retour à la page d'accueil |
pages 820, 821, 822
pages 820, 821, 822
*******
C'houec'hvet devez warn-ugent a viz Du
Sant Leonard a Borz-Mauris
(1676 -1751)
------------
Porz-Mauris a zo eur gêr eus a eskopti Albenga, en Itali-Uhelan. Eno e teuas er bed Leonard, an 20 a viz kerdu 1676. Hanvet a oe Pôl-Jerom d'e vadeziant. E dad, eur c'habiten war vor, a gemeras kalz evez d'e zevel ha d'e gelen ervat.
Da eiz vla, Pôl-Jerom a lavare bemde e rozêra. Bodan rê ive bugale e oad endro d'ezan; mont a rê gante en prosesion, hag en dizro e rê d'eze eun tammik prezegen.
Da zaouzek vla ec'h eas d'ober e studi da Rom, ha d'e vla warn-ugent e wiskas saë sant Fransez en manati Ponticelli. Neuze e kemeras an hano a Leonard, dre anaoudegez vat evit unan eus e gerent, an evoa roët lojeiz d'ezan, eur pennad, en Rom.
Ne oa c'haz nemet avieler, pa oe grêt d'ezan prezek, epad ar c'hoaraiz, evit ar wech kentan.
« Leonard, a lavaras unan bennak eus ar re hen c'hlevas neuze, a vezo trompilh skiltrus an Aviel. Lakat a ray eleiz a bec'herien da zizrei war hent ar zilvidigez. »
Nebeut goude e oe beleget.
Gwasan oe, e krogas ennan neuze eur c'hlenved didrue, a gasas anezan betek pal ar maro. Kaset a oe da Napl evit kaout êr yac'h ar mor, mes ne wellae tamm; kaset a oe d'e vro, mes ar paz a greske bepred, ha ne oa netra ken anezan nemet ar relegou.
O welet n'en devoa pareanz ebet da c'hedal digant medesined an douar, en em droas ouz re an nenv, hag e prometas en em rei d'ar misionou ma teuje d'ezan ar yec'hed. Ar yec'hed a deuas, ha Leonard a oe abostol an Itali. Redek a reas anezi eus an eil penn d'egile, hag ouspen eur wech, hag e gomzou a reas vad en pep lec'h.
Eun devez ma oa en Rom, e welas eun den o vont d'e heul en eur huanadi; dizrei a reas warnan ha goulenn a reas digantan perak oa ken glac'haret.
- Ma Zad, eme ar paourkez den, gwelet a ret en harz ho treid ar brasan pec'her a zo war an douar.
- Ha c'houi, ma mab, eme ar zant, ho peus kavet ennon, daoust pegen reuzeudik ac'h on, eun tad hag a vezo leun a deneredigez evidoc'h.
Kas a reas anezan d'an iliz, ha goude bezan e govesaet, e roas d'ezan, en han' Doue, ar pardon eus e bec'hejou, ha levenez ar galon war ar marc'had.
Oh! ma ouvefe an dud n'eont ket da govez pe ne govesaont ket o fec'hejou evel m'eo dleet, pegement a joa a gaver oc'h ober eur govezion vat, nag a hast o dije da gemer al louzou burzudus-ze !
Er bla 1744, Leonard a gemeras al lestr da vont da rei eur mision d'ar C'horz. En amzer-ze e oa nebeut a beuc'h etre tud an enezen. En Kastel Acqua, dreist-oll, oa spontus bezan; kêr a oa rannet en diou gostezen, ha touet o devoa en em lazan kentoc'h eget plegan an disteran an eil d'eben. Pa zigoras ar zant e vision, an holl a deuas d'e selaou, mes an holl a zigase o armou gante bemde d'an iliz. En devez divezan, koulskoude, en eur gimiadi dioute, e pedas aneze gant kement a nerz da 'n em bardoni, ma teuas a benn da denerat ar c'halonou kaletan. En em vodan a rejod endro d'ar prezeger evit 'n em vriata, ha goude an Te Deum, ec'h ejod war ar blasen, hag eno e oe devet kement tamm poultr a chome c'hoaz da lakat er fuzuilhou.'
En Viterb, ar zant a lavare eun devez e vije didrue an Otrou Doue en kenver ar re a laboure d'ar zul. Eur verc'h yaouank, evit ober gwap anezan, a yeas er zul war-lerc'h da labourât d'he farkeier. Kerkent e krogas enni eun drouk-bouzellou hag a lôske anezi kement ma krede e oa o vont da vezan devet en beo; youc'hal a rê : «An tan a zo ennon ! An tan a zo ennon !» He c'hamaradezed a deuas buhan da gregi enni, mes prest goude e tremenas o c'houzanv poaniou skrijus.
Er bla 1749, Leonard a oe galvet gant ar pab Beneat XIV, evit prepari tud Rom d'ar jubile bras a dlee digeri er blavez war-lerc'h. Rei a reas e vision kentan war blasen Navon, unan eus ar re vrasan a zo en Rorn : leun-chouk oa gant an dud; ar pab e-unan a deuas peder gwech d'e selaou.
Daou vision-all a roas c'hoaz en daou garter-all eus kêr; epad an deveziou-ze, kement kador-govez a oa er pevar-c'hant iliz a zo en Rom e oa bagadou tud en o c'hichen o c'hortoz o zro.
Léonard en devoa eun devosion vras da Jezuz-Krist stag ouz ar groaz, ha d'e vamm, ar Werc'hez santel.
Bemde e rê hent ar groaz.
Mervel a reas en Rom, ar 26 a viz du 1751, oajet a bevarzek vla ha tri-ugent : « Koll kalz hon deus grêt, a lavaras ar pab, pa zigasjod d'ezan ar c'helou eus e varo, mes bezan hon deus eun difennour muioc'h dirak Doue. »
Pi IX a lakas e hano war roll ar zent, an 29 a vezeven, 1867.
-------------------
KENTEL
Na re ês, na re diês
Evit kaout ar pardon eus ar pec'hejou, daou dra a zo bet red a holl viskoaz : kaout keun aneze ha kaout eur mennoz start d'en, em viret dioute en amzer da zont.
Ouspen-ze, abaoue m'eo bet Jezuz-Krist war an douar, evit kaout ar pardon eus ar pec'hejou, eo red o c'hovez d'eur beleg hag eu deus galloud da rei an absolven aneze.
Ar pardon, en doare-ze, a zo eun dra ha n'eo na re ês na re diês da gaout.
I. — Ar pardon n'eo ket re diês e gaout. Ma vije bet red, evil bezan pardonet gant an Otrou Doue, kinnig d'ezan en sakrifis eun ejen, pe eun oan, pe eur c'houblad turzunelled, pe eur c'hroueriad gwiniz hepken, petra o dije grêt ar beorien ?
Ma vije bet red, evit bezan pardonet gant an Otrou Doue, yun epad eiz de dioustu, diwar bara ha dour, petra o dije grêt ar glanvourien ?
A drugare Doue, ne c'houlenner netra evelse; n'eus nemet anzav d'ober, hag an dra-ze n'eo na koustus evit ar yalc'h, na poanins evit ar c'horf.
II. — Ar govezion a zo eun dra ha n'eo ket re diês; eun dra eo ive ha n'eo ket re ês.
Mont da lavaret d'eun den, n'hon deus anaoudegez ebet anezan, kouls lavaret, ar pez ne lavarfemp ket d'hon mignoned brasan, na zoken d'hon mammou, n'eo ket ken brao-ze. Tenn eo mont da govez. Anez-ze. ne vije ket kement a dud o pellât diouz ar gador-govez, hag o chom heb anzav o fec'hejou, pa dostaont outi. Tenn eo en em damall. Er govezion, n'eo ket ar c'horf a zo kastizet, nag e skianchou; ar volonte 'n hini zo en pinijen. Ha dleet eo e vefe an treo evelse, p'eo gwir hi eo he deus grêt an droug. Ar c'horf hag e skianchou ne oant nemet he servijerien.
*******
Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage : |