retour à la page d'accueil |
pages 743, 744, 745
Pages 743, 744, 745
*******
Eizvet devez warn-ugent a viz Here
Sant Simon ha sant Jud
Ebestel
-------
Simon, lezhanvet ar C'hananean, ne ouier netra diwar e benn, mat awalc'h, nemet e oe unan eus an daouzek abostol a zibabas an Otrou d'astenn e rouantelez war an douar, hag e skuilhas e wad evit ar fe.
Jud a oa unan eus kendirvi Hon Zalver. Breur oa da zant Jakob ha da zant Simeon.
Er goan divezan, Jezuz a lavare en em ziskouezje d'ar re hen c'harje. Jud a c'houlennas outan kerkent : «Otrou, perak en em ziskouezet hoc'h unan d'imp ha n'en em ziskouezet ket d'ar bed ? »
Jezuz a respontas hag a lavaras d'ezan : «An neb a gar ac'hanon a viro ma c'homzou, ha ma Zad a garo anezan, hag e teufomp etrezek ennan hag e chomfomp ennan.
» An neb ne gar ket ac'hanon ne vir ket ma c'homzou. Hag ar c'homzou hoc'h eus klevet ganin, n'eo ket ma c'homzou int, mes komzou ma Zad, an hini en deus ma digaset davedoc'h.»
Goude m'oa pignet hon Zalver en nenv, Jud a roas an dorn d'an Ebestel-all da ziframman ar bed eus adre galloud an drouk-spered.
Eul lizer skrivet gantan da ilizou ar zav-heol, ha dreist-oll d'ar Judevien gonezet d'ar fe, a zo deut betek ennomp; drezan e c'hoantae lakat ar gristenien da deurel evez ouz an heretiked hag ouz ar schismatiked a oa o tanzen 'n em diskouez. Setu aman pennadou eus e skrid :
« Jud, servijer Jezuz-Krist ha breur Jakob, d'ar re a zo dibabet gant Doue an Tad, hag a zo miret gant Jezuz-Krist goude bezan o galvet;
» Ra gresko ennoc'h an drugare, ar peuc'h hag ar garante.
» C'hoant am boa da skrivan d'ec'h evit ho pedi da stourm evit ar fe...
» Rak en em zilet an eus en ho touez tud fallakr... hag a nac'h Jezuz-Krist, non Mestr hag hon Otrou...
» Drouk-prezeg a reont eus ar pez n'ouzont ket; hag en em vastari a reont en kement a anavezont, evel loened mut.
» Evidoc'h-c'houi, breudeur ker, en em harpet war ho fe hag en em viret en karante Doue. »
Evel sant Simon, sant Jud, an abostol kalonek, a varvas ive dre ar verzerenti.
-------------
KENTEL
Ar re a bec'h eneb ar fe
An heretiked eo an dud ne fell ket d'eze bezan kelennet gant an Iliz.
Ar schismatiked eo an dud ne fell ket d'eze bezan gouarnet gant an Iliz.
An nac'herien o fe eo an dud a dro kein da Zoue o badeziant.
Ar ouenn aneze oe ganet, en de ma c'hanas an Iliz he-unan, ha padout a raio betek fin ar bed.
Petra ra d'an dud-ze, da vihanan, tec'hel evelse diwar barlen hon Mamm Zantel ?
Daoust ha re galet e kavont ar gwirioneziou zo da gredi ?
Nan, n'eo ket ar gador-zarmon eo a ra d'eze tec'hel eus an Iliz, ar gador-govez an hini eo; n'eo ket abalamour m'eo re galet ar gwirioneziou da gredi eo e nac'hont o fe, mes abalamour ma kavont re striz ar gourc'hemennou zo da heuilh, hag e lavaront neuze en o c'halon : «N'eus Doue ebet ! Non est Deus.' » En o c'halon eo e lavaront an dra-ze, n'eo ket en o spered, rak gant o spered, pa zigoront anezan an disteran, n'hallont ket chom hep gwelet ar skieur, da vihanan, eus Doue; mes techou fall o c'halon, savet uheloc'h eget o fenn, o deus o dallet, hag abalamour da ze, ne welont mui Doue. Evil gwelet Doue, kalon an den a renk bezan sioul, ha reiz an treo en ni.
Bezomp glan a galon hag e chomfomp war barlen bon Mamm Zantel an Iliz; bezomp glan a galon hag e welfomp Doue.
*******
Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage : |