retour à la page d'accueil

pages 601, 602

Pages 601, 602

*******

C'houec'hvet devez warn-ugent a viz Eost

SANT ZEPHIRIN

Pab (199-217)

----------

W

ar-lerc'h sant Viktor, Zephirin a bignas war Gador sant Per, endre ma oa Septim-Sever impalaer.

Ne oa ket eur spered kaer, ha ber oa e studi; mes gouzout a reas piou da zibab da rei an dorn d'ezan. E-touez ar gristenien a oe tennet diouz ar prizon, goude m'oa bet Marcia o c'houlenn o frankiz digant he fried, an impalaer Kommod, e oa unan e hano Kallist, brudet abalamour d'e spered hag abalamour d'e reuziou; Zephirin hen galvas da zont d'e gaout, ha goude bezan e veleget, hen kargas da ren ar veleien ha da c'houarn ar « vered. » 

Lezen ar vro a roë urz d'an dud d'en em glevet da gaout berejou etreze. Kallist a ouezas ober e vad eus al lezen-ze, hag en doare-ze e teuas an Iliz da vezan perc'hen he-unan war he madou ha war he leveou.

Urz o devoa ar gristenieu da gaout berejou, mes n'o devoa urz ebet c'hoaz da gaout ilizou; kement-se zo anat pa ziskenner «en bered Kallist dindan an douar», rak ouspenn ar pazennou kaer, a-well d'an holl, a zo da ziskenn ennl, zo pazennou kuz d'ar gristenien da vont ha da zont, pa zave klask warneze.

En «bered Kallist», ar gristenien, war digare mont war-dro o re varo, a 'n em vode en noz d'ober o relijion. Abalamour da ze, ar baganed a lezhanve aneze «an dud a dec'h diouz ar sklerijen». (1)

Zephirin a oe ar pab a skoas an toliou gwasan war ar Vontanisted, hag an dristidigez en devoe da welet ar c'hristen bras Tertullian o trei gante.

Gourc'hemenn a reas d'ar veleien en em vodan endro d'o eskibien, pa vije ar re-man oc'h oferennan; gourc'hemenn a reas ive d'an arc'heskibien chom hep dougen eur varnedigez eneb eun eskob, heb ôtre ar pab.

Triouec'h vla e chomas war Gador sant Per. Kroui a reas trizek beleg, seiz avieler ha trizek eskob. Kredi rêr e varvas merzer, hep gouzout netra skler awalc'h diwar benn e varo. N'eus deut skrid ebet, kouls lavaret, betek ennomp, war ar brezel grêt gant impalaered Rom d'an lliz, en penn kentan an trede kantved.

E gorf a oe sebeliet en bered Kallist.

-------------

BOKED

Ar gristenien gentan a lavare d'o bourrevien :

Seul-vui e falc'het ac'hanomp, ha seul niverusoc'h e savomp, rak gwad ar verzerien eo had ar gristenien. Sanguis martyrum, semen christianorum.

*******

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica