retour à la page d'accueil |
pages 17-18
Pages 17-18
*******
Eil devez a viz Genver
SANT ODILON
Abad Kluny (962-1049)
-------
r zant-man, trede mab an ôtrou Berald a Vercœur, a oa ganet en Auvergn. Da dri bla, n'halle ket bal c'hoaz. Eun devez, e vagerez o vezan grêt d'ezan azezan war dreujou iliz an Itron-Varia, a lezas anezan eno, eur pennad, e-unan.
Ar c'hrouadur en em stlejas war e grabanou betek an ôter vras, hag o sevel e zaoulagad trezek skeuden ar Werc'hez Vari, e pedas anezi kalonek d'ober d'ezan kerzet evel ar vugale-all. En eun tol, e teuas nerz en e zivesker, hag o vezan savet en e zav, e kerzas, ken sederik ha tra, tro-war-dro d'an ôter.
Goude e bareans vurzudus, en em roas a-grenn d'ar Werc'hez Vari, ha ne golle tro ebet da zougen ar re-all da garet ha da enori Mamm Jezuz.
D'e c'houec'h vla warn-ugent. en em dennas en kouent Kluny. Biskoaz ne oa bet gwelet manac'h ebet troetoc'h war ar studi ha war ar beden evit ne oa. Gant e vla ha tregont e oa, pa deuas Sant Maieul, abad ar gouent, da gouezan klanv ha d'hen dibab evit derc'hel e blas. Odilon, en eur gemer ar garg-ze, a gomprenas dustu e oa red mat d'ezan talvezout da skouer, war bep tra, da gement hini a oa dindanan.
E zevosion evit Anaon ar purgator a rê d'ezan ober bemde pedennou birvidik ha pinijennou kalet evit o diboanian. Hen eo a zigasas ar c'hiz, er bla 998, d'ober hanter-gouel an Anaon, de warlerc'h gouel an Holl-Zent.
Poanial a reas ive, eus e wellan, da zigas ar c'hiz da chom hep 'n em gannan, er brezel, adalek ar merc'her da noz betek al lun vintin, dre zoujanz ouz an deveziou m'eo c'hoarvezet ar burzudou brasan eus bue Hon Zalver Jezuz-Krist.
Ar c'hentan Ehan-Doue (1) a zo komzou anezan eo hini ar bla 1027.
Er bla 1030, e teuas kement a c'hlaoeier ma n'hallas ket an trevajou darevi, ha ma savas eur gernez skrijus dre ar vro. Manati Kluny a oa pinvidik. Sant Odilon ne daleas ket da rannan e zanve être an dud ezommek, ha pa ne gave mui netra da rei, e werzas ar c'haluriou iliz, al listri zakr hag an dilhad oferennan. Mont a reas, zoken, betek gwerzan ar gurunen aour bet roët gant sant Herri da Zant-Per Kluny.
Ar pez ne vire ket outan da vont c'hoaz, eus an eil kêr d'eben hag eus an eil kastel d'egile, da c'houlen an aluzen evit an dud reuzeudik.
En doare-ze, e c'hellas dont a benn da viret ouz milierou a dud da vervel gant an naon.
Ar pabed hag ar rouane a rê kement a stad anezan ma c'houlennent kuzul digantan, pa 'n em gave gante eur guden bennak diês da ziluian. An dra-ze ne vire ket outan da chom bepred ken izelek hag eur c'hrouadur.
Enori ' rê ar re ' oa uheloc'h evitan; karet a rê ar re a oa eus e renk; evesât a rê war ar re a oa dindanan; karet e oa gant an holl.
War-dro gouel Nedeleg 1048, e kouezas gwall-glanv en Souvigny, peder leo diouz Moulins, ha da ze ar bla neve, goude bezan bet e holl zakramanchou, e tremenas en peuc'h. Seiz vla ha pevar-ugent e oa; c'houec'h ha hanter-kant e oa bet en penn Kluny, ha grêt en devoa anezan brudetan manati a oa er Frans.
Eun nebeut lizerou ha skridou santel, savet gantan, a virer c'hoaz en de a hirie.
(1) Trêve de Dieu.
*****
K E N T E L
Madoberou ar Venec'h
Ar c'houenchou eo tier an deskadurez, tier an aluzen, tier ar beden, tier ar
peuc'h; an tier e ve grêt
enne al labouriou kaeran a gorf hag a spered; an tier e ve rannet enne ar muian a zanve gant an dud
ezomrnek; an tier ma ve kanet ar bravan enne meulodiou an Otrou Doue; an tier m'eman ar garante o
vleunian, 'vel ne ra en neb lec'h, etre kement-hini a zo o chom enne. Ar c'houenchou a zo eur
binvidigez, en pep doare, evit ar vro 'n em gavont enni.
Daoust da ze, e weler a-wechou ar venec'h hag al leanezed tôlet er-mêz o bro, war hent an harlu (1), evel gwall-dud. Na pegen izel, siouaz, eo kouezet eur vro, pa zigoue enni kemend-all !
Hon Zalver Jezuz-Krist a zo bet grêt brezel d'ezan, abalamour d'e vadoberou ha d'e viraklou; e Iliz, mar deo gwall-gaset, he deus ive an enor, gwellan ' zo, da vezan gwall-gaset, nan abalamour d'he fec'herien, mes abalamour d'he zent.
Eun enor eo ha n'hallo den e lemel diganti biken.
(1) Harlu. exil, en galleg.
*******
Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage : |