retour à la page d'accueil |
pages 647, 648
Pages 647, 648
*******
Seitekvet devez a viz Gwengolo
Gouliou sant Fransez
1224
*******
Dou vla bennak arôk ma nijas e ene d'ar baradoz, Fransez, servijer bras Hon Zalver
Jezuz-Krist, a 'n 'em dennas war mene Alvern, evit ober eur yun a zaou-ugent devez, en enor d'an ôtrou sant
Mikêl.
Hogen, eun devez, da c'houlou-de, war-dro gouel ar groaz gonezet, e oa o pedi ouz koste ar mene. En eun
tol, e welas o tiskenn eus barr an neuv eur seraphin, c'houec'h askel d'ezan ken skedus hag an
tân.
An êl-ze a nijas betek ennan hag a chomas dirazan, dibrad en êr, skeuden Jezuz-Krist stag ouz ar groaz harpet war e iskili. Ar gwel-ze a sebezas Fransez; al levenez hag ar glac'har a deue, beb eil, da gargan e galon; levenez, abalamour ma oa e Zoue dirak e zaoulagad; glac'har, abalamour m'hen gwele war ar groaz, e zaouarn hag e dreid treuzet gant tachou bras, hag e galon digor. An hini a 'n em ziskoueze en diavêz a sklerijennas anezan en diabarz : Fransez a gomprenas, evel ma n'halle mui Hon Zalver, abaoue m'oa pignet en nenv, gouzanv poan ebet ken, e tlee tan ar garante, ha nan merzerenti e gorf, hen lakat, lien e-unan, da drei en eun eil Jezuz-Krist.
Goude bezan komzet gant Fransez, evel ma komzer gant eur mignon, ar seraphin a bignas en nenv en eur lezel en e zaouarn, en e dreid hag en e galon, pemp gouli henvel ouz ar re oa o paouez gwelet. E zaouarn hag e dreid a oa 'vel pa vijent treuzet gant tachou bras, teo ha du o fennou, ha kammet o begou. Gouli e galon a oa ledan ha digor, hag a wade alïes.
Fransez, p'en devoe achuet e goaraïz en enor da zant Mikêl, a ziskennas diwar ar mene, gouliou Jezuz-Krist moullet d'ezan, nan war ar men pe war ar c'hoad, mes war e gorf, gant biz an Doue beo. Klask a rê koach, gwellan m'halle, ar burzud grêt en e genver, mes kaer en deveze derc'hel e zaouarn goloet ha dougen boteier, hen hag a valee bepred diarc'hen arôk, n'halle ket kuz mat awalc'h tensoriou an nenv. Eleiz eus e venec'h, meur a gardinal hag ar pab Alexandr IV, o deus touet o devoa gwelet, gant o daoulagad o-unan, gouliou ar zant epad e vue. Pa oa war ar varv-skaon, ouspen hanter-kant lean, santez Klara hag he leanezed, hag eur bobl tud o deus gallet tostât oute o daouarn hag o muzellou. Gouli e goste, epad e vue, n'halled e welet nemet dre laer; met anat awalc'h e oa, diouz ar gwad a veze war dilhad ar zant, pa roë aneze da walc'hi. D'e varo, an holl a c'hallas gwelet gouli ar galon, evel ar pevar-all, ha pokat d'ezan gant doujanz.
Beneat XI (1803) a c'hourc'hemennas ma vije grêt bep bla gouel gouliou sant Fransez, en e Urz, ha tri-c'hant vla goude, Pôl V a c'hoantaas e vije grêt dre an Iliz a-bez.
-------------------------
BOKED
Evidon-me, ne c'hoantaan en em veuli nemet en kroaz hon Otrou Jezuz-Krist; drezi, ar bed a zo bet staget ouz ar groaz evidon ha me evit ar bed; rak merkou an Otrou Jezuz a zougan war ma c'horf.
SANT POL, AD. GAL. VI 14, 17.
*******
Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage : |