retour à la page d'accueil

pages 898, 899, 900

pages 898, 899, 900

*******

Eizvet devez warn-ugent a viz Kerdu

Gouel an Innosanted Santel

Merzerîen

---------


Nebeut goude m'oa ganet Jezuz en Bethleem, Doue, dre eur stereden vurzudus, a roas da anaout ar c'helou da dri roue eus ar zav-heol. Au tri roue a zentas war an tol hag a 'n em lakas raktal en hent; eur stereden a gerze en o rôk hag a ziskoueze d'eze an hent a dleent kemer. A-vec'h m'oant digouezet en Jeruzalem, ar stereden a yeas da guz. An tri roue a c'houlennas pelec'h oa ganet roue ar Judevien : «Gwelet hon deus, emeze, e stereden, ha deut omp d'hen adori.» Pa glevas ar c'helou-ze, ar roue Hërodez en devoe aon da goll e rouantelez ha da vezan diskaret; pedi a reas an holl dud desket eus kêr da zont d'e gaout, ha digante e c'houlennas pelec'h e tlee genel ar C'hrist : «En Bethleem, emeze. Setu aman ar pez en deus skrivet ar profed : «Ha te, Bethleem, n'out ket an disteran eus kêriou Juda, rak ac'hanout e savo an Hini a dle gouarn ma fobl». Herodez a reas neuze, dre guz, gervel an tri roue, ha goude bezan goulennet digante ar mare m'oa en em ziskouezet d'eze ar stereden, e lavaras : «Et da Vethleem, klasket mat ar bugel, ha p'ho pezo e gavet, deut da zigas kelou d'in, mac'h in ive d'hen adori.»

An tri roue a skoas warzu Bethleem. Ar stereden a 'n em ziskouezas adarre hag a gerzas en o rôk betek m'oant digouezet el lec'h ma oa ar C'hrouadur-Doue. Kaout a rejont er c'hraou ar Werc'hez gant he mab; en em dôl a rejont d'an daoulin evit e adori ha kinnig d'ezan profou kaer : aour, ezans ha mir. Goude-ze, Doue a roas urz d'eze da zistrei d'o bro dre eun hent-all.

Herodez a oa eun den kri ha digalon. Arôk neuze, en devoa lazet pe laket lazan e wreg, an daou grouadur en devoa bet diouti, hag e wellan mignoned. Pa welas ne zizroe ket tri roue ar zav-heol, ec'h eas droug ennan hag e roas urz d'e zoudarded da lazan holl vugale Vethleem ha tro-war-dro, betek an oad a zaou vla. Kredi rê d'ezan e c'hallje evelse lemel e vue digant ar mabig Jezuz.

Mes eun êl a deuas da gât Jozef, hag a lavaras d'ezan epad e gousk : «Savet, kemeret ar bugel hag e vamm; tec'het d'an Ejipt, ha chomet eno ken ma lavarin d'ec'h.» Jozef a zentas war an tol, ha gant ar Werc'hez hag ar c'hrouadur ec'h eas d'an Ejipt.

Soudarded Herodez a zigouezas, prest goude, en Bethleem, hag a stagas dioustu gant o labour milliget. Truezus meurbed oa klevet mammou ar vugaligou gez !

«Perak, e lavare unan, e lemet-hu diganin an hini am eus laket er bed ? Nag a evez n'am eus ket tôlet epad ma tougen an hini a lazet gant kement a grizder !» Eun all a youc'he : «Grêt d'in mervel gant ma c'hrouadur; mar zo torfed, me eo am eus hen grêt !» Houman a lavaro on eur grial-forz : «Ne glasket nemet unan hag e lazet eun niver bras, ha kaer ho pezo, n'hen c'havfet ket !» Hounnez a lavare : «Deut, Salver ar bed, c'houi n'hoc'h eus aon rak den, en em ziskouezet d'ar zoudarded evit ma chorno hon bugaligou ganirnp.»

Ar zoudarded ne rênt van evit o c'hlevet; diframman a rênt o bugale eus o daouarn ha, hep true ebet, e lazent aneze.

Ar vugale-ze laket d'ar maro dre urz Herodez a zo enoret evel merzerien, rak lazet int bet abalamour da Jezuz hag en e lec'h, ha petra bennak ne oant ket evit komz, bet o doa eur c'horf hag a c'halle gouzanv ha mervel evit Jezuz-Krist.

Ar roue Herodez ne zaleas ket da vezan kastizet. Mervel a reas gant poaniou ken kri ma kave d'ezan e oa an tan en e greiz. Lod eus e gorf a oa debret gant ar prenved, ha kement a flêr a oa gant e alan ma oa rukunus testât outan.

-----------------


KENTEL

Ar Vuhanegez

I. - Es eo c'houezan an tân-gwall, diêsoc'h e vougan; es eo lakat droug da vont en eun den, diêsoc'h tennan anezan. Diwallet eta diouz ar vuhanegez. Dre ho skiant-prenan e ouzoc'h pegement a zroug e ra.

Herodez, o welet ne deue ket an tri roue da zigas kelou d'ezan eus ar pez o devoa gwelet en Bethleem, a yeas kement a gounnar ennan ma roas urz da lazan holl vugaligou ar gêr-ze. Dinam oant koulskoude; n'eus forz; c'hoant en devoa d'en em venji.

Daoust hag ar vuhanegez n'he deus ket douget ac'hanoc'h d'ober gwaperez ha fallagriez ?

II. - Na pebez tristidigez a oe en Bethleem, pa deuas di ar vourrevien; diframman 'rênt ar vugale eus adre daouarn o mammou hag e lazent aneze dirake. Gwir eo, ar verzerien vihan-ze o deus gonezet ar baradoz, mes nag a familhou a zo bet laket en kanvou dre vuhanegez eun den hepken !

Nag a zarvoudu spontus a zigouez en eun hunvre, pac'h a droug en dud !

Herodez a glaske Jezuz, mes ne gavas ket anezan; tec'het oa d'an Ejipt. An den en kounnar a glask ive e blijadur, mes en e lec'h ne gav nemet tristidigez.

III. - Dal ma ve tremenet ar barr, e krog ar morc'hed er galon; mezek e teuer da vezan; keun a zav, keun war-lerc'h; ma karfed furât goude, ar c'heun, da vihanan, a dalvezfe d'eun dra bennak.

*******

Geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica