retour à la page d'accueil |
pages 731, 732
Pages 731, 732
******
Trede devez warn-ugent a viz Here
Jezuz-Krist hon Dasprener
----------
Doue ne ra netra hep digare. Pep den o tont er bed a zo digaset evit eun dra bennak, ha
dishenvel eo galvedigez an eil diouz hini egile. Evel pep den, Jezuz-Krist, o tont er
bed, en devoa e hini, ha pa varvas war ar groaz, ec'h embannas dirak an nenv hag an douar en devoa peurc'hrêt al labour a oa bet
fiziet ennan : Consummatum est. Miret en devoa ervat lezen e
Dad; laket en devoa da zont da wir kement tra oa bet skrivet diwar e benn; genel ha bevan en devoa grêt, ha mervel a rê evel ma oa bet merket er
Skritur; en kreiz
poaniou e dremenvan, en devoa, da vihanan, al levenez da c'hallout lavaret en devoa grêt e
gefridi, o labourât hag o c'houzanv evel ma c'hoantae e Dad e labourje hag e
c'houzanvje.
Peurc'hrêt eo pep tra. Consummatun est. Ar Juzevien ne gavont poan na dismegans ebet ken d'ober d'ezan. Dre garante evit bugale Adam, Mab Doue, an eil Adam, an eus roët e amzer, e spered, e galon, e frankiz, e enor, e vue, pep tra; n'halle ket rei muioc'h; evet en deus kalur ar boan betek ar berad divezan.
Evel eo ar c'halur c'houero
A oa gantan blaz ar maro,
Jezuz, Jezuz a bleg e benn,
Tremen a ra... Prenet an den.
Peurc'hrêt eo pep tra, Consummatum est. Dasprenet eo an den;
diframmet eo eus adre skilfou an drouk-spered; ar pec'hed a zo gwalc'het en gwad an
Oan; ar maro
a zo trec'he; an Otrou Doue a zo digollet; dorojou ar baradoz a zo
dibrennet; gliz an nenv a goue war an douar; an heol aour a c'hoarz drek ar wabren;
rouantelez an droug a zo torret he galloud; rouantelez ar vad a zo krouet; an Iliz a zo
diazezet; ar velegiach a zo ganet; ar zakramanchou a zo
savet.
Dasprener ar bed, Jezuz-Krist, an eus peurc'hrêt al labour a oa roët d'ezan d'ober gant Doue e Dad.
----------------------
KENTEL
Hon zilvidigez hon unan ha silvidigez hon bro
Pa deuio heur hon maro, daoust ha lavaret a c'hallfomp-ni ive : « Peurc'hrêt eo pep tra » ? Impliet mat hon deus an danve ar yec'hed, ar galon, ar grasou hag an amzer roët d'imp? Stourmet hon deus kalonek; miret hon deus hon fe; sentet hon deus ouz an Iliz, ha mervel a reomp war he barlen. Miret hon deus lezen Doue; douget ha karet hon deus hon c'hroaziou; fazian hon deus grêt, gwir eo, hag ouspen eur wech, mes gwalc'het hon deus hon fec'hejou en gwad an Oan; grêt hon deus oberou a drugare, ha fiziout a reomp war ar pardon.
- Pa deuio heur hon maro, daoust ha lavaret a c'hallfomp-ni ive : « Peurc'hrêt eo pep tra ? »
Gwelet hon deus rouantelez an droug o klask en em astenn; mes elec'h kroazian hon divrec'h ha lavaret : « Ne dalv ket ar boan gouren; koll ornp, » hon deus enebet hep paouez, herve hon galloud, o c'houzout ervat n'eo ket awalc'h d'imp kemer preder gant hon zilvidigez hon unan. e tleomp tol evez, ouspen, gant silvidigez hon breudeur ha hini hon bugale.
*******
Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage : |