retour à la page d'accueil

pages 19-20-21

Pages 19-20-21

*******

Trede devez a viz Genver

SANT MAKER

Manac'h (300-390)


un tregont leo bennak diouz kêr Alexandri, tu ar c'hreiste, e zo eur c'horniad douar fall ha goue, a ve grêt anezan ar Sete. Eleiz a gristenien, en amzer 'goz, a 'n em dennas eno, pep-hini diouz e du, evit gallout bevan tost da Zoue, pell diouz trouz ar bed. En o zouez, ha gant ar re gentan, e kavomp sant Maker.

Ar zant-man a oa ganet en Ejipt-Uhelan, war-dro ar bla 300. Da dregont vla, en em dennas en gouelec'h Sete. Tremen a reas eno e amzer o pedi, o yun hag o labourât a gorf hag a spered. D'e zaou-ugent vla, e oe grêt kement warnezan mac'h asantas mont da veleg. Doue a roas d'ezan, adalek an heur-ze, ar c'halloud da c'hourc'hemen d'an drouk-sperejou, da barean ar c'hlenvejou ha da zizolo an amzer da zont. Ar galloud-ze a zervijas d'ezan da c'hounit eleiz a baganed da Jezuz-Krist, en eur vont d'eze dre gaer.

Eun devez, e oa oc'h ober eur bale gant eun den yaouank hag a oa war an hent da vont da vanac'h. An diskibl a gerze eur pennadig arôk Maker, pa zigouezas gantan unan eus beleien ar baganed, eur pikol penn-baz en e zorn. Redek a rê ken buhan ma oa prest da zialani. Ar manac'h yaouank, o welet eun den dishenvel e greden diouz e hini, elec'h e lezel didrous da vont gant e hent, a gavas mat huchal warnezan : «Da belec'h e kerzez, da vihanan, drouk-spered 'zo ac'hanout, kemend-all a brez 'vel ma zo warnout ? »

Ar beleg pagan, o klevet eur goulenn ken divergont, e savas e wad d'e benn. Sailhat a reas war an hini a glaske trabas outan, hag e roas d'ezan eur lajad bac'hadou. Grêt gantan e dôl, ar pagan a 'n em lakas da redek adarre. En em gaout a reas, hepdale, gant Maker; ha heman da lavaret d'ezan :

- Paourkez ! Nag a boan a gemeret ! Skuiz e renket bezan !

Ar pagan, souezet o klevet ar zant, a dostaas outan :

- Daoust hag eun dra bennak a vad, emezan, ho peus kavet ennon, pa gomzet ouzin ken brao ?

- True am eus ouzoc'h, eme Vaker, abalamour m'ho kwelan skuiz-maro, ha ne welet ket en em skuizet evit netra.

- Ho komzou a blij d'in, eme ar beleg pagan; c'houi, da vihanan, a zo eun den-Doue, ha n'oc'h ket henvel ouz an tamm koz manac'h-all 'zo 'n em gavet ganin breman souden.

Hag o lavaret ze, en em strinkas da dreid Maker.

Dont a reas divezatoc'h da vezan eur beleg kristen. Eleiz a baganed a heuilhas e skouer vat hag a c'houlennas bezan badezet eveltan.

Sant Maker, ma ouie an doare da gemer an dud, a ouie ive an doare d'o c'helenn.

Eun den yaouank a deuas, eun de, d'hen pedi da zeski d'ezan hent ar zantelez. Ar zant a lavaras d'ezan : « Et d'ar vered, ha lavaret eur bern treo d'ar re varo a gavfet enni. »

Mont a reas, ha ne oe ket awalc'h d'ezan lavaret treo d'ar re varo, mont a reas betek skei mein gante. Hag e tizroas da gaout sant Maker. Heman a c'houlennas digantan :

- 'C'hanta, eun dra bennak o deus lavaret ar re varo d'ac'h ?

- Nan, netra, emezan.

- Mat, eme ar zant, dizroet varc'hoaz adarre, ha meulet aneze gwellan m'halllet.

Mont a reas an den yaouank, evel ma oa lavaret d'ezan, hag ober a reas e dro koulz pe welloc'h evit ar wech kentan.

- 'Chanta, eme Vaker, pa oe dizro, nag ar wech-man, rannet o deus eur ger bennak ?

- Ger' ebet, eme ar pôtr; ken mut int chomet hag an tol kentan.

- Mat, eme ar zant; kemeret skouer diwarneze. P'ho peus meulet aneze, n'o deus grêt van ebet; p'ho peus o gwapaet, n'o deus grêt tamm muioc'h. Poaniet da vervel ive evelte, kement ha ken bihan ma n'eio droug ebet ennoc'h, n'eus forz pegen gwaz dismegans a vefe grêt d'ac'h; ha ma ne deufet ket da gemer lorc'h, forz pesort meulodiou a vête roët d'ac'h. Evelse, e teufet a benn da vezan eur zant.

Sant Maker, goude bezan labouret, epad triugent vla, da 'n em zantelât ha da zantelât ar re a 'n em gave gantan, a varvas en e beniti, d'an oad a zek vla ha pevar-ugent, war-dro ar bla 390 goude donedigez Hon Zalver.

************

KENTEL

An doare d'ober vad

\
N'e ket red d'imp tizout oad ar zant-man; gant ma tizfomp e zantelez. awalc'h eo. Evit bezan santel, n'e ket awalc'h kaout c'hoant d'ober vad, red eo ive goût an tu d'hen ober.

Pa c'hoantaer lakat eun dra en penn an dud, e renker mont d'eze dre ar galon; anez ze, eo poan gollet. Evel a lavare ar re goz a zo gwir : «N'e ket gant an daboulin e ve tapet ar c'hezeg spontik.» Ar c'homzou trenk ha lorc'hus a lak ar re vat da drei fall, elec'h ar c'homzou izel ha kalonek a lak ar re fall da drei mat. Ma zo kement a dud o klask ober ar vad ha ken nebeut a vad grêt, e c'haller lavaret, en gwirione, eo ma zo eleiz hag a goll o amzer, dre n'o deus biskoaz tapet an tu da lakat o c'henteliou da blijout.

*****

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica