retour à la page d'accueil

pages 851, 852, 853

pages 851, 852, 853

*******

Eizvet devez a viz Kerdu

Gouel Konsepion dinam ar Werc'hez Vari

------------


Eur burzud bras a zo bet gwelet en nenv; eur plac'h gwisket gant bannou skedus an heol; al loar dindan he zreid, ha war ne fenn eur gurunen a zaouzek stereden.

An Iliz a lavar ar c'homzou-ze eus ar Skritur-Zakr diwar-benn ar Werc'hez Glorius Vari, Mamm Jezuz; mes ne roont da intent nemet eur skeuden dister eus gloar an Hini  'zo bet dibabet da vezan Mamm da Zoue. Rak ma 'n eus Doue krouet an heol ken skedus ha laket ennan tomder ha sklerijen evit tomman ha sklerijenni an douar; ma 'n eus Doue krouet al loar ken dous ha roët anezi d'imp evit laouennât an noz; ma 'n eus Doue hadet en oabl eun niver divent a stered evit perlezenni mantel an denvalijen; ma 'n eus Doue grêt ken kaer an treo-ze ha n'o deus na bue, na spered, treo n'int nemet eur boultren kouezet eus e zaouarn, petra n'evo ket grêt evit an Hini a zo bet dibabet gantan, a holl-viskoaz, evit bezan e Vamm ?

Ar Werc'hez, galvet d'an enor dispar da vezan Mamm da Zoue, a renke bezan, adalek an heur gentan, ar c'haeran hag ar zantelan eus an holl grouadurien. Ne vije ket bet dereat gwelet enni, en mare ebet eus he bue, an disteran tarchaden. Doue an Tad he anaveze a holl-viskoaz evit e Verc'h binniget dreist an holl merc'hed; Doue ar Mab he anaveze evit e Vamm, karet dreist an holl mammou; Doue ar Spered-Santel he anaveze evit e Bried, santel dreist an holl briejou. Rak-se, « eo bet gwisket d'ezi saë ar zantelez; war he diouskoa eo bet tôlet mantel ar justis, hag evel eur pried karet, he dilhad zo bet perlezennet gant mein presius an holl vertuziou.»

Ar Werc'hez, a dlee bezan trec'h d'an drouk-spered, a dlee tlastran d'ezan e benn, a dlee lakat ar bennoz 'lec'h m'en devoa hen digaset ar malloz, a dlee lakat ar vue 'lec'h m'en devoa hen laket ar maro; ne oa ket eta dereat e vije bet, en mare ebet eus he bue, dindan galloud an drouk-spered; ne oa ket dereat e vije tizet, an disteran, gant'ar pec'hed orijinel; ne oa ket dereat e vije bet diwanet en ni mammen ar pec'hed, fomes peccati, a lak ennomp-ni holl brezel etre ar c'hig hag ar spered.

Mari a renke bezan dinam en pep doare, adalek ma oa krouet; hon rezon hen lavar uhel. An Aviel hen lavar ken uhel-all. Klevet an arc'hêl Gabriel o komz outi, pa deuas da zigas d'ezi ar c'helou e oa bet dibabet evit bezan Mamm Salver ar bed : Ave, gratiâ plena, Dominus tecum, benedicta tu in mulieribus... Me ho salud, o leun a c'hras...

Ar memes niver a c'hrasou a zo bet en Jezuz-Krist, evel den, a zo bet ive en e Vamm ar Werc'hez, daoust ma ne oant ket deut d'eze dre ar memes hent; Jezuz-Krist an evoa aneze dre wir, evel Doue; ar Werc'hez Vari he devoa aneze dre vertu ar renk uhel oa galvet da zerc'hel evel Mamm da Zoue.

Lavaret a c'hallomp : drezi ar baradoz a zo bet digoret hag an ifern klozet; drezi Doue zo bet anavezet, ar sperejou sklerijennet; drezi ar peuc'h zo deut war an douar d'an dud a volonte vat; drezi ar siou fall zo bet diarbennet, an urz vat diazezet; Hi zo bet hanterourez etre an nenv hag an douar, rak an Otrou Doue a oa ganti, ha ni hon deus bet anezan diganti. Ne vije ket bet Doue ganti abaoue ar penn kentan, ma ne vije ket bet dinam ha leun a c'hras abaoue ar penn kentan. Mar deo binniget dreist an holl gwrage, eo dre mac'h eo bet dishenvel diouz an holl gwrage, en he C'honsepsion dinam.

An Iliz, kelennet gant ar Spered-Santel, he deus bet bepred ar mêmes kreden.

Hed an holl gantvejou, he deus lezet he Doktored da zeski d'an dud eo bet ar Werc'hez Vari konsevet hep pec'hed; laket he deus ober goueliou en enor d'ar mister-ze; staget he deus induljansou ouz an devosion-ze; ôtreet he deus gant kêriou, gant rouanteleziou, gant urziou menec'h ha leanezed en em lakat dindan skoazel ar Werc'hez enoret dindan an hano-ze; lezet he deus ober hano, en
pedennou an oferen hag el litaniou, eus ar privilach kaer-ze; tamallet he deus an Doktored a c'hoantaas enebi ouz ar greden-ze.

Rak-se, d'an 8 a viz kerdu 1854, ar pab Pi IX, oc'h anaout kreden an holl eskibien, beleien ha tud fldel, goude kalz pedennou kinniget da Zoue, bodet endro d'ezan an holl gardinaled, eun niver bras a eskibien deut da Rom eus pevar c'horn ar bed, hag eur bobl diniver a dud fidel eus a bep bro, eo deus diskleriet evel eun artikl eus hon fe, eo bet ar Werc'hez Vari diwallet diouz ar pec'hed orijinel, abaoue ar mare kentan m'eo bet konsevet.

Nebeutoc'h evit pevar bla goude-ze, d'ar bemp warn-ugent a viz meurz 1858, ar Werc'hez Vari a 'n em ziskouezas en Lourd hag a 'n em hanvas he-unan : « Me eo ar Gonsepsion dinam. »

------------------

KENTEL

Peden da Vari konsevet hep pec'hed

Gourc'hemennet gant Hon Tad Santel ar Pab Pi X.

Gwerc'hez meurbed santel, a zo plijet da Zoue adalek an heur gentan, hag a zo deut da vezan e Vamm, Gwerc'hez dinam en ho korf, en hoc'h ene, en ho fe, en ho karante, plijet ganec'h ober eur zell a drugare war an dud kez a c'houlenn en em lakat dindan ho skoazel galloudus.

An drouk-spered eus an ifern, ar c'hentan mallozet gant Doue, a dalc'h siouaz d'ober brezel da vugale Eva ha d'o jachan war hent an droug. C'houi, hon Mamm vinniget, hon Rouanez hag hon Advokadez, c'houi hag hoc'h eus, kerkent ha krouet, flastret e benn d'an enebour touet-se, digemeret hon fedennou ! — Ni ho ped hag hoc'h asped, unanet mac'h omp er memes mennoziou, kinniget aneze da Zoue, evit na deufomp ket da vezan touellet gant ardou an drouk-spered ha re e vevelien, evit na vefomp ket kemeret er lasou a stignont d'imp, evit ma 'n em gavfomp holl en porz ar zilvidigez; evit ma c'hallo an Iliz hag holl vugale an Iliz kanan, eur wech c'hoaz, kantik au trec'h, an dilivrans hag ar peuc'h.

Evelse bezet grêt.

*******

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica