retour à la page d'accueil

pages 913, 914, 915

Pages 913, 914, 915

*******

Goueliou ar Pantekôst

Pardon ha pelerinaj Itron-Varia-Sant-Karre

en Lanvellek

----------

Ar bla 1694, e oa o chom en keriaden Sant-Karre, en Lanvellek, eul labourer paour e hano Bizien Yan, hag an evoa eur garante dener evit ar Werc'hez Vari. E vamm he devoa gwestlet anezan d'an Itron-Varia adalek ma oa ganet, ha kentan tra a zeskas d'ezan a oe hano Itron-Yaria Sant-Karre hag istor he chpel hag e devosion.

Dal ma reas e gammejou kentan, ar bugel e paras e zaoulagad war dismantrou ar chapel-ze bet gwechall darempredet gant pelerined eleiz. Mar vije trist e galon o welet he stad truezus, ne baoueze ket, koulskoude, da bedi ar Werc'hez gant fizians, o adtremen e spered ar pez an evoa desket war varlen e vamm.

Gwechall, war-dro ar VIet kantved, eur zant a ziskennas eus Breiz-Vcur en Arvor, e hano sant Karre. Deut oa da heul sant Efflam hag e gompagnunez : sant Kemo, sant Tuder, sant Harran, sanl Kirio ha sant Merin. Eun tibidi a zavas, en enor d'an Drinded, en kichen Roc'h-Allaz, en eul lec'h a zoug c'hoaz an hano a Lann-Karre. Eun all a zavas en Sant-Karre, hag ac'hane e valee dre ar vro, o prezek ar fe d'an Arvoridiz pagan, en e zorn skeuden Gwerc'hez ar Seiz-Glac'har, an Itron-Varia-Drue.

» Chapelig sant Karre a badas pevar-c'hant vla, ha neuze e kouezas en he foull. Adsavet a oe kalz kaeroc'h, hag ar chapel neve a oe pleustret epad pemp kant vla-all gant holl gristenien ar vro. Neuze e oe diskaret d'he zro, n'e ket, avat, gant an amzer, gant dorn au dud an hini oe. Brezel ar Re Unanet, hag a reas en Breiz kement a reuz, a dremenas warni hag e fladas d'an douar. Skeuden ar Werc'hez, zoken, a oe kollet. »

Koulskoude, an devosion a harze ouz an amzer hag ouz ar brezeliou. Ar chapel glac'haret a gavas skoazel en he dienez : an itron a Rozabaou a roas eun tamm leve d'ezi er bla 1620, ha Yan ar Rouz a zavas eur groaz en he c'hichen hag a stagas outi eur pez kaer a zouar, er bla 1642. Marvat, kement-se a reas d'ar Werc'hez trei he zellou warzu he bugale a Lanvellek, hag e tibabas unan aneze da adsevel d'ezi he chapel hag he felerinaj ; hennez a oe Bizien Yan.

Ter gwech, war a lavarer, en em ziskouezas d'ezan, evel ma 'n evoa 'n em ziskouezet, nebeut arôk, he Mamm, an Itron santez Anna, d'eul labourer-all, Nikolazig. Ter gwech e lavaras d'ezan e oa kuzet he skeuden en douar dindan ar chapel goz. Strafuilhet ha nec'het oll, Bizien a yeas da c'houlen kuzul digant e berson, au ôtro Nikol. « Pedet ha klasket, eme an ôtro person, ha mar deo ar vouez abeurz Doue, e kavfet. »

Kaout a reas. Eun abarde-noz, ma oa et e-unan da doullan 'lec'h ma oa merket d'ezan, e tizoloas skeuden an Itron-Varia, ha hi ken yac'h ha pa vije bel neve c'hrêt. An den paour, leun a levenez, mui evit p'an ije kavet holl densoriou ar bed, a zaoulinas diraki, ha goude he fedi hag he zrugarekât, he c'hasas gantan d'e di.

An dud, pa glevjont ar c'helou, a diredas da Zant-Karre ; en ti Bizien, hanvet adalek neuze Ti ar Werc'hez, e oe adsavet ar pelerinaj koz.

Mes ar chapel a oa red adsevet ive. Bizien, e amezeg Yan Guyomar hag Erwan Brigant, noter, a 'n em glevas o zri evit se. An ôtro komt Perrien, perc'hen Sant-Karre, a roas douar, hag ar Werc'hez a ziellas ar marc'had dre eleiz a viraklou. An ôtro Nikol, person Lanvellek, amgredik betek hen, a c'houlennas neuze digant an ôtro Kermeno, vikel-vras Dol, o chom en Lanuon, ôtre da adsevel ar chapel ha d'oferennan enni, abalamour, emezan, d'ar burzudou bras a c'hoarveze en Sant-Karre.

Savet a oe ha binniget, gant an ôtro Nikol, an eil sul a viz kerdu 1695, dirak eur bobl diniver ha c'houec'h prosesion, Lanvellek, Plufur, Plounerin, Plouaret, Plouneve ha Logivi. Pemp bla goude, e oe binniget tri gloc'h neve.

Ar pelerinaj a adkrogas neuze kaeroc'h 'vit ne oa bet biskoaz. Dont a raed da Zant-Karre betek eus Brest, Skaer, Rostren, Laruen, Pleuzal. Pelerined a ra badezi bugale ganet' eno ; darn-all, skoet gant ar c'hlenved, e tigoue d'eze mervel hag a gav en Sant-Karre dor ar baradoz, Porta cœli.

Er bla 1705, adalek goueliou Pask betek ar Pantekost. e oe laket 709 oferen en chapel ar Werc'hez. Hirie, e c'haller c'hoaz, hep nep gaou, lavaret e tremen ouspen ugent mil pelerin dre ar chapel vinniget, etre sul ar Pantekost ha sul an Drinded.

Parousianiz Lanvellek hag o beleien ne lezfont biken da vont da hesk ar feunteun a c'hrasou strinket en o zouez.

Ar pardon a ve grêt eus ar c'haeran, bep bla, en kerz goueliou ar Pantekost, sadorn, sul, lun ha meurz.

Da oueliou ar Werc'hez, an 2 a viz c'houevrer, ar 25 a viz meurz, ar 15 a viz eost, an 8 a viz gwengolo hag an 8 a viz kerdu, e ve oferen-bred, gousperou ha prosesion ebarz ar chapel.

An eil sul eus ar miziou-all ve oferen-veure.

War ar pemde, ve oferen d'al lun, d'ar gwener ha d'ar zadorn alïes.

Gant kovesât, kommunian ha pedi evit mad an Iliz, ar belerined a c'hall gonid induljansou bras epad eizved ar Pantekost ha da oueliou ar Werc'hez, pa ve oferen-bred en Sant-Karre.

Itron-Varia Drue,
Mamm vat ha karantezuz,
Pedet evidomp bemde
Hon Zalver, ho Mab Jezuz.

*******

Geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica