retour à la page d'accueil

pages 588-589

Pages 588-589

**************

Naontekvet devez a viz Eost

SANT LOEIZ

Eskob Toulous (1274-1297)

*****


Loeiz, mab da Jarlez II, roue Napl ha Sisil, ha da Vari, merc'h Stephan V, roue ar Hongri, a oa niz-Ibihan, dre e dad, da zant Loeiz, roue Frans, ha niz, dre e vamm, da zantez Elisabeth ar Hongri. 

Ne oa c'hoaz nemet eur bugel, hag e vrasan dudi oa mont da welet an ilizou, klevet hano eus a Zoue, gourvez en harz e wele, kastizan e gorf ha rei aluzen d'ar paour.

Da bevarzek vla, ec'h eas da Varselon, gant daou eus e vreudeur, da gemer plas o zad, a oa dalc'het er prizon gant Per III, roue an Aragon.

Eno e chomas seiz vla.

Epad an amzer-ze, daoust pegen tost e veze dalc'het d'ezan, n'en em glemmas ket eur wech; e garante evit Doue hag e nesan hag e c'hlanded a gorf hag a ene a vleunias eno, evel al lili hag ar roz e-touez an drein hag ar spern.

Daou vanac'h eus a Urz sant Fransez a veze gantan dalc'h-mat, hag a gelenne anezan war ar skianchou sakr. Epad eur gwall glenved an evoe e roas e c'her da Zoue da vont en Urz sant Fransez ma roje d'ezan ar yec'hed. Ar pareans a deuas hag e chadennou a gouezas; e gentan preder a oe klask an tu da heuilh e bromese.

Hogen, er mare-ze, e vreur henan a deuas da vervel; kurunen Napl a deue d'ezan dre wir; mes he rei a reas da Robert, e vreur yaouankan.

Gant ôtre Bonifas VIII, eoe beleget da zaou vla warn-ugent ha hanvet raktal da eskok en Toulous. Arôk mont d'e eskopti, e tremenas dre vanati Ara-Cœli, hag e wiskas eno saë sant Fransez.

Eur wech en e eskopti, ne gemeras preder gant netra, nemet gant silvidigez an eneou. An darn vihanan eus e vadou a vire evit ezommou e di, hag an darn vrasan a roë d'an ilizou ha d'ar beorien.

Bemde e roë lein da bemp warn-ugent aneze, hag o serviji a rê ouz tol, gant kement a zoujanz hag en dije laket da zerviji Jezuz-Krist e-unan.

Evesât a rê war an holl, ha netra n'halle e lakat da fallgaloni. Eun devez, o tremen dre ar ru en Toulous, e klevas e oa eur glanvourez o c'hedal bezan kovesaet; diskenn a reas dioustu diwar e loen evit mont da rei d'ezi an absolven. Pa deuas diouz ar gwele, ar re a oa gantan a lavaras d'ezan en devoa tapet laou : « An dra-ze, emezan, gant eur mousc'hoarz, eo perlez ar beorien. »

Prezek a rê gant kement a nerz, ma c'honeze ar bec'herien, ma sklerae an heretiked ha ma konvertise ar Judevien.

Lakat a reas lezennou an Iliz da vezan anavezet ha miret en e eskopti.

Mervel a reas en Brigdol, en bro e gavel, d'an 19 a viz eost 1297, kurunen e drede bla warn-ugent o vleunian war e dal.

War e c'houlenn, e gorf a oe sebeliet en manati Sant-Fransez Marseilh. Miraklou dispar ha diniver a c'hoarvezas e-tal e ve, ha Yan XXII a lakas e hano war roll ar zent, er bla 1317, ugent vla hepken goude e varo.

E vamm a veve c'hoaz er mare-ze, hag a c'hallas pedi he mab savet war an ôter.

Relegou sant Loeiz, abaoue ar bla 1423, a zo en Valans, er Spagn.

------------------------


BOKED


An eurvat a zall hag a vêv an ene; lakat a ra ac'hanomp da ankouat an Otrou Doue ha d'en em ankouat hon unan; gwasat ha krenvat a ra hon zechou fall; en hon spered e vag an orgouilh, hag en hon c'halon, eur garante direiz ac'hanomp hon unan. 

SANT LOEIZ.

*******

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica