retour à la page d'accueil

pages 933, 934, 935

pages 933, 934, 935

*******

Pempzekvet devez a viz Eost

PARDON HA PELERINAJ

Itron-Varia-Kernitron

en parouz Lanmeur

Breiz-Izel he deus bet breman an enor hag al levenez da lakat eiz gwech ' war benn ar Werc'hez ar gurunen aour a Rouanez : en Gwened, en Rumengol, er Folgoat, en Kemper, en Gwengamp, en Sant-Brieg, en Rostren, ha d'an divezan, en Lanmeur. Pelerinaj Kernitron Lanmeur a zo eus ar c'hosan a zo en Breiz en enor da Vamm Doue. He chapel a oe savet gant menec'h kaset di gant sant Samson, eskob Dol, war-dro kreiz ar VIet kantved.

An Normaned he distrujas, tri-c'hant vla goude; adsavet a oe gant menec'h a Urz sant Beneat, war-dro kreiz an daouzekvet kantved. hag ar belerined a ya hirie da Gernitron he gwel c'hoaz en he spes holl, nemet an daou benn bet adgrêt breman zo 500 vla.

Abalamour d'ar burzudou grêt ganti en kenver Tregeriz, "burzudou ha n'haller ket niveri", an ôtrou Duparc, eskob Kemper, a deuas, ar 15 a viz eost 1909, da ginnig da Itron-Varia-Kernitron ar gurunen a Rouanez.

Parousianiz Lanmeur o devoa ôzet pep tra a-benn an de-ze : o c'halonou : epad an tri devez arôk ar gouel pedennou a oe grêt en iliz; o c'hêr hag o zier, en eur stignan dre-holl drapoiou, glazur, goloiou ha garlantez; ha park ar gurunidigez, eur park a zaou zevez arat, elec'h ma tlee bezan lavaret an oferen ha dastumet ar gristenien.

D'ar zadorn da noz, e oe kanet ar gousperou, ha kaset skeuden ar Werc'hez eus he chapel d'an iliz parouz.

An ôtrou Duparc a brezegas :

« Selaouet, emezan, ar Werc'hez o c'houlen diganec'h, arôk digemer ho kurunen : « Ha c'hoant ho peus e ven ho Rouanez ? »

» Ar c'hoant-se ho peus, hep mar, anez ne vec'h ket aman. 

» Mes selaouet c'hoaz ho Rouanez : « Ma 'z on Gwerc'hez, ez on ive Mamm; ha ne fell ket d'in chom el lec'h n'eman ket ma Mab. »

» Dre ze, Tregeriz, ma -fell d'ec'h e chomfe ar Werc'hez en ho touez d'ho pinnigan, e renket eta bezan fidel da Jezuz, he hag ho Salver.

» Grêt al le-ze aman dirak he skeuden, ha varc'hoaz, dreist-oll, pa vezo laket ho kurunen war he fenn. »

An de war-lerc'h eo an ôtrou Dubourg a gomzas d'ar bobl, en kerz an oferen-bred kanet gant an ôtrou Pichon, arc'heskob Kabasa. O sevel en e zav, e wele dirakan, — kaerât tôlen ! — 7 eskob ha tremen 300 beleg, 17 prosesion hag 20.000 a dud, en o f'enn kannaded ha senedourien ar vro.

Komz a reas oute gant e holl galon : 

« En lec'hiou ha chapeliou a zo, ar Werc'hez eo teneroc'h he c'halon, hag en em blij o skuilh puilhoc'h he gr/sou : aman omp en unan eus al lec'hiou-ze binniget dreist an holl.

» Prestik goude bezan savet eun iliz da zant Melar, ho tadou a zavas eun all da Vari. Eman hi aze dirak ho taoulagad.

» Mein he leuren a zo uzet gant botou ar c'hristenien eus ar c'hantvejou tremenet, a zeue, alïes eus a bell bras, da ranuan o joa evel o anken gant an Itron-Varia, ha d'en em erbedi outi, war gorf o roched hag o daoulin noaz.

Ar gristenien-ze a gare, dreist-oll, devosion an tri lun, ha Gwerc'hez Kernitron a roe d'eze pe ar pare, pe o mennad.

» En he chapel gwechall, flaiou niverus a rente testeni eus galloud ha madelez Mari; deut int da vezan relegou, douget breman gant tud kamm, o c'hemeras en esper e rentjent d'eze ive ar c'herzed.

» Aze ar vamm glac'haret a deue da bedi evit he bugelig dinerz : ha Mari a grenvae e izili d'an elig.

» Den nemet Doue n'hallfe lavaret pegement e oe karet aman; Ilron-Varia-Kernitron : den kennebeut, nemet Doue, n'oufe lavaret pegement a c'hrasou a gouezas dre he daouarn war gristenien an amzer dremenet.

» Ha breman, goude ma vezo bet laket eur gurunen d'ei war he fenn, petra raio evidomp ?

» Da vrasoc'h merk a enor a-beurz he bugale, e respont brasoc'h merk a garante a-beurz ar vamm. Komprenet dre ze petra vezo en ho kenver Itron-Varia-Kernitron, goude ar gouel-man. »

An ôtrou Duparc, en hano an Iliz hag en. hano kristenien Breiz-Izel ha Bro-Dreger, a bozas neuze ar c'hurunennou aour war bennou ar Mab hag ar Vamm, ha moueziou ar bobl a zaludas o Roue hag o. Rouanez gant strakadennou-daouarn.

Goude ar gousperou, e oe kaset ar skeuden vinniget war he zrôn d'he chapel, en keit ma kaned d'ezi ar c'himiad-man :

Ha pa vo deut ar mare

Da vont da gaeroc'h bro, 

C'houi hon c'huruno neuze

Er Baradoz, d'ho tro.

Pardon Itron-Varia-Kernitron a zigor bep bla, d'ar 11 a viz eost, d'abarde, dre ar gousperou, ar prosesion-noz hag an tantad.

Abaoue lid ar gurunidigez, ar gristenien a deu muioc'h-mui da bedi ha d'enori an Hini a doug evite breman, war an douar evel en nenv, kurunen ar galloud hag ar vadelez.

Itron-Varia-Kernitron, pedet evidomp !

*******

Geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica