retour à la page d'accueil |
pages 112, 113, 114
Pages 112, 113, 114
*******
Eizvet devez a viz Genver
Itron-Varia ar Miraklou
hag ar Vertuziou
hag Itron-Varia ar C'helou Mat
------
Yan III, duk Breiz, a varvas hep bugale, an 30 a viz ebrel 1341. Adalek an de-ze, betek an 29 a viz gwengolo 1364, ar brezel a badas en hon bro etre Charlez Bleaz ha Yan Montfort, a glaske gouzout piou aneze o-daou a zougje, hiviziken, kurunen duked Breiz.
Kement ha kement a wir o devoa an eil hag egile. Breiz-Uhel hag ar C'hallaoued a yeas en tu Charlez Bleaz; Breiz-Izel hag ar Zôzon en tu Yan Montfort.
Hogen, an 23 a viz here 1356, ar Zôzon a c'hronnas Roazon. Ar seziz a badas nao miz. Pôtred Bro-Zôz, skuiz o welet Roazoniz o terc'hel gwevn, a glaskas o zapout dre laer. Toullan rejont eun hent dindan an douar da gouezan warneze en noz. Mes arôk ma c'halljont en em zilan en kêr, e oe dizoloët o labour, en eun doare burzudus, (insigne factum) demdost da skeuden an Itron-Varia, en Iliz Sant-Salver. D'ar 5 a viz gouere war-lerc'h, ar Zôzon a dec'he, ha Roazon a oa salvet.
Abaoue, Roazoniz, evit diskouez anaoudegez vat da Zoue ha d'e Vamm binniget, a zalc'h bepred eur c'holaouen elum dirak skeuden Itron-Varia ar Vertuziou hag ar Miraklou, en iliz Sant-Salver.
***
D'an 29 a viz gwengolo 1364, de gouel Mikêl, Yan Montfort a zestumas da vat kurunen duked Breiz, war lanneier Alre, o rei lamm ha tol ar maro da Charlez Bleaz e enebour.
D'an 2 a viz c'houevrer 1369, an duk Yan IV a deuas da Roazon, hag eno, dirak holl bennou ar vro, e nevezas al le an evoa grêt, en stourmad Alre, da zevel eur manati en kêr-benn an Dukaj, en enor d'ar Werc'hez. Diazezan reas raktal e ven kentan, ha rei a reas d'ezan an hano kaer a vanati Itron-Varia ar C'helou Mat.
Eno e oa eun dôlen a weled warnezi Mamm Doue, gant ar Mabig Jezuz war he brec'h. Duked ha dukezed Breiz a gare pedi dirak an dôlen-ze, ha Roazoniz a gemeras skouer diwarne. An ôtrou Mayeuc, eskob Roazon, adalek ar bla 1507 betek ar bla 1541, a zo unan eus ar re o deus grêt ar muian evit lakat ar bobl kristen da bedi ha da enori Itron-Varia ar C'helou Mat.
D'an dispac'h vras, ar manati oe prennet, ar venec'h argaset, o madou gwerzet, tôlen vurzudus Itron-Varia ar C'helou Mat kuzet. Breman eo miret en iliz wenn kaer Sant-Albin, elec'h ma ve dalc'h-mat pardonerien diniver o taoulinan diraki.
D'ar 25 a viz meurz 1908, war c'houlen an ôtrou Dubourg, arc'heskob Roazon, ar pab Pi X a roas ôtre da guruni tôlen Itron-Varia ar C'helou Mat ha skeuden ItronVaria ar Vertuziou hag ar Miraklou. Eun neventi gaer oa gwelet kuruni diou Werc'hez, er memes kêr hag er memes devez.
Trizek eskob ha hanter-kant mil den a oa diredet da gemer peurz er gouel bras a reas en de-ze kêr Roazon, en enor d'he fatronez muian karet.
------------------------
Kentel
Kastel an
ene
Ma teu Mari da rei harp, a-wechou, d'an dud, en brezeliou ha ne rer aneze nemet abnlamour da vadou dister an douar, e ro harp, dreist-oll, d'ar gristenien, er brezeliou a reont ouz ar bed, ouz ar c'hig hag ouz an drouk-spered, evit miret ne yafe da goll o fe hag o glanded.
Hon ene a zo eur c'hastel-krenv, mogeriou uhel endro d'ezan. Enebourien en diavêz, tro-war-dro d'ezan, mevelien ar bed ha re an drouk-spered, a c'hed an heur da goueza war eur c'horn diskloz bennak, da 'n em zilan dre eno ebarz, da zismantr ha da laerez kement a zo ennan.
« Ma breudeur, eme sant Per, bezet war evez, rak an diaoul, hoc'h enebour, a zo dalc'h-mat o vont hag o tont en ho touez, evel eul leon kounnaret, o klask unan bennak a c'hello da lonkan. »
Mar domp devot d'ar Werc'hez, enebourien an diavêz ne zailhfont ket warnomp. Mari, kentoc'h evit mankout, a raio eur burzud en hon c'henver.
Mes n'eo ket ouz an enebourien-ze hepken hon deus da stourm. Ar re-ze o deus mignonend e diabarz ar c'hastel, hag eo gwall youlou ar c'hig ha c'hoantegeziou direiz ar galon. Ma ne dôl ket mestr ar c'hastel a evez bemde, da gabestran berr aneze, eman koll.
Ha goude teuler evez, e c'heller bezan tapet dre zindan. Mar domp devot d'ar Werc'hez, kaer en devo ar bed youc'hal, kaer en devo an diaoul trei ha dizrei, kaer o devo ar gwall youlou hag ar c'hoantegeziou direiz yudal, birviken ne deufont a benn, na dre war lein, na dre zindan, da c'honid warnomp, rak Mari, Rouanez ar Vertuziou, kentoc'h eget hon lezel da vont da goll, a raio miraklou en hon c'henver, rak netra ne ra muioc'h a zudi d'he c'halon a vamm, evit ar c'helou mat eus ar viktoriou goneet gant he bugale war enebourien o zilvidigez.
*******
Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage : |