retour à la page d'accueil |
pages 660, 661
Pages 660, 661
*******
Trede devez warn-ugent a viz Gwengolo
SANTEZ THEKLA
Gwerc'hez (kentan kantved)
*******
Ar werc'hez Thekla, ginidik eus a Ikon, a oe gonezet da Jezuz-Krist gant an abostol bras, hag he deus bet meuleudiou eleiz digant Tadou Santel an Iliz, a lezhanve anezi merc'h henan sant Pôl, ar gentan merzerez e-touez ar merc'hed, evel m'eo sant Stephan ar c'hentan merzer e-touez ar bôtred.
Danve he devoa ha gouiziegez, ha kelou a oa ganti da zimezi d'eun den yaouank a zoare, e hano Thamyris. Mes eur wech m'he devoe grêt anaoudegez gant Jezuz-Krist, e fellas d'ezi miret he gwerc'hded dre garante evitan. Tamallet e oe neuze gant he c'herent da vezan kristenez, ha c'houezet e oe eun tântad evit he devi; ar zantez a reas sin ar groaz, ha kentoc'h eget nac'h he Doue en em dolas en tan. Raktal, eur pildour a deuas hag a vougas an tântad, hag ar verzerez n'he devoe droug ebet.
Kaset e oe neuze da Antioch; eno e oe staget ouz daou gole goue, evit ma vije laket a dammou, mes an daou aneval, kaer e oa o broudan, ne flachent tamm.
Neuze e oe stlapet en eun toull leun a aëred, mes a drugare Doue, e c'hallas sevel ac'hane ive hep bezan flemmet.
Ar gouarner, souezet mik o welet kemend-all, a lezas ar verzerez da vale en peuc'h. Eleiz, o welet pegen birvidik oa he fe ha pegen santel oa he bue, a c'houlennas ar vadeziant. O vezan dizroet d'he bro, en em dennas war eur mene, en he zi he-unan. Erfin, oajet a zek vla ha pevar-ugent, brudet dre he vertuziou hag he miraklou, e roas he ene d'he C'hrouer. He c'horf a oe sebeliet en Seleusi.
An Iliz, en pedennou an dud war o zremenvan, a ra memor eus tourmanchou santez Thekla, pa lavar :
' Vel ar Werc'hez Thekla, ho peus bet diframmet
Eus tri dourmant euzus, hep bezan bet gloazet,
Teurvezei ive hemer, Otrou, an ene-man,
Ha krennet hepdale, poaniou e dremenvan.
******************************************************************************************************************************
SANT LIN
67-78
*******
Ober a rêr c'hoaz hirie gouel sant Lin. Ginidik oa eus a Voiterra, en Etruri
sturian reas bagig an Iliz dioustu war-lerc'h sant Per. Kas a rê kuit an drouk-spered diouz an dud, ha lakat, zoken, re varo da zont en bue, kement a
fe hag a zantelez en devoa.
Lakat a reas dre skrid ar pez a reas sant Per en kenver Simon ar Zorser. Mervel a reas goude bezan gouarnet an Iliz unnek vla; e gorf a oe sebeliet er Vatikan, en kichen hini sant Per.
*******
B O K E D
Kaset e vefet, emne Hon Zalver Jezuz-Krist d'e
ziskibien, dirak al lez-varniou, tôlet e vefet er prizoniou; skourjezel e vefel er
synagofou ; stlejet e vefet dirak ar rouane hag ar gouarnerien, abalamour
d'am hano.
Laket e vefet d'ar maro ha kasaet gant an holl boblou, abalamour d'am hano.
An hini en devo dalc'het mat betek ar fin, hennez a vevo salvet.
AVIEL SANT MARK. XIII. 9. 13-
*******
Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage : |