retour à la page d'accueil

 

pages 794, 795, 796, 797

Pages 794, 795, 796, 797

 

C'houezekvet devez a viz Du

SANT MELANI

Eskob Roazon (*** - 530)

******************

Melani a oa ganet en Plaz, eskopti Gwened, er c'horn tostan da eskopti Roazon. Sevel a reas war e zouar eur manati bras a zervijas kalz da gristenan ar vro a zo etre Gwened, Roazon ha Naoned.

Eun den koz eus Bro-Wened, o vezan kollet e vab, a lavaras d'e vignoned : «Douget korf ar pôtr-ze d'an den santel Melani : fizianz am eus e roio d'ezan ar vue, hen hag a brezek an Doue beo.»

Ar c'horf a oe douget d'ar zant; an tad a deuas d'e heul hag a lavare, an daerou en e zaoulagad : «O den mat, kredi ran ho peus galloud da rei ar vue d'am mab.» An dud a oa diredet da heul ar Gwenedour a harpe e beden.

Sant Melani a zizroas warneze : «O Gwenediz, da betra ober miraklou dirakoc'h en hano Jezuz-Krist, pa n'eo ket mat d'ec'h kredi ennan ?»

En amzer-ze c'hoaz, Gwenediz, kouls lavaret holl, a oa paganed. Ar bobl a respontas : «Ma lakes ar vue da zont er bugel-ze, neuze ni gredo holl en Doue a brezegez.»

Melani a bedas, a reas sin ar groaz war galon ar c'hrouadur, hag ar c'hrouadur a vevas. Ar bobl, sebezet, a youc'has raktal : «Awalc'h eo ! Ni a gred holl en Doue Melani !» Hag en gwirione, nebeut amzer goude, ar zant en devoe ar blijadur da vadezi, kouls lavaret, kement hini a oa bet test eus e virakl.

War-dro ar bla 490, Melani a bignas war gador eskob Roazon. Den ebet. ne ouie gonid an dud eveltan.

War e ali, Klovis a zavas eleiz a ilizou neve, a dresas ar re oa fall, a ziazezas kalz a vanatiou, hag a labouras hep paouez da grenvât ar relijion, War e ali c'hoaz, e vodas en Orléans, er bla 511, an daou ha tregont eskob a oa neuze en Frans, evit en em glevet eneb an Arianed hag evit embann gwir greden an Iliz. Sant Melani eo an eskob a skedas ar muian er c'honsil-ze. Hen eo a deuas a benn en Frans da lakat an Iliz hag ar Gouarnamant da rei dorn an eil d'egile, evit brasan mad ar vro.

En amzer-ze e oa en Bro-Wened eun ôtrou bras, e hano Euzeb, den pinvidik ha digalon. Eun devez m'oa et da Gomblesak, gant e arme, ec'h eas droug ennan, den ne oar perak, hag e reas tennan o daoulagad ha troc'han o daouarn da eleiz a dud eus ar gêriaden-ze. En noz war-lerc'h, e kouezas klanv bras hag e oa dare da vervel. Ar vedesined ne ouient netra diouz e glenved. Tri devez so ' oa er stum-ze, pa gouezas klanv ive e verc'h Aspasia. Houman a 'n em ruilhe war an douar evel pa vije bet et an drouk-spered enni. Komzet oe neuze da Euzeb eus a Velani, a deue c'hoaz, beb an amzer, d'ober eur bale da Blaz, daoust d'ezan da vezan eskob Roazon. Eus a Gomblesak da Blaz, ne oa nemet c'houec'h leo; Euzeb a gasas eur c'hannad da gât an eskob d'e bedi da zont d'e welet, en hano ar garante. Melani a deuas, hag o vezan 'n em gavet gant ar c'hlanvour, e kovesaas anezan, e roas d'ezan eur binijen galet, e lakas d'ezan ter gwech eoul binniget, hag e pareas anezan, hen hag e verc'h. Euzeb, evit diskouez e anaoudegez vat, a roas d'e vadoberour parouz Komblesak a-bez.

Melani a varvas en Plaz war-dro ar bla 530. E gorf a oe digaset da zebelian da Roazon. Pa oa o tremen mogeriou kêr, daouzek laer a oa eno, en eur prizon, o c'hortoz bezan laket d'ar maro, o klevet kan an dud o vont da heul ar c'horf, a 'n em westlas d'an eskob santel, o c'houlenn o delivranz. En eun tol, an tour ma oant ennan a faoutas eus traou betek krec'h, ha dre ar faoût, al laeron a c'hallas en em jachan er-mêz, hag a yeas war-lerc'h ar c'horf betek an iliz.

Sant Melani a zo patron d'eur barouz eus Montroulez hag an eus chapeliou en Plelauff hag en Plufur. Pedet eo evit terri ar gwalinier a gasti.

 

**********************************************************************


Hirie e rêr ive gouel sant Emilion. Evitan da vezan Breizad, ar zant-man zo nebeut anavezet en Breiz, nemet en Logivi-Plougras, elec'h ma 'n eus eun iliz eus ar c'haeran; en Koataskorn, 'n eus ive eur chapel.

Ganet en Gwened, en eur renk dister, e plijas da gomt ar vro-ze hag e oe kemeret gantan da vevel-bras. Tud gwarizius hen tamallas d'e vestr; neuze e tilezas e garg hag e vro, hag ec'h eas da chom d'ar Saintonj, el lec'h a doug breman e hano hag a zo ken brudet dre e winiennou. Emilion a doullas 'barz ar roc'hel eun ermitaj hag a zo breman souezusan iliz a oufed da welet.

Eno e varvas goude bezan bet Tad eun niver a menec'h diredet da vevan dindanan.

Pedet eo en hon bro evit miret an eost diouz pep gwalen..

***********************


KENTEL


An Iliz hag ar Gouarnamant a dle en em glevet

Doue, evel mestr an eneou, en deus savet an Iliz; evel mestr ar c'horfou, en deus savet ar Gouarnamant. An Iliz hag ar Gouarnamant a dle eta en em glevet.

Doue hen goulenn. C'hoant en deus ec'h afe an holl dud d'hen gwelet d'ar baradoz, hag ar Gouarnamant a renk en em glevet gant an Iliz evit ma c'hoarvezo ar pez a fell da Zoue.

N'eus netra dereatoc'h eget an emgleo-ze. An Iliz hag ar Gouarnamant a zo evel an ene hag ar c'horf.

An ene a ro bue ha gened d'ar c'horf; eus e du, ar c'horf a brest d'an ene ar skianchou en deus ezom evit anaout ar pez a dremen en diavez d'ezan, hag evit rei da anaout d'ar re-all ar pez a dremen en e ziabarz.

Ar c'horf hag an ene n'eo ket laket ane an eil war egile zo bet grêt; teuzet int, kouls lavaret, an eil en egile, daoust ma talc'hont da vezan dishenvel, dre ar pez a gemeront ha dre ar pez a reont. An disparti etreze a vefe an dizurz, ar maro.

Evelse e c'hoarve evit an Iliz hag ar Gouarnamant; red eo d'eze en em glevet. An Iliz a dle lakat ar Gouarnamant da beur-ober anezi, evel ma tle ar Gouarnamant lakat an Iliz da beur-ober anezan. Anez ze, e vezo koll diouz an daou goste, muioc'h, koulskoude, diouz koste ar Gouarnamant eget diouz hini an Iliz, rak an Iliz, muian ma lufr, eo en amzer ar brezel.

*******

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica