retour à la page d'accueil |
pages 661, 662
Pages 661, 662
*******
Pevare devez warn-ugent a viz Gwengolo
Gouel an Itron-Varia-Drugare
*******
En amzer gwechall, an dam vrasan hag an darn wellan eus ar Spagn a oa dindan galloud ar
Vorianed, hag eun niver bras a gristenien, sklavourien dindane, a oa en danjer da nac'h o fe ha da goll o
baradoz.
Rouanez an nenv hag an douar, o welet kemend-all a reuziou o skei he bugale, a deurvezas diskouez he zrugare en o c'henver. En noz gouel Per-en-ereou, en em ziskouezas da Ber Nolask, den a beadra hag a zantelez, hag e lavaras d'ezan e vijent laouen bras, he Mab ha hi, ouz e welet o sevel eun Urz menec'h a vije o labour pemdeziek diframman ar gristenien eus adre daouarn an Turked. En nozvez-ze c'hoaz, ar Werc'hez vinniget a ziskennas ive da gât Raymond Pennafort ha Jemz I, roue Aragon, hag a lavaras d'eze rei gwellan ma c'halljent an dorn da Ber Nolask da gas endro al labour vras he devoa fiziet ennan.
An de war-lerc'h, Per, Raymond ha Jemz a 'n em glevas o zri. Hanvan a rejont an Urz neve Urz Itron-Varia-Drugare evit dasprenan ar sklavourien. D'an 10 a viz eost 1218, e oa en e zav. Evit mont ennan, ouspen an tri le ordinal a zentidigez, a baourente hag a c'hlanded, e renked toui chom er prizon evit ar sklavourien, pa ne vije ket a arc'hant awalc'h da baean o frankiz. Ar roue Jemz a roas d'an dasprenerien ôtre da zougen skoued e armou war o skapular, hag ar pab Gregor IX a gavas mat ive gwelet sevel eun Urz neve a dlee diskouez kement a garante en kenver an nesan.
Gant bennoz Doue ha skoazel ar Werc'hez, Urz Per Nolask a oe kaset dre ar bed holl. E venec'h, brudet dre o c'harante hag o zantelez, a implie o holl arnzer o tastum aluzennou e-touez ar gristenien evit dasprenan o nesan, hag a chome o-unan er prizon pa n'hallent ket, ahendall, delivran o breudeur kristen.
Evit trugarekât Doue hag ar Werc'hez eus ar rnadoberou diniver o devoa skuilhet war ar gristenien, dre an Urz neve-ze, ar pab Innosant XII (1691-1700), a c'hourc'hemennas ober dre an Iliz a-bez, d'ar 24 a viz gwengolo, gouel Itron-Varia-Drugare.
-------------------------------------
BOKED
Torret chaden ar bec'herien.
D'ar re zo dall roët sklerijen;
Pellaet diouzomp pep droug dalc'h-mat,
Ha goulennet d'imp pep seurt mad
Dishouezet ez oc'h eur vamm vad
En henver an dud emzivad,
Grêt m'hon selaouo an hini
Hoc' h eus ganet evidomp-ni.
*******
Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage : |