retour à la page d'accueil

pages 779, 780, 781

pages 779, 780, 781

*******

Dekvet devez a viz Du

Sant André Avellino

1521-1608

-----

Andre Avellino a deuas er bed en rouantelez Napl, er bla 1521. E dad hag e vamm, kristenien eus ar gwellan, a lakas abred doujanz Doue en e galon. Hed e yaouankiz tremenet er skoliou, an doujanz-ze a vrias ennan eur f'urnez dispar; kaer o devoe ar yaouankizou-all eus e oad êsat hen lakat da gouezan, dre dentasionou hudur, an trec'h a chomas gantan.

Dre n'en devoa ken c'hoant nemet bezan beleg, ec'h eas da Napl da studian al lezennou, ha ne zaleas ket da vezan grêt doktor ha beleg. Desket hag helavar evel ma oa, e oe dibabet evit bezan advokad dirak lez-varniou an Iliz. Mes eun devez, e tigouezas gantan lavaret eur gaou dister. Raktal e teuas en e zonj komzou ar Skritur-Zakr : «Ar genou a lavar ar gaou a laz an ene», hag e roas e zilez. Neuze e oe galvet da ren eur gouent leanezed. An evez a gemere d'ober ervat e labour a lakas eun nebeut tud fallakr da gounnari outan. Klask a rejont en em zizober anezan, ha skoet a oe a dri dôl kontel. Ar zant ne gollas ket, evit se, peuc'h e ene; n'evoe ken c'hoant, goude, nemet da vezan c'hoaz tostoc'h da Zoue.

Goulenn a reas bezan digemeret en Urz an Tadou Theatined; ôtreet oe d'ezan. Neuze e kemeras an hano a Andre, evit merkan gwelloc'h ar garante birvidik en devoa evit ar groaz. Neuze ive e komansas bale a gammejou bras war hent ar zantelez. Ober a reas le da chom heb ober gwech ebet e benn e-unan, ha d'ober ar pez a gavje d'ezan vije ar gwellan. Heuilh a rê an disteran eus reolennou e Urz, hag o vezan bet laket en penn e vanati, hag e labour, a roë da brezek ha da govez. Kalz eneou a a chome gantan, goude m'en dije peurc'hrêt e bedennou e roas d'e holl venec'h ober eveltan. Kement tamm amzer c'honezas da Zoue, dre al labour-ze, rak kalz tud eus kêr ha tro-war-dro a deue d'e gàt evit kaout sklerijen war stad o c'honsians ha war an hent da heuilh evit mont d'ar baradoz. Doue e-unan a ziskouezas dre eur burzud pegement e plije d'ezan labour e zervijer. Eun nozvez ma oa et Andre, dre eur barr-amzer spontus, da welet eur c'hlanvour, e varvas ar golo, pa oa o tizrei. Daoust da ze, nag hen na hini eus an dud a oa gantan ne oent na glebiet an disteran na troet diwar o hent. Korf  ar zant a oa deut da vezan skedus hag a ziskoueze ar wenojen.

E vue a oa ken santel ma ne oe den souezet gant eun hevelep burzud. Pell a oa, Andre a oa anavezet evel eun den hag an evoa sklerijen digant Doue war an treo kuzetan eus an eneou, eus an amzer dremenet hag eus an amzer da zont.

Gant ar veleien, koulskoude, e oa e breder bras; rak i 'zo galvet da vezan sklerijen ar bed ha holen an douar. C'hoant en devoa da lakat aneze birvidik evit an Otrou Doue, evel an Ebestel. Urz an Dheatined a oa bet savet evit se gant sant Gaetan. Mont a reas eta da Vilan ha da Blaizanz, evit sevel tier eus e Urz. En Milan e kavas sant Charlez Borrome hag a oa er memes sonj gantan. Andre, koz dija ha d'ezan eleiz a skiant-prenan, a roas an aliou gwellan d'an arc'heskob santel.

Eiz vla ha pevar-ugent en devoa ar zant. Evel eur zoudard kalonek, en devoa labouret ha stourmet mat evit e vestr. Deut oa ar mare evitan da gaout e gurunen. Goude bezan gwisket e zilhad-oferen ha diskennet ouz traou an ôter, ec'h ee da gomans an oferen. Kerkent ha lavaret gantan ar c'homzou kentan : « Introïbo ad altare Dei : Me yelo warzu ôter Doue », oe darbet d'ezan kouezan; kouezet a vije bet, skoet gant enn tol gwad en e benn, panevert oe harpet gant an hini a responte an oferen. Digaset d'ar sekreteri, e oe amzer c'hoaz da rei d'ezan e zakramanchou divezan. Ugent vla goude e varo (1628), Urban VI11 hen disklerias eürus, hag er bla 1712, ar pab Klemant VI hen lakas war roll ar zent. Ar Sisil he deus kemeret anezan evit unan eus he fatroned. Ar zant-man a ve pedet en Itali, evit kaout ar c'hras da vezan diwallet eus ar maro trumm.

---------------

KENTEL

Bezomp war c'hed eus hon maro

Ar maro a zo eun disparti poanius, abalamour m'eo an disparti etre ar c'horf hag an ene, daou dra grêt ken brao an eil diouz egile; poanius c'hoaz, abalamour ma c'hall c'hoarvezout pa zonjer an nebeutan; poanius, erfin, abalamour n'ouzer ket petra zo d'en em gaout goude.

Eun disparti eo ha ne espern den : ar maro a ra e dro er c'hestel alaouret, hag al lochennou disteran ne chomont ket heb hen gwelet.

Eun disparti eo ha pep tra a gomz d'imp anezan. Hon zi; dre ar maro eo e teuomp da vezan perc'hen d'an treo a zo ennan. Ar c'hleier hon galv bep sul d'ar beden a zono eun de glaz evidomp; ar vered; mouez ar be a lavar da bep-hini ac'hanomp :

Hirie d'in-me, 

Varc'hoaz d'it-te 

Da vont kouls ha me, 

 D'an eternite.

An iliz; ar plasou hon deus enni, re-all a vezo enni hepdale, hag ar veleien a zo breman o prezek d'imp komzou Doue, re-all a gemero ive o c'harg; ne vezer ket keit-se evit adneveât pen-da-ben eur barouz.

Ar maro a zo eun disparti hag hon skoo evel eul laer : n'ouzomp na pegoulz, na pelec'h. Nag a dud a varv en eun tôl ! Dleet eo eta d'imp hen gedal en pep lec'h, pa n'ouzomp ket pelec'h e tizo ac'hanomp; rak ma tigor ar maro mat dor an nënv, ar maro fall a zigor dor an ifern.

*******

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica