retour à la page d'accueil |
pages 889, 890
Pages 889, 890
*******
Pevare devez warn-ugent a viz Kerdu
SANTEZ TARSILA
Gwerc'hez (VIet kantved)
-------------
Tarsila a oa moëreb da zant Gregor. Setu aman penôs e ra ar pab bras-ze he meuleudi en e shridou.
Ma zad, emezan, en devoa ter c'hoar; o zer e rejont da Zoue al le da viret o gwerc'hded.
Unan aneze a oa hanvet Tarsila, an eil Gordiana, hag an trede Emiliana. En em rei a rejont da Zoue er memes devez, hag adalek neuze e vevjont o zer en o zi, evel ter leanez.
Burzudus oa gwelet pegen prim e kerzent war hent ar zantelez, an eil o rei skouer vat d'eben. Koulskoude, ar blaveziou, dre ma tremenent, a zigasas kemm bras etreze. Tarsila hag Emiliana e kreske kement enne karante Doue, ma c'helled lavaret e oa o eneou er baradoz, ha ne oa ken nemet o c'horfou war an douar.
Mes Gordiana, dre he dievezted, he devoa lezet da yenât ar garante virvidik he devoa er penn kentan. Dont a reas da vezan lôsk en servij Doue, ha karante ar bed a stagas ouz he c'halon.
Tarsila a wele ar chenchamant-se gant tristidigez, hag alïes e lavare da Emiliana : « Gwelet awalc'h a ran eman hon c'hoar o trei kein d'imp. Re a zarempred he deus gant an dud diavêz, ha ne dôl ket evez, evel m'eo dleet, evit miret he c'halon distag diouz ar bed. »
Gourdrouz a rênt anezi goustadik, ha diskouez a rênt d'ezi pegen amzer e oa gwelet eur plac'h hag he devoa grêt le, evelti, da viret he gwerc'hded, o 'n em drei gant ar bed. Gordiana a ziskoueze kaout c'hoant da heuilh ar c'henteliou mat roët d'ezi. Lavaret a rê e vije furoc'h en amzer da zont, mes an dra-ze ne bade ket pell. Goude ma veze bet eur pennad war evez, en em dôle adarre da zarampredi, gwasoc'h-gwaz, merc'hed ar bed, hag e teue da vezan henvel oute.
Tarsila oa an troetan gant ar beden, hag ar c'haletan ouz he c'horf; pignet e oa uhel en skeul ar zantelez.
Eun nozvez, dre he hunvre, e welas an den mat Felix, ma zad-kunv. Heman a ziskouezas d'ezi eur palez, eur sklerder dudius ebarz hag a lavaras d'ezi : « Deut, er sklerijen-man e tlean ho tigemer. »
An de war-lerc'h, eur gwall derzien a grogas enni hag he stlejas d'ar be. Evel m'eman ar c'hiz, eun toullad tud, pôtred ha merc'hed, — en o zouez e oa ma mamm, — a 'n em gavas en he c'hichen pa oa war he zremenvan. En eun tol, e savas he mouez hag e lavaras : « Tec'het ha roët plas da Jezuz a zo o tont davedon ! »
Hag en keit ma oa troet o sellet ouz an Hini a wele, he ene a 'n em zispartias diouz he c'horf.
Raktal e oe santet er gampr eur c'houez ken dudius, ma oa anat d'an holl ne oa nemet Doue hag en dije gallet lezel war e lerc'h eur c'houez ken dispar.
Ar burzudou-ze a zigouezas arôk gouel Nedeleg. D'abardae an devez bras-ze, Tarsila a 'n em ziskouezas da Emiliana hag a lavaras d'ezi :
Deut, ma c'hoar, ma refomp asamblez gouel ar Rouane, pa n'hon deus ket gallet ober gouel Nedeleg.
- Mac'h an ganec'h, piou a zoursio ouz hon c'hoar ?
- Deut, pa lavaran d'ec'h, eme ar zantez, — hag he fenn a oa trist — deut, Gordiana a zo gwell ganti chom e-touez tud ar bed.
Emiliana a varvas en devez war-lerc'h. Neuze Gordiana, p'en em gavas he-unan, a gollas doujanz Doue. Mont a reas eneb he ger, ha dimezi a reas d'he merour.
---------------
KENTEL
Nag a gemm a deu gant an amzer
Setu aze ter c'hoar, a zo en em roët da Zone, er memes devez, hag a greiz kalon, o zer; mez siouaz, n'o deus ket dalc'het o zer da vale war an hent mat, rak herve komz Hon Zalver Jezuz-Krist, eleiz a zo galvet da vont d'ar baradoz ha nebeut a ya ebarz.
Henvel e ve ive ar gristenien o tont eus an iliz, da ze o badeziant, mes goude, nag a gemm a deu etre o eneou kez. gant an amzer; darn a gresk bemde o gened hag o danve, ha darn-all ne reont nemet dismantr kement a goue etre o daouarn.
Ar re a fell d'eze heuilh hent ar zantelez, arabad d'eze fiziout en o nerz o-unan, rak an den, gant e nerz e-unan, n'a ket pell da gouezan, pe gentoc'h, an den, gant e nerz e-unan, ne ra nemet kouezan eus an eil droug en egile hag eus an eil tenvalijen en eben.
Dizfiziomp eta ac'hanomp hon unan, hag evel m'en em stag an ilheoen ouz an derven, en em stagomp ouz Doue, briataomp
anezan eus hon holl nerz hag eus hon holl ene, hag e pignfomp gan tan da c'hloar an nenv.
*******
Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage : |