retour à la page d'accueil

pages 729, 730, 731

Pages 729, 730, 731

******

Eil devez warn-ugent a viz Here

SANTEZ HEDWIJ

Dukez Pologn, intanvez (1174)

*****

Santez Hedwij, merc'h da Verthold, komt Andec'h, ha pried da Herri, duk Silezi, ha divezatoc'h duk Pologn, he deus brudet he hano muioc'h drehie zantelez evit dre ar renk uhel he deus bet e-touez he c'henvroïz.

A vihanik, he marmn a droas he c'halon war an holl vertuziou kristen. D'an oad a zaouzek vla, evit senti ouz he zud, e timezas da Herri, duk Silezi. Er stad-ze, daoust d'he yaouankiz, e oe eur skouer eus an holl vertuziou. Henvel oa, a lavar unan eus ar re o deus skrivet he bue, ouz ar wreg-ze a zo hano anezi er Skritur-Zakr, « hag a renkfed he c'hlask, ha pa vefe kuzet er penn pellan eus ar bed. » En he zonjou, en he e'hornzou, en he oberou, ne glaske nemet gloar Doue, he zantelez he-unan ha bini he familh. C'houec'h krouadur a deuas d'ezi, tri rnab ha ter merc'h. Pa c'hanas an divezan aneze, e rejont, he fried ha hi, dirak eskob Breslau, al le da vevan evel breur ha c'hoar. Koulskoude, Hedwij a chomas eun nebeut blaveziou c'hoaz en palez he fried evit sevel he bugale. Goude, ec'h eas da chom en eun ti dister, demdost da gouent Trebnitz, eur gouent vras hag he devoa laket sevel, er bla 1219. Eno he bue a oa ken kalet hag an hini a rener er c'houentchou strisan. Ne zouge nemet dilhad groz, ha dindane e wiske eur gouriz reun; bemde e yune, nemet d'ar zul ha d'ar goueliou herz; ha c'hoaz en deiou-ze ne rê nemet daou bred dister; d'ar merc'her ha d'ar gwener ne gemere ken bevanz nemet bara ha dour; epad daou-ugent vla, ne zebras biskoaz na kig na pesked. N'eus forz pegen rust e vije ar goanv, ec'h ee d'an iliz diarc'hen; gallet e vije bet he heuilh diouz roud ar gwad a zivere eus he zreid. Eur gwele he devoa en he zi, mes n'ee ket ennan; war leuren he c'harnbr e tremene an nebeut amzer a renke rei d'ar c'housked. Al loden divezan eus an noz bag ar mintin a roë d'ar beden; ne deue eus an iliz nemet goude ma veze lavaret an oferen divezan. An dra-ze ne rê ket d'ezi bezan lezirek war al labour; kerkent ha pare gant ar beden, e kave impli d'he daouarn.

Ar garante evit Doue n'eo na gwirion na padus ma. n'eman ouz he heul ar garante evit an nesan. Hedwij n'he devoa netra eviti he-unan. Bemde e vage trizek paour en enor d'Hon Zalver ha d'an daouzek abostol. He-unan e servije aneze ouz tol; he-unan e walc'he o zreid hag e louzaoue o gouliou, n'eus forz pegen euzus e vijent, kouls d'an dud lor evel d'ar re-all.

Ar zantez a oa ken izel a galon ma kave d'ezi bezan an disteran eus servijerezed an Otrou Doue. Bepred habask ha sioul, n'en em glemme kammed. Pa renke difazian unan bennak eus he zervijerien. hen grê ken brao ma vije an holl laouen o senti outi.

He fried o vezan bet grêt prizonier en eur brezel, he mab henan Herri a zonje sevel eun arme evit delivran e dad. Hi, dre ne gare ket ar brezeliou, a yeas da gât an hini a zalc'he an duk prizonier, hag a gomzas ken brao outan ma oe roët d'ezi kement a c'houlenne.

He fried o vezan marvet prest goude (1238), n'houllas ken chom stag ouz ar bed. Goulenn a reas digor en kouent Trebnitz, hag he merc'h Jertrud, superiorez ar gouent-se, a oe mall ganti rei d'ezi digemer. Koulskoude, evit bezan gwelloc'h war evez eus kement a vije ezom, ne reas ket al leou a ra al leanezed; bevan a rê eus o bue, ha hini ne oa humploc'h na sentusoc'h eviti. An holl er gouent a estlamme dirak an testeniou kaer a zantelez a ziskoueze bemde. Ne veve mui nemet evit Doue; n'he devoa ken c'hoant nemet plijout d'ezan. He mab muian-karet Herri o vezan bet lazet er brezel eneb an Tartared (1241), Hedwij eo a gonsolas he merc'h-kaer, Anna, hag he merc'h Jertrud, glac'haret oll gant eur maro ken ankenius. « Doue, emezi, en deus grêt eus ma mab evel m'eo plijet gantan; ne dleomp kaout ken bolonte nemet e hini. Gwelet ma mab beo a oa eur joa evidon, mes brasoc'h joa eo c'hoaz ganin sonjal eo bet kavet din, dre e varo, da vezan unanet gant Doue en e rouantelez. D'ec'h, ma Doue, e c'hourc'hemennan eun ene hag a garen kement ! »

Dre eun niver bras a viraklou c'hoarvezet hed he bue ha goude he maro, Doue a ziskouezas pegement e kare he zervijerez. Dont a reas, d'ar 15 a viz here 1243, da rei d'ezi ar gurunen he devoa gonezet dre he zantelez. He c'horf a oe beziet en kouent Trebnitz, ha tri bla warn-ugent goude he maro, er bla 1266, Klemant IV a lakas he hano war roll ar zent. He c'henvroïz eus ar Pologn o deus kemeret anezi evit o fatronez.

------------------------------------


K E N T E L

Disparti ar maro a zo berr

War maro he fried ha hini he mab, Hedwij a oe poaniet he c'halon; mes ne skuilhas ket a zaerou, ne ziskouezas ket eur glac'har dreist-muzul; chom a reas habask dirak ar boan. Ne wele nemet dorn Doue en kement a c'hoarveze ganti ha gant he zud nesan. Eun nerz-kalon ken dispar n'halle dont d'ezi nemet eus he doujanz hag eus he c'harante birvidik evit Mestr bras pep tra, eus ar zonj be-pred beo en he spered eus eûrusted ar bed-all ha breskadurez an holl dreo krouet.

N'eo ket pec'hed, koulskoude, gouelan war maro bon c'herent hag bon mignoned; mes arabad gouelan evel an dud ha n'o deus mui a esperanz d'en em welet. An dud a gollomp evit ar bed-man a gavfomp en tu-all.

War he zremenvan, eur vamm gristen, o welet ar c'houec'h krouadur a leze war he lerc'h beuzet en o daerou, en harz he gwele, a lavaras d'eze : « Ma bugaligou, na ouelet ket; eur pennadik amzer hepken e chomfet war ma lerc'h; mes ne vefomp ket pell dispartiet; ar vue zo berr, ne zalefet ket da zont ive d'al lec'h mac'h an. C'houec'h-all eus ma bugale a zo et 'n em rôk, ha me am eus mall da welet ha da vriata aneze en ti an Otrou Doue. »

*******

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica