag o welet e plije kement-se d'ar Judevien, e lakas en e benn kreski o joa en eur deuler er prizon Per, anavezet evit bezan mestr-bras ar gristenien.
E oa neuze mare goueliou Pask eus ar bla 41. Per a oe kroget ennan, chadennet ha tôlet er c'hloz. Kerkent hag achu ar goueliou, Herodez a dlee hen digas dirak ar bobl evit ma vije barnet d'ar maro. Da c'hedal, c'houezek soudard a oe laket evit hen diwall. Daou gelc'h mogeriou a oa endro d'ar prizon, eur rumm soudarded en kichen pep dor, ha daou-all gantan er prizon, chadennou an abostol stag ouz o brec'h.
An Iliz, glac'haret o welet he Mestr bras er prizon, ne baoueze da bedi ha da yun evit ma vije delivret.
Derc'hent an devez ma tlee bezan digaset dirak ar bobl, en kreiz an noz, Per a oa kousket mik etre an daou c'heder. Ar zoudarded, dihun mat, a ziwalle an dorojou. Mes setu eur sklerijen gaer o paran er prizon, hag êl an Otrou en e zav en kichen Per, hag o skei eun tôlig war e skoa evit hen dihuni : « Sav buhan ! emezan. » - Kerkent ar chadennou a gouezas eus e dreid hag eus e zaouarn. -« Laka da c'houriz ha da voutou. » — Per a zentas. — «Kemer da vantel ha deus d'am heul.» .— Hag an êl er-mêz, ha Per ouz hen heuilh, daoust d'ezan ne ouie ket piou oa. Kredi a rê ne oa nemet eun hunvre ar pez a c'hoarveze gantan. Tremen a rejont dirak ar rumm kentan soudarded ha dirak an eil. P'en em gavjont dirak an nor houarn a skoe war ruiou kêr, houman a zigoras anezi he-unan dirake. An êl a gerzas c'hoaz gantan, eur pennad, dre ar ru gentan ; mes souden, en eun tol, n'hen gwelas mui. Per, deut ennan e-unan, a lavaras neuze : «Breman e welan ervat eo eun êl a-beurz Doue a zo deut davidon hag en deus ma zennet eus adre daouarn Herodez hag ar Judevien.» An abostol a skoas neuze warzu ti Vari, mamm Mark. Eno oa eun nebeut eus e ziskibien o pedi evitan, beuzet en o daerou. Ouz e welet hag ouz e glevet, o anken a droas en joa.
Chadennou sant Per a oe miret en Jeruzalem ; war lavar sant Yan Krysostom, gwardou ar prizon o-unan, deut d'en em gonvertisan, eo o dije o miret gante.
D'ar bempvet kantved, er bla 439, an impalaerez Eudoxi, pried Theodos, a deuas da welet an Douar-Santel, war digare eul le he devoa grêt. Juvenal, eskob Jeruzalem, a ginnigas d'ezi en prof chadennou sant Per. Hi o c'hemeras gant enor hag anaoudegez vat. Distro da Gonstantinopl, e lezas eno eul loden aneze hag e kasas eul loden-all d'he merc'h Eudoxi, pried Valantinian III. Houman, d'he zro, o c'hinnigas d'ar pab. Evit diskouez ar stad a rê eus eun hevelep prof, ar pab a roas urz da zigas dirak ar brinsez ar chadennou a oa bet o liamman prins an Ebestel en prizoniou Rom, en amzer Neron. Kerkent ha ma oent tostaet an eil ouz eben, an diou chaden a 'n em stagas ken brao, ma ne rênt mui nemet eur chaden.
Dirak eur burzud ken bras, au impalaerez a drugarekaas Doue, hag a reas sevel eun iliz kaer evit digemer an ereou burzudus. An iliz veur-ze a oe hanvet iliz sant Per en Ereou.
**********
En de-man, en em gav ive gouel sant Bergat, eskob Landreger, war-lerc'h sant Tual, ha patron parouz Pouldouran. E bardon a ve grêt ar zul kentan a viz eost. An de-ze, e iliz hag e feunteun a ve darempredet gant tud ar vro aketus d'e bedi 'vit adkavet an treo dianket.
Daoust ma n'eus ket sant Bergat kement a vrud ha sant Anton a Badou, ar Vretoned a 'n em blijo o pedi anezan en o ezommou, rak
Dreist ar zent-all, sent hon bro,
Mar o fedomp, hon chilaouo.
--------------
BOKED
Goulennet, eme Hon Zalver Jezuz-Krist d'e ziskibien, hag e vezo roët d'ec'h ; klasket hag e kavfet ; skoet hag e vezo digoret d'ec'h.
Rak an neb a c'houlenn en deve, an neb a glask a gav, ha d'an neb a sko e vezo digoret.
AVIEL SANT VAZE. XI. 9, 10
************
Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage : |