retour à la page d'accueil

pages 639, 640

Pages 639, 640

*******

Trizekvet devez a viz Gwengolo

Santez Katel Fieschi

Intanvez (1447-1510)

*******


Katel Fieschi a oa ganet en Jen, er bla 1447, hag a ziskouezas abred merkou anat eus he zantelez da zont. Kerkent hag an oad a eiz vla, he brasan plijadur oa deski gwirioneziou ar fe. 

D'an oad a drizek vla e c'hoantaas mont da leanez, mes he c'herent a viras outi, ha tri bla goude e timeze d'eun dijentil eus Jen, e hano Julian Adorno.

Heman a oa ken troet war ar c'hoari, ma teuas a benn, ne oe ket pell, da goll e zanve ha hini e wreg; mes n'eo ket an dra-ze c'hoaz eo a c'hlac'hare ar muian Katel; ar pez a ranne he c'halon oa gwelet ar vue fall a rene ive; ne baoueze da c'houlenn evitan ouz Doue ar c'hras d'en em gonvertisan. En miziou divezan ar bla 1497, e chomas klanv war e wele : louzeier ar vedesined, elec'h ober vad d'ezan, a wasaas e glenved, ha dont a reas da vezan ken drouk ma oa eur binijen chom en e gichen. Katel, ouz e welet o pec'hi evel ma rê, a grogas aon enni na vije daonet; en em denn a reas er gambr tostan da hini ar c'hlanvour, hag o vezan en em dôlet d'an daoulin, e skuilhas eur mor a zaerou hag e lavaras da Zoue : « O Otrou, goulenn a ran an ene-ze diganec'h ! Ho pedi hag hoc'h aspedi a ran d'he rei d'in, rak goest oc'h d'hen ober, koulskoude ! »

Eun hanter-heur goude e kavas d'ezi e oa selaouet he feden; sevel a reas da vont da gaout Julian, hag e kavas anezan chenchet evel eun all en e blas; deut oa da vezan hegarat en kenver an holl, ha gouzanv a rê e boaniou a galon vat. Bezan en devoe eur maro kaer.

Katel, pa ne oa mui netra ouz he derc'hel er bed, a yeas da hospital Jen, hag eno, epad meur a vla, e servijas ar re glanv, gant evezded ha teneredigez eur vamm; n'he deveze rukun ouz netra; ne oa ket awalc'h d'ezi, zoken, ober vad da dud an hospital : kerkent ha ma kleve hano eus klanvourien paour kêr, ec'h ee war o zro, hag e kase d'eze kement o deveze ezom. He c'harante evit he c'hlanvourien a'n em diskouezas, dreist-oll, epad ar vosen a gastizas Jen, er bla 1497 hag er bla 1501.

Souezus eo klevet hano eus he finijennou. Tremen a reas tri warn-ugent koaraïz ha tri warn-ugent azvent hep tamm; epad ar yuniou-ze, e tostae bemde ouz an dôl zantel, ha goude-ze, war an de, e kemere, beb an amzer, eur werennad dour bennak gant beradou gwinegr hag eur meutadig holen en e douez.

Mervel a reas d'an 13 a viz gwengolo 1510, en eur lavaret ar geriou-man : « Ma Zad, etre ho taouarn e c'hourc'hemennan ma ene. »

He medesin hag a oa kousket pa oa war he zremenvan, a zihunas a greiz e gousk hag a glevas anezi o lavaret d'ezan : «Kenavo, mont a ran d'ar baradoz ! »

Daoust d'ar pevar-c'hant vla a zo tremenet abaoue he maro, he c'horf a chom bepred en e bez.

-----------------------------------

BOKED

An neb zo didrue en kenver ar re-all, arabad d'ezan bezan en gortoz e vefe Doue trugarezuz en egenver.
An neb a fell d'ezan miret ha kreski karante Doue en e galon, a dle poanial da vougan enni karante ar bed.

SANT AUGUSTIN.

*******

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica