retour à la page d'accueil

pages 549, 550, 551

Pages 549, 550, 551

*******

Trede devez a viz Eost

Relegou sant Stephan

Kentan merzer, a zo kavet goude pevar-c'hant vla*

 (17 a viz kerdu 415)

----------------


Dre urz pennou-bras Jeruzalem, korf sant Stephan, goude e varzerenti, a oe lezet eun nebeut deveziou hep bezan sebeliet. C'hoant o devoa e teuje ar c'horf presius-ze da vezan preiz al loened goue. Mes Doue a evesae war relegou e zervijer. Gamaliel, eun doktor judeo, an hini a zifennas Jezuz dirak ar Sanhedrin, an hini a oa bet mestr-kelenner sant Pôl, deut breman da vezan kristen e-unan, a yeas da gât tud fidel Jeruzalem, o fedas da vont en kuz da gerc'hât korf ar zant ha d'e gas betek eun ti en devoa, nao pe dek leo diouz Jeruzalem, evit ma vije sebeliet gant enor en eur be en devoa laket sevel eno evitan e-unan hag evit e familh. Ar pez a oe grêt.

En e gichen, divezatoc'h, Gamaliel a reas sebelian Nikodem, eun doktor judeo ive, mignon en kuz d'Hon Zalver, ha deut da vezan eun diskib fidel d'ezan. Abalamour da ze, e oa bet torret eus e garg, laeret eus e vadou ha kaset er-mêz eus ar vro. Abibon, den yaouank ugent vla, mab da C'hamaliel ha badezet gant an Ebestel er mêmes devez gant e dad, hag erfin Gamaliel, d'e dro, a oe beziet er memes lec'h.

Epad tost da bevar-c'hant vla, o c'horfou a chomas eno heb enor, ankouaet gant an dud.

D'an 3 a viz kerdu 412, Gamaliel a 'n em ziskouezas d'eur beleg hanvet Lusianus evit kemenn d'ezan, a beurz Doue, digeri o be hag enori o relegou. Ar promese a reas d'ezan e c'hoarvezje treo burzudus hag e paouezje ar sec'hor vras a wale er mare-ze ar Palestin. -- Eun eil hag eun trede gwech e teuas c'hoaz davetan evit hen pedi da hastan ober e gefridi. Heman a zentas; mont a reas da gât eskob Jeruzalem, Yan, ha raktal e oe roët d'ezan ôtre da zigeri ha da furchal an douar da glask ar beziou.

Lusianus, gantan eun niver bras a gristenien, a yeas en prosesion warzu al lec'h merket. An douar a oe digoret ha prest e oe kavet tri ve : war ar c'hentan e oa skrivet Stephan, war an eil, Nikodem, ha war an trede hanoiou Abibon ha Gamaliel. Arôk mont pelloc'h ha digeri ar beziou, Lusianus a falvezas gantan e vije eskob Jeruzalem war al lec'h. Mont a reas e-unan da gas kemennadurez d'ezan, ha

kerkent an eskob Yan, gante genvreudeur, eskibien Sebast ha Jeriko, a ziredas da Gaphargamala. Arôk m'oant arruet, eur bobl bras a dud a oa dastumet er park, hag en o zouez tud klanv gant peb seurt klenvejou. An eskibien a ziskennas er be hag a reas digeri arched sant Stephan. Eur c'houez dudius, lavaret e vije bet eur c'houez eus ar baradoz, a deuas anezan hag a 'n em skignas a bep tu. Raktal an holl dud klanv a oa eno, trizek ha tri-ugent aneze, en em gavas pare. An eskibien, goude bezan poket gant doujanz d'e relegou, a reas o lakat en eun arched presius; neuze, en kreiz al levenez, e oent digaset da gêr Jeruzalem (25 a viz kerdu 415). Evit derc'hel gwelloc'h sonj eus an devez-se, e oe merket gouel sant Stephan de war-lerc'h gouel Nedeleg. Kerkent ha ma oe savet ar relegou santel, ar glao a gomansas da gouezan, hag e oe fin d'ar gernez er vro.

Ar c'helou e oa kavet relegou ar c'hentan merzer a redas dre ar bed kristen evel eul luc'heden. Kalz ilizou a c'houlennas ma vije distaget eul lodennig evite, hag ar miraklou diniver c'hoarvezet dre o vertuz a lakas da skedi en pep lec'h gloar an avieler kalonek. En nebeutoc'h eget daou vla, dek ha tri-ugent mirakl a oe anzavet gant an Iliz evel miraklou gwirion. Sant Augustin en deus merket meur a hini en e skridou. An eurvad en devoe, zoken, da vezan test eus unan aneze.

- Kêr Hippon, emezan, he devoa bet ar joa da gaout eun darn eus relegou ar c'hentan merzer. Lidou bras a oa grêt evit o digemer, ha laket e oent en iliz-veur war eun ôter. Da Zul-Fask eus ar bla 425, daou zivroad, breur ha c'hoar, o-daou klanv gant eur c'hlenved estlammus, (ne baouezent da grenan eus o holl izili), a deuas d'an iliz. Aboue pempzek devez m'oant en em gavet, ec'h eent bemde betek ôter ar relegou evit goulenn ar pare, mes o feden 'oa ket bet c'hoaz selaouet. Epad an oferen, an den yaouank, harpet ouz balustr an ôter, a gouezas souden d'an douar. An dud diredet evit hen sevel a welas e oa kousket ken sioul ha tra; ne grene mui. Lezet e oe en peuc'h. Pa zihunas e oa pare. Daerou a joa en e zaoulagad, e kontas e istor dirak an holl. « Ni, emezan, ma c'hoar ha me, a zo ginidik eus Sesare er C'happados. Hon mamm a oa intanvez, dek krouadur d'ezi, potred ha merc'hed. Hon breur henan a oe dinatur awalc'h en he c'henver evit kredi sevel e zorn d'he skei. Hon dek e oamp war al lec'h, ha hini ac'hanomp ne enebas outan. Hon mamm, en dizesper, a lakas en he fenn teuler he malloz warnezan. An de war-lerc'h ec'h ee d'an iliz evit hon mallozi en kichen men-font ar vadeziant, p'en em gavas ganti eur eontr d'imp a lavaras d'ezi teuler he malloz warnomp holl, p'eo gwir hini ac'hanomp ne oa savet evit he difenn. Senti a reas outan, ha warnomp hon dek e tôlas he malloz. Kerkent, hon breur henan a gouezas ar grenerez warnan, hag an eil goude egile omp bet skoet gant ar memes klenved. Hon mamm, kollet ganti he fenn, a zo en em grouget, ha ni, abaoue, a zo tec'het gant ar vez eus an eil tu d'egile, o klask pareans. Ma c'hoar Palladi ha me a zo bet kemennet d'imp, a beurz Doue, e kavjemp aman ar pare. Ha setu me pareet, mes ma c'hoar !... » Hag e pedas ar bobl da drugarekât Doue ha sant Stephan a-unan gantan, ha da derc'hel gant o fedennou evit e c'hoar. An eskob, war al lec'h, a bedas a-unan gant ar bobl. Ar plac'h yaouank o vezan et, hi ive, betek ôter ar relegou, a deuas ar c'housked d'ezi hag a zihunas pare evel he breur (1).

------------------

BOKED

Lagad Doue a heuilh relegou e zen t. Ne vezo ket kollet eur c'hreunen boultren aneze.

Bennoz an tad hag ar vamm a zav an tiegeziou. Malloz an tad nag ar vamm o laka da gouezan en o foull.

-------------------

(1) Sant Augustin. Kêr Doue. XXIIet kevren.

*******

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica