retour à la page d'accueil

pages 738, 739, 740

Pages 738, 739, 740

*******

C'houec'hvet devez warn-ugent a viz Here

An den eürus Bonavantur Potenza

1651-1711

---------------

Jerard, mab da Lelio Lavanga ha da Gatel Pica, a deuas er bed en kêrig Potenza, hanter-hent etre Salern ha Mateola, en deiou kentan ar bla 1651. 

A vihanik e kare chom pell da bedi dirak tôlen ar Werc'hez, hag ar vamm vat-ze eo a roas d'ezan ar c'hras da viret digailhar, epad e vue, saë wenn e vadeziant. E gasoni ouz ar pec'hed hag e zentidigez ouz e gerent a rê anezan skouer ar vugale; ne gave plijadur ebet o 'n em veskan en o c'hoariou; e zudi oa klevet komz eus au Otrou Doue ha kaout skol war gwirioneziou ar fe. Da zaouzek vla, e kemeras kenteliou latin gant eur beleg eus a Botenza, ha da c'houezek vla, e wiskas saë sant Fransez. Neuze e kemeras an hano a Vonavantur.

Pa oe beleget, ar vrud eus e zantelez a yeas dre ar vro, hag e save trouz etre ar c'hêriou, o klask goût pehini aneze hen mirje ar pellan. Ne veze roët ken hano d'ezan nemet an tad santel : padre santo. E vevanz a oa eus ar re baouran. D'ar gwener e kreske c'hoaz e binijennou; rnogeriou ha leuren e gambr a veze ru gant ar gwad, ken kalet en em skourjeze; ober a rê skol da vugale ar beorien, ha lakat a reas kement a bec'herien da zizrei ouz Doue ma veze lezhanvet a-wechou roued ar bec'herien : laqueus peccatorum.

Lavaret a reas eun devez d'eur bec'herez vras, en devoa jachet diwar hent an ifern : « Re a c'hoant ho peus bet da blijout d'ar bed, ha Doue a gastizo ac'hanoc'h abalamour da ze : ar c'hrign-bev a zebro ho penn. » Hag en gwirione, pemp bla ha tregont goude, ar wreg-ze a zavas enni eur gouli euzus a grignas he fenn hag a gasas anezi d'ar be.

En noz arôk gouel Maria miz kerdu, e oa o tomman gant e vreudeur, goude bezan kanet an ofis, pa 'n em droas en eun tol warzu an Tad Thomas a Gerroto : « Breur, emezan, laket urz en aferiou hoc'h ene, rak a-benn daou vla, da genver an de-man, e varvfet. » Hag ar gomz-ze ive a deuas da vezan gwir.

Er bla 1710, an Tad Bonavantur a oe kaset da zevel eur manati neve da Ravello, hag e reas eno, dre e gomzou hag e skoueriou, eur vad divent er vro tro-dro. Eun devez, o vezan kavet eun den lor war e lient, e vriataas anezan gant teneredigez, ha kerkent ar c'hlanvour a 'n em gavas yac'h-pesk.

Koulskoude, an amzer a dostae, evit an den santel, da vont da welloc'h bro. C'houec'h miz arôk e varo, e veze komzou a ze gantan. D'ar 15 a viz here, ec'h eas da govez an ôtrou 'n eskob, hag o kimiadi dioutan e lavare :

- Otrou 'n eskob, eun dra vras am eus da c'hourc'hemenn d'ec'h.

- Grêt eta, eme an eskob.

- Mat, eme an Tad Bonavantur, pa vin maro, klasket, en han' Doue, da zont war ho tro, eur beleg hag en devo hardiegez awalc'h evit lavaret d'ec'h ar wirione.

En deiou war-lerc'h e kouezas klanv; d'an eizvet devez eus e glenved, e c'houlennas pardon ouz e vreudeur eus an holl skoueriou fail en devoa roët d'eze. Eun heur arôk e varo, e lavaras ter Ave Maria, hag e roas e ene da Zoue, heb anken, d'ar 26 a viz here 1711.
E gorf, goude e varo, a dôle c'houez vat hag a chômas gwenn evel unan bev; an ôtrou 'n eskob a reas e zougen en ruiou kêr, ha miraklou eleiz a c'hoarvezas pen-da-ben. Pa oe kaset d'an iliz, e tigoras e zaoulagad hag e stouas e benn dirak ôter ar Zakramant.

****************************

**************

****

Ober a rêr hirie, en Kemper, gouel sant Alor, eil eskob Kerne goude sant Korantin, patron Erge-Vihan, Plobannalec, Tremeok ha Tregennek, ha gouel sant Alan, a bignas war gador-eskob Kemper, prest goude sant Alor, hag en deus eleiz a filhored hag a filhorezed en Breiz-Izel.

*******

KENTEL

Ar pec'hed

Ar pec'hed a zo eun dra hag e tleomp, eme ar Skritur-Zakr, tec'hel dioutan evel diouz eun aer-viber.

Ar zent, holl a dec'he, gant ar brasan evez, diouz ar pec'hed ha diouz kement tra a welent ennan skeud ar pec'hed ; rei a rênt o bue evit jachan ar bec'herien diwar hent an ifern.

Ha n'eo ket souez, rak pa vezo lavaret mat, n'eus ken droug war an douar nemetan ; n'eus nemetan oc'h ober poan da Zoue ; n'eus nemetan oc'h ober poan d'an den.

Peseurt kemm (1) a zo etre ar berlezen en eur bann-heol hag ar berlezen en he c'hlozen ?

Hini ebet, nemet e ve en daou lec'h dishenvel.

Peseurt kemm a zo etre ar pec'her hag an den daonet ?

Hini ebet, kennebeut, nemet n'emaent ket er memes lec'h ; ar pec'her eo an den daonet war an douar, bag an den daonet eo ar pec'her en ifern.

Skrijus eo sonjal en kement-se.

Tec'homp eta diouz ar pec'hed, gwellan m'hallfomp, ha diouz kement a zoug d'ar pec'hed ; jachomp war an hent mat, dre hon skoueriou, hon c'homzou hag hon fedennou, hon breudeur hag hon c'hoarezed kouezet war hent an ifern, ha lavaromp alïes d'ar Werc'hez Vari :

Torret chaden ar bec'herien, 

D'ar re zo dall roët sklerijen. 

Pellaet diouzimp pep droug dalc'h-mat 

Ha goulennet d'imp pep seurt vad.

 

Solve vincla rets, 

Profer lumen cœcis, 

Mala nostra pelle, 

Bona cuncta posce.

*******

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica