retour à la page d'accueil |
pages 679, 680
Pages 679, 680
*******
Eil devez a viz Here
An Ele mat
---------
Bezan zo krouadurien ha krouadurien; eman ar 'rouadurien hag a zo korfou hepken; eman ar grouadurien hag a zo korfou unanet gant sperejou; hag eman ar grouadurien hag a zo sperejou hepken.
Ar re-man eo an Ele; krouet e oent en penn kentan ar bed; ar zantelez a rê o gwiskamant; an uhelan e oant en skeul ar grouadurien hag an tostan da Zoue. Mes siouaz, darn aneze a oe re a stad enne gant o gened; dizenti rejont ouz o C'hrouer; koll a rejont o furnez; kouezan rejont eus an nenv evel an tan. Dougen a reont o ifern gante dre lec'h mac'h eont; droukoc'h int an eil eget egile; gwasoc'h eo poan an eil eget poan egile, dre m'o deus faziet muioc'h pe nebeutoc'h; mes pardon ebet ken n'o deus da c'hortoz, hini ebet aneze, dre m'int 'n em dôlet er pec'hed pa ne oa netra ouz o dougen d'an droug. O micher pemdeziek eo breman touelli an dud, a zo bet krouet gant Doue da azezan er c'hadoriou o deus lezet goullo er baradoz; trei a reont endro d'eze; rnont a reont a-wechou en o c'horfou; o zamall a reont dirak trôn an Holl-G'halloudek. « Da stourm hon deus, eme sant Pôl (1), n'eo ket hepken ouz enebourien grêt eveldomp gant kig ha gwad, mes ouz sperejou galloudus, ouz mistri an denvalijen, ouz êle an droug. »
A drugare Doue, ma zo êle fall, zo ive êle mat, a viras o zantelez, a wel Doue evel m'eman, a gan hep paouez e veuleudiou, a zo telennourien ar baradoz. War an douar-man, o c'harg eo hon diwall, hon ren, hon c'helenn hag hon frealzi. Doue hen deus gourc'hemennet d'eze hon miret hag hon dougen, kouls lavaret, etre o daouarn, gant aon na deufe hon zroad da stokan ouz mein an hent. Angelis suis mandavit de te, ut custodiant te in omnibus mis fuis (2). Pep-hini ac'hanomp en deus e êl d'hen pellât diouz an droug, d'hen startât war ar vad, da sklerijennane spered, da domman e galon, da ginnig da Zoue e vennoziou hag e bedennou, ha da veskan gante e re e-unan evit rna vefont selaouet kentoc'h; eur breur-mirer eo ha ne welomp ket, a heuilh ac'hanomp war hent ar vue-man, hag a ginnigo hon ene da Zoue goude hon maro.
Ar pab Pôl V, dre eul lizer-meur skrivet d'ar 27 a viz gwengolo 1608, a c'hourc'hemennas ober gouel an Ele mat dre an Iliz a-bez.
-------------------
KENTEL
Hon deveriou en kenver hon El-mirer
I. — Hon dever eo kaout doujanz evit hon El mat. Hon heuilh a ra bemde , hon gwelet a ra heb paouez; arabad d'imp eta mont d'ober dirakan ar pez ne gredfemp ket ober dirak eun den-all evel-domp.
II. — Hon dever eo kaout karante evitan; hon mirer eo; hon mignon eo; hon difennour eo. Penôs n'hen c'harfemp ket ?
Mil vad a ra d'imp, ha ne c'houlenn diganimp, en dizro, nemet eun dra : hon c'harante. Diskouezomp-hi d'ezan o senti outan de ha noz.
III. — Hon dever eo kaout fizianz ennan. Daoust pegen dinerz omp, n'hon deus ket ezom da gât aon. Keit ha ma vo El Doue a-du ganimp; mes evit ma chomo a-du ganimp, eo red d'imp, dreist pep tra, en em viret diouz ar pec'hed. Ar pec'hejou bihannan a zo awalc'h evit hen poanian. Evel ma teu ar moged da lakat ar wenanen da dec'hel, hag ar c'houez fall da bellât ar goulm, evelse, eme sant Bazil, krammen ar pec'hed a ra d'hon El-mirer lec'hel diouzimp; aon en deve da labezan e iskili gwenn o chom war-dro ar pec'her. Lavaromp eta d'ezan alïes :
O ma El mat, kannad Doue ,
Miret ma c'horf ha ma ene,
Ma miret diouz an drouh-spered,
Ha dreist pep tra, diouz pep
pec'hed.
---------
(1) Eph. VI. 12. — (2) PS. XC.
*******
Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage : |