retour à la page d'accueil |
pages 582, 583, 584
pages 582, 583, 584
*******
C'houezekvet devez a viz Eost
SANT ARZEL
Abad (Vlet kantved)
---------
En blaveziou kentan ar VIet kantved, e teuas eur bagad Bretoned eus Bro-Geumri da chom da Vro-Arvor; en o feun e oa Kerangal, kenderv Pôl-Aurelian, hag eun abad, e hano Arzel.
Arzel ne reas nemet treuzi Bro-Leon; dal m'en devoa savet ar barouz a zoug e hano, ec'h eas en hent etrezek Pariz, kaset gant Wizur pe gant sant Pôl da gaout ar roue Childebert. Goude bezan bet o chom meur a vla en e lez, eur wech peurc'hrêt e gefridi gantan, e c'hoantaas dizrei da Vreiz-Izel.
Mes Childebert, o c'houzout pebez anaoudegez en doa, ne oe ket jalet da welet anezan o vont eus e rouantelez, hag a roas d'ezan eun dachen douar en kichenik Roazon.
Arzel a zavas eno eur manati, hag a reas eur vad dispar da eneou ha da gorfou e amezeien. Mes keit oa bet en Pariz ma oa deut da gaout kasaüs trouz ar c'hêriou, hag e pellaas diouz Roazon evit en em denn en koat Bresilian.
En Loutehel, elec'h ma tiskuizas eur pennad, e lakas, war a lavarer, eun eienen gaer da darzan. Eiz leo pelloc'h, en kreiz eur vro oue, e savas e beniti, hag e c'hallas, eur pennad, tanva ar blijadur a gaver o vevan e-unan gant Doue hepken.
Hepdale e welas ne oa ket ken diboblet ar vro ha m'he devoa doare da vezan; kaout a reas, a-gle hag a-zeou, en donder ar c'hoat, tiegeziou Gallaoued, en em dennet eno, eun hanter-kant vla bennak a oa, o tec'hel arôk an Alaniz hag ar Zôzon, a oa bet o tismantr an Arvor : trist oa ar bed gante; paour oant a vadou an douar, ha ken paour-all a vadou an eue. Arzel a c'honezas aneze da Jezuz-Krist. Dont a rejont neuze da chom en kichen o abostol, hag holl a-unan, en em dôljont da ziskar eur c'horniad eus koat Bresilian, d'ober douar labour. En doare-ze, Arzel, e-lec'h eur peniti hepken, a zavas adarre eur barouz neve a hanver breman Plouermel.
Eus e beniti en kreiz ar c'hoat, an abad santel a yee beb an arnzer, d'ober troïou betek e vanati en lez-Roazon; n'eo ket hepken e venec'h o deveze mall d'e welet o tont davete, mes holl dud ar vro-ze a veze laouen ouz e gaout en o zouez, abalamour d'e zantelez, hep mar ebet, hag ive abalamour d'e ouiziegez war glenvejou al loened. Arzel a ranne e amzer etre an daou di-ze; koulskoude, gwellan m'en emn gave en neb lec'h oa en Bresilian, hag eno e kreder e varvas.
Plouarzel, en eskopti Leon, ha Plouermel, en eskopti Gwened, o deus an enor d'e gaout da batron.
---------------
BOKED
Tud ar bed a ve er c'hlac'har p'o deve kroaziou, hag ar gristenien vat a ouel pa n'o deve ket. Ar c'hristen a vev en kreiz ar c'hroaziou evel ar pesk en kreiz an dour.
PERSON ARS
*******
SANT ROK
-----------
Ober a rêr hirie ive gouel sant Rok. Ginidik oa eus a Vontpellier. O veza êt da bardonan da Rom, e tigouezas gantan tremen dre vroiou taget gant ar vosen, hag e kemeras digare ac'hane da ziskouez e garante en kenver e nesan, o chom da bleal ouz an dud klanv.
Herve lavarer, e stagas ive ar c'hlenved ennan, hag o vezan ma tec'he an holl dioutan, en em dennas en eur c'hoat, elec'h ma c'houzanvas poaniou skrijus; eur c'hi a zigase bara d'ezan d'e brejou.
An Otrou Doue hen pareas, en eun doare burzudus, hag e c'hellas distrei d'e vro, elec'h ma tremenas ar rest eus e vue en oberou a drugare. Mervel a reas en Montpellier, war-dro hanter ar XIVet kantved.
D'ar c'houezekvet konsil-meur (1414), a vodas en Konstans, deiou a veze, ouspen 100.000 den, e krogas ar vosen en kêr. En em erbedi a rejod ouz sant Rok; e skeuden a eo douget en prosesion, hag ar c'hlenved a gouezas raktal. Adalek neuze, an devosion da zant Rok a oe brudet dre an Iliz a-bez.
Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage : |