retour à la page d'accueil

pages 740, 741, 742, 743

Pages 740, 741, 742, 743

*******

Seizvet devez warn-ugent a viz Here

SANT MAGLOAR

EskoL Dol (***-585)

------------


> agloar a oa eur Breizad a ziskennas war-dro hanter ar c'houec'hvet kantved en Bro-Arvor, da heul e genderv Samson, hag a bignas, da varo heman, *war gador-eskob Dol (565). Mes dont a reas buhan da gazout ar garg-ze, ha goude bezan roët e gador da zant Budok, en em dennas en ene-zennou a oa stag ouz e eskopti, evit gallout bevan eno pell diouz trouz ar bed. Eur Breizad galloudus ha pinvidik, e hano Loieskon, a oa perc'hen ter eus an enezennou-ze. Seiz via so e oa klanv gant al lorgnez. Goude bezan klas-
(1) Kemm, différence.
ketlouzeier a-gle hag a-zeou, o welet ne wellaetamm, en em erbedas ouz sant Magloar. An eskob santel, dre e be-dennou hag e ouiziegez, a deuas a benn d'e barean. Loieskon, evit diskouez e anaoudegez val, a roas d'ezan an hanter eus enezen Serk hag a viras an hanter-all. Neuze e c'hoarvezas eun neveuti souezus. Lapoused an enezen ha pesked an ôchou a 'n em dennas holl en tachen ar zant. Loieskon, hag en devoa « aour hag arc'hant, mevelien ha plac'hed, kezeg ha loened-korn, douarou edek ha gwiuien-nou zoken, » ne reas ket kalz a van evit gwelet ar c'holl-ze o c'hoarvezout gantan; mes e wreg, hag a oa eur plac'h tost, a reas d'ezan tennan digant Magloar e dachen ha rei d'ezan eben. Kerkent al lapoused hag ar pesked a yeas da heul ar zant. 0 welet kement-se, Loieskon, den a spered hag a galon, a roas an enezen a-bez da Vagloar, daoust da glemmou e wreg. Heman a zavas neuze enni eur manati kaer elec'h ma chômas betek e varo.
Ar manati-ze, evel eun tour-tan eu kreiz 'tre an Diou-Vreiz, a sklerijenne war dreo ar bed ail ha war dreo ar bed-mau, an dudigou kez a oa o chom en enezennou tro-war-dro. Kement hini a gare mont da Zerk a gave eno magadurez evit e gorf hag evit e spered.
Er bla5S5, ar gernez a reas gaou bras ouz Bro-Arvor. Enezen Serk, labouret mat gant he inenec'b, he devoa berniou ed da ziouered d'an Arvoriz tro-war-dro.
Koulskoude, dont a reas kement a dud da glask an alu-zen, ma teuas an irc'hier da vezan goullonteret, ha setu an dienez ive er manati. Darn a lavare kas ar re yaouan-kan d'ar gêr, ken e vije tremenet ar gernez, mes Magloar ne oa ket jalet d'ober an dra-ze. Fiziout a rê war Brovi-dans Doue.
Eun devez goude lein, bugale-skol ar manati a deuas d'e gaout, hag o vezan poket d'e dreid, e lavarjont : « Tad, lôsket ac'hanomp da vont d'an ôd evit ne vezo ket hon moueziou skiltrus o harz ar venec'h koz d'ober o c'housk. War an ôd ni 'c'hallo lenn hon c'henteliou a vouez uhel, hag en doare-ze e teskfomp aneze kalz buhanoc'h ».
- Mat, et d'an ôd, bugale. eme Vagloar, mes bezet fur, ha dizroet d'ar gêr d'an heur.
Ha setu ar bôtred, lorc'h enne, o tiskenn d'ar red d'ar porz-mor. Kaout a reont eno eul lestr koz, mat da nelra, hag a oa bet jachet war ar bili. Pignal a rejont eb;uv, da c'hoari; redek a rênt eus an eil penn d'egile hag ober;t rênt sin da roenvi. Hogen, en devez-ze e oa reverdi liras. Ar mor a deue warneze, hag i oa ken troet da c'hoari, ma ne dolent ket plê. En eun tol, eun tarz a deuas a zibradas al lestr, hag a gasas anezan, bugale hag all, etrezek ar mor don. A drugare Doue, an avel a oa sioul hag a gasas aneze, hep droug ebet, war ôchou Bro-C'hall. Douaran rejont en eur c'harter ha ne oa ket a gernez en-nan. Pa lavaras ar vugale pebez paourente oa en manati Serk, e oe karget d'eze o lestr a vleud hag a ed. Dizrei rejont d'ar gêr; tri devez o devoa laket d'ober o zro. Kement a aluzennou a oa deut gante, ma renkas c'houec'h koublad ejenned dont da gerc'hat aneze d'ar porz-mor.

Sant Magloar a varvas prestik goude (585).

Ar zant-man en deus eur chapel en parouz Tregrom. Pedet eo ouz ar gouliou.

***********************


SANT MILIO

Merzer (VIet kantved)

Milio a oa mab henan Budik, trede komt a Gerne, maro war-dro ar bla 530; eur breur an evoa hanvet Rivod. Milio a gemeras evit pried Aurilia, merc'h Winnok, prins a Domnone, a roas d'ezan eur mab hag a deuas da vezan ar merzer yaouank Melar.

Seiz vla e renas en Kerne, hag en keit-se, war a lavar an istor, nag ar glao, nag ar grizilh, nag ar skorn, nag ar zec'hour ne rejont gaou ouz treo an douar.

En e amzer, e varvas sant Korantin, eskob Kemper, ha sant Gwenole, abad Landevennek. Hen e-unan ne chomas ket pell war o lerc'h, ha bezan en devoe eur maro truezus meurbed. E vreur Rivod an evoa kemeret droug outan hag hen lazas eun de gant eun tol kleze.

Milio eo patron Plouillio, elec'h ma ve grêt e bardon sul war-lerc'h an Asansion.

Enr chapel an eus en Trebeurden, 'barz an enezen a doug e hano.

------------------------


KENTEL

Providans Doue (1)

Na vezet kel war enkrez ha na leveret ket : 

Petra gavin da zibri, penôs vezin gwisket, ? 

An Tad oc'h eus en nenvou zo skler e zaoulagad, 

Hen 'roï d'e zervijerien o boed hag o dilhad.

Sellet ouz an evnigou a nij a-us d'ho penn; 

N'ouzont hadani na medi, u'o deus ket eur c'hreunen. 

Kât a reont, dre c'hras Doue, bep devez o begad : 

Bevel eta gant fizianz en madelez ho Tad. 

Sellet ouz ar bokedou a zav ken stank er prat; 

Biskoaz n'o deus bet desket na nezan, na gwrial, 

Ha koulskoude, Salomon, warnan e vantel aour, 

Kichen eur bodig lili a oa c'hoaz gwisket paour. 

Mac'h eo livet ken koantik ar bleuniou-ze dister. 

En em zigor da vintin hag a vo sec'h e-berr, 

Leveret d'in, tud dife, penôs c'hallfe Doue 

Lezel noaz ha dibourve an dud. e vugale ? 

Klasket gonid, da gentan, rouantelez an ne. 

War hent ar gourc'hemennou na skuizet o vale : 

D'ec'h ' vezo ar baradoz; ha zoken er bed-ma, 

Digant ho Tad c'houi pezo ha dilhad ha bara.

(1) Prezegen Jezuz war ar Mene. Vlet pennad Aviel sant Vaze, 26, 34, laket en gwerziou gant an ôtrou Guillou. ar barz brudet, ganet en Kleder ha marvet person en Pennmarc'h.,

*******

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica