retour à la page d'accueil |
pages 115, 116
Pages 115, 116
*******
Navet devez a viz C'houevrer
SANT TIT
Eskob Kret
Dek vla 'oa e oa sant Pol o prezek Aviel en ibroiou ar baganed, pa dremenas dre gêr Derbe, er
bla 54. Eun den yaouank ac'hane, e hano Tit, a c'hoantaas mont d'e heul, da rei d'ezan an dorn da gas dre ar bed relijion
Jezuz-Krist.
Sant Pol hen c'hemeras hag hen karas evel e vab. Dre e lizeriou e weler pegement e talc'he d'ezan :
« Doue, eme an abostol bras, en eul lizer da gristenien Korinth, Doue hag a laouenna an dud dister hag an dud ankeniet, an eus laouennaet ac'hanomp, o lakat Tit da zont davedomp. »
Eun devez ma oa en gortoz da gât e ziskib en kêr Troa, ec'h anzav ne oa ket êzet e spered, dre n'evoa ket e gavet eno. Er bla 56, Pol hag a oa en Ephes, daou vla ' oa, a gasas Tit da Gorinth, da lakat ar peuc'h etre kristenien ar gêr-ze. Dont a reas brao a benn eus e dôl. Sant Pol, oc'h anaout gouiziegez ha santelez e ziskib, a lakas anezan da eskob en enezen Kret, e vro, ha, hep mar ebet, Tit a reas evit ar gwellan 'barz ar garg fiziet ennan.
Mes doktor ar baganed, ha ne oa ket evit tremen hephan, a skrivas d'ezan eul lizer, a zo deut betek d'imp, d'e bedi da vont d'e gaout da Nikopolis, elec'h ma tlee tremen ar goanv, kerkent ha ma vije en em gavet en Kret an daou a gase d'e eilan.
Pa oe merzeriet an abostol bras en Rom, dre urz an impalaer Neron, Tit a zizroas d'e enezen hag a lakas e holl breder d'he gonid holl da Jezuz-Krist. Lakat a rê sklerijen ar fe da baran war an dudigou kez a oa azezet endro d'ezan, en tenvalijen euzus ar gaou. Eun devez ma oa o prezek, paganed a enebas outan. Ar zant a reas eur beden da Zoue, ha kerkent, skeuden Diana, doueez vras an dud-ze, a gouezas anezi hec'h-unan a hed he c'horf d'an douar, bruzunet en mil damm.
O welet eun hevelep burzud, pemp kant den bennak a c'houlennas raktal ar vadeziant. Eun devez-all, Tit a dremene dirak an templ savet dre urz an impalaer, gant ar gouarner Sekondus, en enor da Jupiter, unan eus brasan doueou ar baganed koz gwechall. Teuler a reas e valloz war an ti-ze, ha kerkent e kouezas en e boull.
O welet kemend-all, ar gouarner a deuas da gaout ar zant, hag a bedas anezan da viret ne c'helljed tamall d'ezan ar c'holl-ze dirak aa impalaer. Tit a c'hourc'hemennas d'ezan sevel anezan a neve, en hano Doue ar gristenien, ar pez a oe grêt hep poan ebet. Pa oe achu, Sekondus hag e vab a c'houlennas bezan badezet. Sant Tit a varvas d'an oad a bevarzek vla ha pevar-ugent, goude bezan gouarnet e iliz gant furnez, ha kaset sklerijen ar fe en enezen Kret hag er re-all tro-war-dro. E relegou zo breman en iliz Sant-Mark, en Venis.
-------------------------------
Dekvet devez a viz Genver
KENTEL
Piou zo galvet da vont da veleg ?
Iliz Jezuz he deus ezom beleien neve, rak ar re a zo, falc'h an ankou a deu d'o diskar abred, an eil goude
egile, war o zachen.
I. Piou a dle kemer preder da rei danve beleien dan Iliz ?
— Beleien ar parouziou hag ar gerent kristen.
II. An tadou hag ar mammou, daoust hag i a c'hall trei o bugale war ar velegiach ?
— Ya ! hep mar ebet, rak an testeni brasan a garante a c'hallont da rei d'an Otrou Doue, eo kinnig hini pe hini eus o bugale, hag a vezo d'ezan korf hag ene.
III. Piou a dleer lakat war an hent da vont da veleg ?
— Ar vugale yac'han a gorf, lemman a spered ha gwellan a galon, bag a ziskoue o-unan kaout c'hoant da gerzet warnan.
IV. Daoust ha ne dleer ket sellet, arôk ober an dibab, ouz ar renk hag ouz an danve ?
— Nan, an Iliz ne zell ket ouz ar pez a zo en diavêz d'an den, ha pa gav bugale baour hag a zo diouz he doare, ne oufed ket ober kaeroc'h aluzen evit rei dorn d'ezi da lakat aneze d'ober o studi.
V. Etre ar re o deve grêt o studi, piou a c'hall mont da veleg ?
— Kement hini a zo kavet mat gant an Otrou 'n eskob ha galvet gantan d'an urziou sakr.
VI. Piou a ve galvet gant an Otrou 'n eskob d'an urziou sakr ?
— Ar gloareged gouiziek ha vertuzus hag a fell d'eze labourat, epad o bue, evit gloar Doue ha silvidigez an eneou.
VII. Ha n'eo ket talvoudek meurbed pedi evit ar re a zo war an hent da vont da veleien ?
— Eo, rak ar veleien santel ha gouiziek, hepken, eo a ra silvidigez ar broiou.
*******
Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage : |