retour à la page d'accueil |
pages 894, 895
Pages 894, 895
*******
C'houec'hvet devez warn-ugent a viz Kerdu
SANT STEPHAN
Kentan Merzer
--------------
En amzer gentan an Iliz, ar gristenien, leun a garante an eil evit egile, a roë o madou d'an Ebestel evit o lakat er memes yalc'h hag o lodennan etre ar re a ' oa en dienez; evelse ne oa paour ebet en o zouez, rak an Ebestel a roë da bep-hini herve e ezommou. Mes evel ma kreske bemde niver diskibien Jezuz-Krist, n'hallas ken an Ebestel soursial eus ze. Ha setu perak sant Per a lavaras d'eze eun devez : «Breudeur muian-karet, ni a dle, da gentan ha dreist pep tra, prezek an Aviel, ha n'eo ket mat dilezel an dever-ze evit serviji ac'hanoc'h ouz tol. Ho pezet eta ar vadelez da zibab en ho touez seiz den ha n'eus netra da lavaret warneze, seiz den hag a ziskouez dre o furnez eman ar Spered-Santel en o c'halon. Ni hon deus awalc'h d'ober da bedi ha da vagan hoc'h eneou gant komzou Doue.»
An holl a gavas ze mat. Ha setu perak e oe kemeret seiz avieler hag a vije en o c'harg rannan etre ar gristenien ar pez a zelle ouz magadurez ar c'horf. Stephan a oe ar c'hentan eus ar seiz avieler-ze. Ar Skritur-Zakr, en levr «Oberou an Ebestel», a ra en daou c'her e veuleudi : «Stehpan, emezi, a oa leun a le ha leun eus ar Spered-Santel». Prezek a reas an Aviel, hag eleiz a Judevien a c'honezas da Jezuz-Krist. Kaout a reas, koulskoude, meur a hini da enebi outan. Mes trec'h e oe d'eze bepred, ha den n'halle respont anezan. O welet se, ec'h eas kement a zroug enne ma lakjont en o fenn e lazan, evit kaout peuc'h dioutan. Stephan a oe eta tamallet da vezan gwall-gomzet enep Moyzez hag eneb an Otrou Doue, ha kaset a oe dirak lez-varn vras Jeruzalem. Ar varnerien, o vezan sellet outan a gave d'eze gwelet eun êl dirake. An avieler kalonek a rebechas d'e enebourien e rênt skouarn-vouzar ouz ar Spered-Santel hag o devoa laket Hon Zalver d'ar maro. Neuze ec'h eas kement a zroug enne ma verve o gwad ha ma skrignent o dent.
Etre daou, Stephan a zavas e zaoulagad etrezek an nenv hag a welas Doue en e c'hloar : «Me 'wel an nenv digor, emezan, ha Mab an den azezet en tu deou d'an Tad». Raktal kement hini a oa er c'honsailh a 'n em lakas da youc'hal a-bouez penn ha da stankan o diskouarn gant o bizied, abalamour d'ar blasphem en devoa lôsket ar zant.
Stlepel a rejont anezan er-mêz a gêr evit bezan lazet a dôliou mein. Ar re o devoa douget testent en e eneb a yeas da rei o dilhad da zerc'hel d'eun den yaouank hanvet Saul. Epad e verzerenti, Stephan a lavare : «O ma Jezuz, digemeret ma ene». Goude en em dôlas d'an daoulin hag e lavaras a vouez uhel : «O ma Doue, pardonet d'eze ma fec'hed hag an droug a reont d'in.» Ha war ar gomz-ze e tremenas.
J.L.P
-------------------
KENTEL
Testent ar verzerien
Ar verzerien a zo bet ganet da heul ar relijion grislen.
Den ebet ne roas e vue evit difenn kelennadurez doktored pagan an amzer goz.
«Den ebet, eme sant Justin, ne gredas Sokrat betek skuilh e wad da anzav e oa gwir ar pez a lavare.»
Den ebet ne roas e vue evit difenn doueou au amzer-goz; n'eo ket ar Romaned a vije et d'ar maro evit miret ouz doueou Athen d'en em veskan gant o re, nag ar C'hallaoued, evit miret ouz re Rom da lakat o zreid en hon bro.
E-touez ar Judevien zo bet tud santel, evel ar seiz breur Makabe hag o mamm, ha meur a hini-all, hag a varvas kentoc'h eget dizenti ouz eur relijion a oa tensor ha lezen o bro; mervel a rênt kentoc'h evit en em zôtran, mes ne oant ket gwir verzerien evit kelo ze.
Ar gristenien, pa vezont laket d'ar maro, a varv evit diskouez, dre ar poaniou a c'houzanvont a galon vat, eo Jezuz-Krist ar gwir Doue, hag e tle e relijion en em astenn dre bevar c'horn ar bed, ha gonid an holl dud.
Ar verzerien eo ar re o deus gwelet, gant o daoulagad o-unan, bue, maro ha rezurreksion Jezuz-Krist, hag a zo karget d'o embann betek ar penn pellan eus ar bed. Ar verzerien eo ar re o deus anzavet Jezuz-Krist, n'eo ket hepken dre o c'homzou, mes dre o maro. Ar verzerien eo ar re ha, hep bezan gwelet Jezuz Krist, o deus kredet ennan, war gomzou re-all, hag o deus skuilhet o gwad, kentoc'h eget nac'h o fe. Ar verzerien eo ar re a zo bet laket d'ar maro dre gasoni ouz Jezuz-Krist.
Doue hepken a oar an niver aneze. Jezuz-Krist en deus goulennet e-touez an dud, testou eus e vue, eus e varo hag eus e rezurreksion, ha rumm tud ebet ne c'hourvezas, abaoue, 'barz ar be, hep rei d'ezan e c'houlen. Kavet en deus ha kât a ray, en pep bro hag en peb amzer, tud d'e garet, evel ma ne garer ket eun den hepken, ha prest da stourm evitan betek ar maro.
Stephan eo an hano kentan a zo bet laket war roll ar verzerien, ha divar lizeriou Breuriez ar Fe, e ve astennet ar roll-ze bep bla.
Testeni ar verzerenti eo nerzusan testeni a oufed da rei : Pa skriv Doue gant ar gwad, eo anat en deus c'hoant e vefe lennet e skritur» An testeni-ze a zo gwirion : n'eman ket ar c'hiz da rei ar vue evit sorc'hennou goullo.
*******
Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage : |