retour à la page d'accueil |
page 13
Pages 13
********************
MIZ GENVER
AMZER NEDELEG
Ar pez a hanver amzer Nedeleg eo an daou-ugent devez a 20 etre ar 25 a viz
kerdu ha gouel ar Chandelour.
An Aviel a lavar d'imp e chomas ar Werc'hez daou-ugent devez da danva levenez an Nedeleg, penn-ouz-penn gant he Mab ; an Iliz a ra evelti, hag a dremen daoti-ugent devez o veuli Mari, Mamm ha Gwerc'hez, hag o kinnig d'he Mab hec'h adorasion, he levenez, he anaoudegez vat hag he c'harante. Magan he c'halon a blij d'ezi gant ar misteriou huzet dindan spesou ar gouel bras-man.
Salver ar bed a oe ganet ar 25 a viz kerdu, da lavaret eo, en hreiz ar goanv, d'ar c'houlz eus ar bla ma seblant an denvalijen trec'hi war ar shlerijen hag ar bed brallan warzu ar be; mes ganet eo ive d'ar mare ma paouez an de da verrât ha ma krog an heol da zanzen d'împ deveziou hirr, groezus ha splann an neve-amser hag an hanv.
Ar boblou pagan a rê eur gouel da viz kerdu, en enor d'an heol o trec'hi war an denvalijen hag o c'honid adarre eur blavez bue d'ar bed.
Ar gouel-ze a oa ar skeud eus hini Nedeleg, Mab Doue, ar gwir Heol, o tont war an douar, pa oa an tenvan dre holl tenvalijen ar pec'hed, hag o c'hori eur vue neve dre, an holl grouadelez, hag en kalon pep-hini eus ar re a gredje ennan.
Ganet a oe en Bethleem, da lavaret eo, en hebreeg, en « ti ar bara ». Ar bara eo magadurez ar vue; Jezuz-Krist eo ar bara diskennet eus an nenv, a ro ar vue d'an ene, hag eur vue bepred krenvoc'h. betek chench an den en Doue. Ar burzud-se ne vo ket grêt en eun de : tôlomp hon lagad war Jezuz, hag e welfomp anezan o kreski, a dam da dam, eu oad hag en furnez.
Ganet gantan da noz Nedeleg, e tleomp ive kreski gantan, rak galvet omp da vevan e vue pen-da-ben : mervel gantan war ar Groaz, sevel gantan eus ar be ha pignal gantan eun de d'ar baradoz.
-----
les pages 12 et 14 sont blanches. Les liens mènent directement aux pages imprimées, précédente (11) et suivante (15) Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage : |