retour à la page d'accueil

page 825, 826, 827

Pages 825, 826, 827

*******

 

Eizvet devez warn-ugent a viz Du

Sant Jakez de la Marca

Eus a Urz sant Fransez (1391-1479)

******


Jakez de la Marca a oa ganet er bla 1391, en Monte Brandone, en Itali, a dud paour mes kristen. Galvet a oe Dominik d'e vadeziant, abalamour ma teuas war an douar d'ar zul, da ze an Otrou : dies dominca. Koll a reas abred e dud, mes eur eontr beleg a zigemeras anezan en e di, hag a roas d'ezan e gentan kenteliou latin. Goude-ze e kasas anezan d'ober e studi da Askoli, hag ac'hane da Berouz. Eun doktor a oa anezan benn e teuas d'ar gêr. Da bemp bla warn-ugent, ar 25 a viz gouere 1416, e wiskas saë sant Fransez en manati Itron-Varia an Ele, hag e kemeras hano an abostol sant Jakez oa e ouel en de-ze.

Bezan en devoa eleiz a vertuziou, mes evel a lavar sant Bonavantur, gouzout a reas o miret en arc'h e galon, gant alc'houe an humilite.

Ne zebre tamm kig ebet ; eun tamm bara hag eun nebeut louzeier oa e holl vevanz. Bemde en em skourjeze betek ar gwad, hag epad triouec'h vla e tougas eur saë reun. Yun a rê epad seiz koaraïz bep bla, ar pez ne viras ket outan da vont en tu-hont da bevar-ugent vla.

Da nao bla warn-ugent, e oe beleget hag en em reas, evel ma lavare alïes, « Hader komzou Doue ».

Goût a rê ken brao an tu da lakat ar bec'herien da zont enne o-unan, ma ne ziskennas ket eur wech hepken eus ar gador, hep gonid unan bennak aneze da Zoue.

Prezek a reas en Itali hag en Alamagn : ober a reas eur vad dispar en kement lec'h ma tremenas. En Flavia,. ouspen daou-c'hant den yaouank a gemeras skouer war-nezan hag a yeas da venec'h. Redek a reas an Norvej, an Danemark, ar Bohem, an Autrich hag ar Hongri. Er bla 1452, e oa en Albani.

Ober a reas e zisken en Ragus. Eno e c'hourc'hemennas lakat daou êl en iliz, unan a bep tu d'an ôter, gant peb a ezansouer en o daouarn, hag arôk mont kuit, e lavaras : « Gwelet a vezo, eun devez, treo burzudus gant an daou êl-ze », hag en gwirione, nebeut goude ma oa et eus ar vro, e oe gwelet an êle-ze o finval hag o hijan o ezan-souerou, bep gouel bras a veze. Ar burzud-ze a badas daou-c'hant vla, ha ne baouezas nemet er bla 1668, pa oe diskaret an iliz e oa enni an ele burzudus.

War e gozni, sant Jakez a 'n em dennas en Brescia; eun den mat ac'hane a gase bemde e vab Konrad da gas d'ezan ar pez en dije ezom. Evit trugarekât et vadoberour, ar zant'a zeske d'ar c'hrouadur pedennou kaer an Iliz. Konrad, dal ma ouveas an Ave Maria, a oe mall gantan hen deski d'eur c'hamarad d'ezan, mab d'eur Judev a ziwar-dro. An daou bôtr bihan o devoa plijadur o vont bemde da lavaret o Ave Maria dirak skeuden ar Werc'hez.

Mes tad ar Judev bihan, pa welas petra oa desket d'e vab, a yeas en kounnar ru. Tapout reas krog en Konrad, ha goude bezaune vouget, e kuzas anezan en eun toll kleuzet er voger, drek an oaled. Duan reas goude ar vein, evit na vije ket gallet kouezan war e guziaden.

Tad Konrad a glaskas e vugel pell amzer, hep klevet kelou ebet anezan. Erfin, e c'halvas sant Jakoz d'e zikour; ar zant a 'n em lakas da bedi, ha Doue a roas da anaout d'ezan pelec'h e oa kuzet korf e vignon bihan. O vezan êt eta, gant daou zen, da di ar Judev, e c'houlennas komz outan. Azezan rejont o-daou dirak an oaled hag, a greiz komz, e tiskouezas gant ar biz da dad Konrad al lec'h ma oa kuzet e bôtr. Dioustu en em lakjod da zispenn ar voger, hag epad ma skoed war ar vein, evit o lemel eus o flas, ar bugel, deut bue ennan, a huche : « En han' Doue, skoet goustatoc'h, gant aon da c'hlazan. ac'hanon ! »

An tad a bardonas ar Judev, ha heman a 'n em dôlas dioustu da dreid ar zant hag a c'houlennas ar vadeziant.

Ferdinand I, roue Napl, a c'hoantaas gwelet sant Jakez, hag a gasas kelou d'ezan da vont d'e gât. Mont a reas, ha mervel a reas en Napl, an 28 a viz du 1479, oajet a eiz vla ha pevar-ugent.

Beneat XIII a lakas e hano war roll ar zent, an 10 a viz kerdu 1726.

----------------------------

KENTEL

Gôpr ar pec'hed

I. -- Ar pec'hed a zigas, d'e heul, mez ha morc'hed. Arôk rei o gwalc'h da dechou fall e galon, an den a ve dienkrez ; eur wech m'en deve roët d'eze o goulenn, e krog ennan mez ha morc'hed. Hanvet mat eo bet ar pec'hejou had daërou, vera semina dolorum, rak en gwirione, n'int nemet se.

II. -- Ar pec'lhed a dôl war an ene chadennou mezus ha diês da derri. An ene, grêt evit gourc'hemenn d'ar bed holl, pa ne zent ket ouz Doue, a bleg d'an techou lousan.

III. Ar pec'hed a dôl war an ene eun dallente spontus. Mac'h anavezfer Doue, ma 'n em anavezfer e-unan, mac'h anavezfer ar pec'hed, biken n'en em lezfer da gouezan ennan.

Mes ar pec'her a zo dallet war ar vad a dle ober, ha war au droug e tle tec'hel dioutan. Kemer a ra an droug evit ar vad hag ar vad evit an droug; ar sklerijen evit an denvalijen hag an denvalijen evit ar sklerijen. Lavaret d'ezan ar wirione hag e kredo e ret gwap anezan :

Ar wirione a zo kasaüs 

D'an neb a zo kablus.

IV. -- Ar pec'her a zo dallet, ha dre forz chom en tenvalijen ar pec'hed, e teu da galetât ouz an droug.

A dam da dam e teu hag e kav bihanoc'h droug ar pec'hed; a dam da dam e teu ha ne gav droug ebet ken er pec'hejou brasan; a dam da dam e teu hag e tenn lorc'h, zoken, eus an droug a ra.

N'en deus aon ebet ken na rak Doue, na rak den, na rak maro, na rak ifern; netra n'hen spont; netra ne ra d'ezan krenan.

Arabad eo d'imp lezel tenvalijen euzus ar pec'hed da galetât hon c'halon, rak war-lerc'h ar galeter a galon e c'hoarve ar maro fall a stlap an den en ifern, lec'h ma vezo desket d'ezan, evit mat, pegen bras droug eo ar pec'hed.

****************

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica