retour à la page d'accueil |
pages 209, 210
Pages 209, 210
*******
Triouec'hvet devez a viz Meurz
Sant Gabriel Arc'hêl
Kannad ar C'helou mat
------------------
Gabriel a zo unan eus prinsed an Ele.
Bezan eo unan eus ar seiz arc'hêl a zo dalc'h -mat en o zav dirak trôn an Otrou Doue, evel ma lavaras e-unan da Zakarias.
E hano a zinifi « nerz Doue. »
D'ezan e oe roët ar garg da gas war an douar kelou eus Mab Doue o 'n em ober den evit silvidigez an dud. Hag evit gwir, nerz Doue n'en em ziskouez gwelloc'h en nep lec'h evit en Jezuz-Krist, Salver ar bed.
Gabriel a roas da anaout da Zaniel ar peder rouantelez a dlee kouezan an eil goude eben, arôk donedigez ar C'hrist, hag an dek sun ha tri-ugent a vlaveziou a dlee tremen c'hoaz goude, arôk e c'hinivelez.
Gabriel eo a 'n em ziskouezas da Zakarias da gemenn d'ezan ginivelez Yan-Vadezour.
El an Otrou a oa en e zav en tu deou da ôter an ezanz, eme sant Lukas.
Ouz e welet, Zakarias a oe strafllhet :
- N'ho pezet aon ebet, Zakarias, eme an êl, ho pedennou ' zo bet selaouet. Elisabeth, ho pried, a c'hano eur mab, ha c'houi hen hanvo Yan.
» En dudi e c'hellf'et bezan abalamour d'ezan, hag e c'hinivelez a raio da eleiz en em laouennât, rak bras e vezo dirak an Otrou. »
Zakarias a lavaras d'an êl :
- Penôs e welin-me an dra-ze ? Koz on, ha ma fried he-unan a zo êt pell war an oad.
Hag an êl a respontas :
- Me eo Gabriel, a zo em zav dirak Doue, hag a zo bet digaset da gomz ganac'h ha da gas d'ac'h ar c'helou mat-se, ha s'etu ma vefet mut ha n'hellfet ket komz ken, betek an devez ma c'hoarvezo an treo-ze, abalamour ma n'ho peus ket kredet ma c'homzou, a deuio da wir p'en em gavo ar mare.
C'houec'h miz goude, an êl, leun a zoujanz, a ziskenne en Nazareth hag a zalude eno ar Werc'hez Vari, gant komzou ne oant ket bet lavaret biskoaz, ,e ne vefont lavaret biken da zen-all ebet : "Me ho salud, leun a c'ras, an Otrou a zo ganac'h, binniget oc'h dreist an holl gwrage".
Mari, o klevet kemend-all, a gemeras aon; an êl a lavaras d'ezi : « N'ho pezet aon ebet, Mari, kavet ho peus gras dirak Doue. »
Ha Gabriel a roas d'ezi da anaout penôs e vije mamm d'Hon Zalver, hep paouez da vezan gwerc'hez.
Mari a asantas. An dimezi etre ar C'hrouer hag ar grouadurez a oa grêt, ha Gabriel a oa bet an hanterour.
Pa deu ar Mabig Jezuz da c'henel en kraou Bethléem, eun êl a gan, en bar an nenv : « Gloria in excelsis Deo et in terra pax hominibus bonoe voluntatis. » « Gloar da Zoue en nenvou, ha war an douar, peuc'h d'an dud a volonte vat ! » Hag an êl-ze, war a greder, oa an êl Gabriel.
Pa venn Mab Doue fallgaloni en liorz Jetsemani, pa deu da grenan rak ar maro a zo war e zeuliou, eun êl a deu eus an nenv d'e gennerzi, hag an êl-ze, war a greder, a oa c'hoaz Gabriel.
-----------------
KENTEL
EL an Ave Maria
C'houi eo, Gabriel, ho peus desket d'imp an Ave Maria. Eus an nenv, ho peus digaset ar c'homzou-ze war an douar; c'houi eo ar c'hentan an eus o lavaret; bugale an Iliz o deus o desket ganac'h, hag o lavar breman, noz-de, eus an eil penn d'egile d'ar bed.
Grêt ma vefont selaouet bepred gant ar Werc'hez, hon Rouanez hag hon Mamm.
Roët d'imp nerz da drugarekàt, evel m'eo dleet, an Dreinded Santel, evit ar vad divent he deus grêt d'an dud o rei d'eze eur Zalver.
Ha p'eo gwir e vezet digaset war an douar, pa fell da Zoue diskouez e c'halloud etouez an dud, difennet ac'hanomp enep galloud an ifern, harpet bon zempladurez, nerzet hon c'halonou, ma c'helfomp, eun devez, bezan ganac'h o kanan en rouantelez peurbadus Jezuz-Krist :
Gloar da Zoue ha peuc'h d'an dud.
*******
Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage : |