retour à la page d'accueil

pages 736, 737, 738

Pages 736, 737, 738

*******

Pempvet devez warn-ugent a viz Here

Sant Gouenou

Eskob (VIet kantved)

----------------

Tudoghil eo ar c'hentan Breizad a zo bet hano anezan en Bro-Leon. En em gaout a reas er vro en blaveziou kentan ar VIet kantved, ha sevel a reas e dibidi en kastel Gollob, en kreiz tre an Aber-Ac'h hag an Aber-Binniget. Bezan en devoa tri grouadur : daou bôtr, Gouenou ha Majan, hag eur verc'h, Tudona.

Majan a dreuzas an Aber-Benniget hag a yeas da chom el lec'h dudius m'eman breman c'hoaz ar chapel a zoug e hano.

Tudona a yeas da vevan pemp leo bennak ac'hane, en goueled ar C'hoad-Donan. 

Gouenou a ziskennas etrezek Brest, hag a zavas e beniti 'n eul lec'h goue, diou leo diouz ar gêr-ze, en tu an hanter-noz. Ar roue Konomor, eun de ma oa o chaseal, a zigouezas gantan kouezan war Gouenou; goulenn a reas digantan e hano, eus a be vro e teue, penôs e rê da vevan, ha dizro d'ar gêr, e tiskuilhas d'e dud santelez ar manac'h en devoa kavet oc'h ober e dro.

Nebeut goude, eleiz a dud yaouank a c'hoantaas kemer skouer diwar Gouenou ha bevan gantan. Konomor, o vezan klevet kelo a ze, a roas douar awalc'h d'ar zant da zevel eur manati ha da vagan e venec'h.

An abad santel, ken dre e gomzou, ken dre e skoueriou, a renas ervat e venec'h. Tol evez a rê, dreist pep tra, da viret d'eze o brud vat, hag abalarnour da ze plac'h ebet n'halle lakat he zreid er manati.

War a lavar ar re goz, ec'h azezas eur pennad war gador-eskob Leon hag e oe ar pastor mat a oar diwall e zenved diouz ar bleiz hag o magan gant frouez ar gwir zantelez.

O vezan et da Gemperle d'ober eur bale da welet sant Korbasius, eur mignon d'ezan, e oe lazet gant eur morzol o kouezan diwar eur voger e oad o sevel.

E gorf a oe sebeliet en Kemperle. Divezatoc'h e oe digaset e relegou d'e vanati. Douget e vezont bep bla endro d'e vinihi, da genver pardon bras ar Yaou-Bask. Duked Breiz o-unan a c'houlennas an enor d'o dougen; an ôtrou Charlez Bleiz hen greas, er bla 1342; an ôtrou Yan V, er bla 1417; an ôtrou Per hag e eontr, au ôtrou Arzur, er bla 1455.

En blaveziou kentan ar XVIIet kantved, e oe savet en Gouenou kaeran iliz a zo war-dro Brest.

Ar zant-man an eus chapeliou en Plien, en Priel hag en Plouillio. Bezan eo patron Sant-Goueno, en Breiz-Uhel.

----------------

KENTEL

Ar fe

N'oufemp birviken sevel ilizou re gaer, na kanan re uhel meuleudiou ar zent koz o deus, evel sant Gouenou, digaset er vro-man tensor ar fe.

Ar fe eo ar penn-kentau, ar men-diaze hag ar wrizien eus bon holl zantelez.

Ar men-diaze a lavar muioc'h eget ar penn-kentan, hag ar wrizien, muioc'h eget ar men-diaze. Gwir eo, ar men-diaze eo ar penn-lkentan eus an ti, mes bezan eo, ouspen, ar pez a zoug an ti a-bez, ha dougen a zo muioc'h eget kommans. Evelse, ar wrizien a zo ive penn ar wezen; dougen a ra ar wezen; bezan eo ive ar pez a ro bue d'ar skourrou, d'ar bleuniou ha d'ar frouez, ha rei bue  a zo muioc'h eget dougen.

Heb ar wrizien, n'eus ket a wezen; heb ar men-diaze, n'eus ket a di; heb ar penn-kentan, n'eus netra. Evelse, heb ar fe, ar c'hristen n'eo kristen ebet; heb ar fe, n'hall den plijout da Zoue. Dre ar fe eo e teuomp da garet hon enebourien; panevert d'ezi, hon dije kasoni oute; dre ar fe eo e teuomp da gazout plijaduriou ar bed; panevert d'ezi e karjemp aneze; dre ar fe eo e teuomp da ankouât eun dismeganz zo bet gret d'imp; panevert d'ezi, e klaskjemp en em venji; dre ar fe eo e teuomp da vinnigan an Otrou Doue en hon foaniou, da garet ar baourente hag ar binijen; panevert d'ezi, hon diie bet rukun oute.

Ar fe a zo didalve heb an oberou. Pac'h efomp dirak hon barner ne vezo ket awalc'h d'imp gallout lavaret : «kristen oan; fe am oa; » red e vezo d'imp bezan goest da lavaret kerkent : «hag o vezan m'am oa fe, am eus distaget ma c'halon diouz treo touellus ar bed am eus stourmet ouz ma zechou fall; am eus yunet, am eus pedet am eus grêt aluzen, n'am eus lôsket a-goste hini eus ma deveriou. »

Kernent hini a c'hello komz, eu doare-ze, war e varo, a vezo lavaret d'ezan gant ar barner bras :

«Euge, serve bone, intra in gaudium Domini tui : Deus, servijer mat, deus da gemer peurz en levenez da Otrou.»

*******

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica