retour à la page d'accueil

pages 903, 904, 905

Pages 903, 904, 905

*******

Tregontvet devez a viz Kerdu

An Den eürus Sebastian Valfre

Beleg eus a Urz sant Philip Neri (1629-1710)

--------------


Sebastian Valfre a oa ganet en Verduno, er Piemont, an 9 a viz meurz 1629. E dud a oa labourerien douar, a c'honeze o bara diouz c'houezen o zâl. Sevel a rejont o mab en doujanz Doue. Abred e tiskouezas eur garante vras evit ar beorien. Kerkent ha ma kleve eur paour e-tal an nor o lavaret e bater, e rede da gaout e vamm hag e lavare d'ezi : «Mamm, aze zo eur paour o c'houlenn an aluzen; digaset d'in eun dra bennak, buhan, da gas d'ezan !»

A-wechou ar vamm a lavare d'ezan ne roje netra; ha neuze ar bugel a 'n em lake da ouelan.

Mat ouz an nesan, Sebastian a oa kalet outan e-unan. N'en devoa c'hoaz nemet dek vla hag e tremene ar c'hoaraïz pen-da-ben o vevan diwar bara ha dour.

Doue ne zaleas ket da c'hervel anezan da vont da labourat d'e winien. Raktal ar c'hrouadur a zisklerias d'e dud oa e vrasan c'hoant mont da veleg. Mes ar re-man n'o devoa ket a beadra d'e skola. Koulskoude, o welet daerou e vab, tad Sebastian a gasas anezan da Vra, da gommans e studi. Ar bugel a stagas da vat gant al labour. Kommunian a rê alïes; tec'hel a rê diouz ar gwall-gompagnunezou; leun oa a zentidigez hag a zoujanz evit e vistri; mignon oa d'ar beorien, ha rannan a rê gante ar pep brasan eus ar pez a veze digaset d'ezan eus ar gêr evit bevan.

Goude bezan grêt studiou kaer, e oe grêt abostoler en Turin, da viz kerdu 1650. Kerkent e c'houlennas bezan digemeret er gêr-ze en Kompagnunez sant Philip Neri, hag e teuas da vezan sklerijen ha gloar an Urz-ze. Beleget a oe an 22 a viz c'houevrer l662. En em roët oa da Zoue, korf hag ene, ha labourat a reas, hep paouez, war zilvidigez an eneou. En em drei a reas, dreist-oll, warzu an dud reuzeudik. War-dro an hospitaliou hag ar prizoniou e kare bezan. E blijadur oa prezek d'an dud dibreder, klaskerien labour ha klaskerien bara, a oa bras an niver aneze en Turin. Ober a reas eur vad vras evelse. Ar vrud eus e zantelez a oa et ken pell ma oe dibabet, er bla 1676, evit bezan kovezour ar roue yaouank Viktor-Amede, ha ma oe kinniget d'ezan arc'heskopti Turin. Mes ne oe ket jalet tamm 'bet da bignal er garg-ze.

O vezan ma taremprede kalz an dud vras, e welas ne vije ket kemeret kalz a breder gant silvidigez o zervijerien. Setu ma lakas en e benn o bodan bep sadorn, evit deski d'eze an doare da zerviji ervat an Otrou Doue, en eur zerviji o mistri.

Ar zoudarded, zoken, ne vezent ket ankouaet gantan. Skrivan ' reas eul levr evit deski d'eze an doare da heuilh hent ar furnez, epad ar blaveziou a dremenent dindan an armou. Redek a rê war o lerc'h er c'hazerniou, dreist-oll da vare Pask; deski a rê d'eze o c'hatekiz ha ne guitae ket aneze hep rei da gement hini a deue d'e selaou eun aluzennig bennak.

Epad e oferen, e teue alïes an daerou en e zaoulagad. Chom a rê nozveziou pen-da-ben dirak ar Zakramant, meulet ra vezo, dreist-oll p'en dije c'hoant da c'honid eur pec'her bras bennak da Zoue.

Goude Jezuz, an hini a gare ar muian oa e Vamm vinniget, ar Werc'hez Vari. Alïes e veze klevet o lavaret : «O Mari, Mamm santel an Otrou Doue, en em erbedi ouzoc'h a zo en em erbedi ouz an Hini eman etre he daouarn holl densoriou an nenv.»

Devot oa d'an Ele mat. Pa veze eun dra bennak o stourm outan, en em erbede ouz e êl-mirer, ha bep gweeh en dije digantan ar c'hras a c'houlerme.

Bras oa ive e drugare evit anaon ar purgator. Daoust pegement a labour en dije d'ober bemde, Sebastian Valfre a vevas da goz. Mervel a reas an 30 a viz genver 1710, en e vla ha pevar-ugent. En miz eost 1834, Gregor XVI a lakas e hano war roll an dud eürus.

----------------


KENTEL

Bezomp distag diouz madou an douar

I. - Ar bed dirak daoulagad an dud diboell.

Perak o deus darn kement a boan o kuitât an douar ? Perak o deus darn kement a c'hoant da astenn o bue ? Perak zo darn ken troet gant an enoriou ? Perak zo darn ha n'emaent nemet o klask an tu d'en em avans ? Perak zo darn ha ne glaskont nemet dastum danve, hag a ve bepred en aon d'o c'holl ?

Abalamour m'eo an douar doue an dud kez-ze.
Ha n'eo ket ive hoc'h hini-c'houi ?

II. - Ar bed dirak daoulagad Doue.

Ar bed, eme eur profed, a zo evel eur pik, eur c'hrouanen, eul lommik dour; ar bed n'eo netra dirak daoulagad an Holl-C'halloudek. Ar bed a zo eun draouien a c'hlac'har evit an den; harluet eo ennan, abalamour d'e bec'hed. Ar rouane, gant o enoriou, an dud pinvidik, gant o aour hag o flijadur, n'int netra dirak Doue.

Eun den hag a anave e zienez a zo muioc'h a istim evitan en nenv eget ne zo evit eun all hag a c'honezfe eur rouantelez.

Daoust ha dôn eman ar wirione-ze en ho spered ?

III. - Ar bed dirak daoulagad ar zent.

Evite ne oa nemet fank; gwap a rênt eus e enoriou hag eus e binvidigeziou; gwelet a rênt ne oa an treo-ze nemet treo hag a voenv, treo hag a dremen, treo ha n'int netra en kichen gened an Otrou Doue ha tensoriou ar baradoz.

An den eürus Sebastian Valfre a glaske ene e nesan ha nan e arc'hant. Pa oe hanvet da arc'heskob en Turin, e ouelas, e krenas hag e reas pep tra evit pellât dioutan ar garg hag an enor-ze. An dra-ze a ziskouez e oa distag diouz treo an douar.

Eur pennad er baradoz a dalv muioc'h eget ar bed holl.

*******

Geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica